Preder
assistéameilet ― Gervaoù skiant
conception assistée par ordinateur, C.A.O.computer aided design, CADergrafañ ameilet dre urzhiataer, ERAU ― Geriadur ar stlenneg

"Hollad ar c'halvezderioù amkanet da sevel roadennoù o teskrivañ an ergorenn a venner ergrafañ, da zazverañ ar roadennoù-se er mod etrewezhiat evit degouezhout gant ur furm bengennet a ergrafañ, ha da c'henel ar stlennadoù ret da oberiañ an ergorenn adal ar roadennoù deskrivañ an ergrafañ kadavet en urzhiataer, ha pa ve pe get ameilet an oberierezh-se". An despizadur-se gant M. Lang zo bet addezgeriet gant J. Hatvany : "Hollad an emelloù adalek sevel roll an diferadurioù betek genel ar stlenn ret da aozañ ar c'henderc'had".

Ostilhoù an ERAU :

Ar periantoù azasaet diouzh an ERAU a vez dezho araezioù diorreet a-fet kalvezderioù kevregañ ha korvoerezh er mod etrewezhiat. Eus dimeziñ an urzhiataer gant kalvezderioù ar c'hevregañ ez eus diwanet ur skourr nevez d'ar stlenneg, ar stlenngevregañ hag e zeverad, ar stlenngevregañ etrewezhiat. Ouzhpenn an araezioù stlennegel da geweriañ ha da gadaviñ ar roadennoù, e tiforc'her tri rizh ostilhoù ERAU :

- an niverelaer, evit enankañ ar roadennoù kevregat er furm niverel ;

- an hewel kevregañ etrewezhiat, evit o gwereañ hag o c'heweriañ ent emzivizel ;

- an dresell, da embann an disoc'hoù.

Ar meziantoù zo daou rumm anezho :

- ar meziantoù diazez, o kefleuniañ an arc'hwelioù boutin da lies tachenn arloañ ;

- ar meziantoù arbennik, piaouel d'un dachenn arloañ lavaret.

An trevnadoù ERAU .

Unan eus ar c'hudennoù pennañ eo dibab ar c'hefluniad periantoù ha meziantoù azasañ diouzh ar pal mennet. Da gas an dibab-se e reer gant delvanoù jedoniel o talvout da zarvanañ desezadur an trevnad - diwar-bouez ur goulev ergrafañ ameilet dre urzhiataer evel just !

dessin assisté par ordinateurcomputer aided draftingtresañ ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad tresañ ma vez al linennañ divrazet hepken gant an tresour, al linennad disoc'h o vezañ kaset da benn diwar-bouez an urzhiataer ameilañ, peurliesañ er mod etrewezhiat.

Amkan an tresañ ameilet dre urzhiataer eo genel, haneilañ, daskemmañ, hizivaat steuñvoù. E lankerezh niverel ar benvegijinennoù, e c'hoarvez dave diazez ar gouleviñ eus ar steuñv pourchaset gant ar burev studi. An kez steuñv ned eo ket un diskeud hep-mui, disoc'h a ra diwar gevrikadurioù niverus, ur maladur ez eo goude ur bern re all. Reizh eo enta e ve emgefreekaet seurt labour eilsammañ, dreist-holl pa ouzer ez a d'ober ar 70% eus trevell ar burev studi.

enseignement assisté par ordinateur, E.A.O.computer aided teaching, CAT, computer assisted instruction, CAI, computer based education, CBE,kelenn ameilet dre urzhiataer, KAU, diougonañ ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Hollad ar c'halvezderioù hag an hentennoù oc'h arverañ ar reizhiadoù stlennegel evel binvioù diougonadel. Ar meziant diougonadel pe deskiant eo benveg diazez ar KAU.

fabrication assistée par ordinateurcomputer aided manufacturingoberiañ ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Hollad ar c'halvezderioù o talvout da emgefreekaat lankadoù kenderc'hidigezh un traezad oberiet. Pep lankad a denn korvo eus disoc'hoù al lankad a-raok : E-se disoc'hoù an ergrafañ ameilet a bourchas roadennoù al lankerezh niverel, ar re-mañ o vezañ danvez diouzh ret da c'henel tresennoù ha prouadoù. An hedad a-bezh a reer anezhañ ergrafañ hag oberiañ ameilet dre urzhiataer.

ingénierie assistée par ordinateurcomputer aided designergrafañ ameilet dre urzhiataer, ijinouriezh ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an hentennoù o talvout d'an ergrafañ ameilet, o sellout ent dibarek ouzh ar riñverezh despizañ ha darvanañ an ergorenn da ergrafañ (da skouer : riñverezh al luniadoù).

maintenance assistée par ordinateurcomputer assisted maintenancetrezalc'h ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Evezhiañ un ijinenn hag emellout adal ar c'heladoù muzuliañ treuzkaset diwar enankerioù ha dezrannet gant un urzhiataer.

production assistée par ordinateurcomputer aided manufacturing, CAMkenderc'hañ ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [productique, kenster]

programmation assistée par ordinateurautomatic programminggouleviñ ameilet dre urzhiataer, gouleviñ emgefreek ― Geriadur ar stlenneg

Rizh gouleviñ ma ra ar goulever gant skoazell ur riñverez, da skouer evit gwiriañ reizhded ar skrivadur e-keñver ar prezegadoù kinniget.

publication assistée par ordinateur, P.A.O.desktop publishingembann ameilet dre urzhiataer, EMAU, embann gorretaol ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [édition électronique]

saisie assistéeaided data captureeuvriñ ameilet ― Geriadur ar stlenneg

Euvriñ diwar-bouez un dermenell gennasket pe un dermenell naouek, ar roadennoù euvret o vezañ gwiriet diouzhtu hag an oberataer o vezañ heñchet en e wezhiadurioù.

technologie de groupe assistée par ordinateurcomputer aided group technologykalvezouriezh strolloù ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Diskiblezh ar bonekaat pezhioù treloc'hel bodet ha renket e familhoù hervez o naouusterioù evit bezañ lakaet e kerz an arveriaded.