Preder
épreuve(test) prouad g. ; amprouenn b. ; amprou g. ; amprouadur g. ― Geriadur an armerzh
  • épreuve de force amprouenn nerzh
  • (série de difficultés) reuziadenn b.
  • corriger les épreuves c'hwennat an amprouennoù
  • mettre à l'épreuve amprouiñ.
épreuveamprou g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
épreuve aléatoireamprou dargouezhel ― Geriadur ar jedoniezh
épreuve de Bernoulliamprou Bernoulli ― Geriadur ar jedoniezh
Épreuve de réalité.Realitätsprüfung.reality-testing.amprou an draegezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Argerzh, goulakaet gant Freud, o reiñ d’ar gouzrec’h an tu da ziforc’hañ ar c’hentrigennoù o tont eus ar bed diavaez diouzh ar c’hentrigennoù diabarzh hag, e-se, da hepkoriñ ar mesk etre merzadennoù ha derc’hadennoù a ve en orin an trezerc’hañ.

Re hir e ve dispakañ amañ kudenn ar Realität er freudegezh. En ul lankad kentañ, e ve an draelezh hag an ergerc’henn vozius en arun e-barzh bronn ar vamm ; en eil prantad, goude disparti an ergerc’henn drael, e klaskfe ar bugel boziadur gant un ergerc’henn antrael, trezerc’het ; en trede lankad, e teufe gouest ar benvegad bred da ziforc’hañ pezh a vez derc’het (eñvoret, dec’hmeget) diouzh pezh a vez merzet, — ar Realitätsprüfung o vezañ an embregadur eus seurt gouested da briziañ gwerc’hegezh-tra, traegezh, an ergerc’hennoù.

Arzaeladus eo meizadur Freud pa venn displegañ ar c’hemplezh (ar merzout) dre an eeun (an derc’hañ) : ur wech adeiladet ar reizhiad vred evel hollelezh, ne gav plas ebet ken evit an draelezh. Alese an daouadoù a rankas savelañ, evel pennaenn ar bliz / pennaenn an dra, h.a., talvoudek e-ser an deskriverezh hogen disol a-fet displegerezh dre ma taveont d’ur rummad daouelezhioù trabedel bac’hus : gwerc’helezh danvezel diavaez / gwerc’helezh vred, gwerc’helezh vred / gwerc’helezh vevedel, h.a., daouelezhioù n’o dije paouezet a vezañ andireadus nemet p’en dije Freud gallet reiñ gwiriegezh d’ar ouezoniezh alvezel eus ar bred a venne diazezañ.

E-keñver yezh, e ranker teurel pled aketus da zigemmañ kemeradurioù disheñvel an termen Realität e-barzh testennoù Freud. Gant ar ster ledanañ e klot gwerc’helezh ; pa ra anv eus ar “bed danvezel, diavaez”, e ranker komz eus gwerc’helezh-tra, gwerc’helezh trael, traelezh. Gwerc’hegezh, traegezh a verk an derez a werc’helezh, a draelezh a zo en un X, ar perzh en deus un X er werc’helezh, en draelezh.

essaiarnod g. ; esae g. ; amprou g. ; prouad g. ― Geriadur an armerzh
  • (répété) darnod g.
  • essai de contrôle gourzhprouad g.
  • à titre d'essai da amprou
  • commande à titre d'essai urzhiad amprou
  • donné à titre d'essai roet da amprou
  • un mois à l'essai ur mizvezh war amprou
  • faire un essai (expérience) ober un taol arnod
  • faire des essais répétés darnodiñ.