Kehentell daouank.
Le circuit d'eau de mer est un circuit ouvert ; le circuit d'eau douce est un circuit fermé.
Un amred digor eo hini an dour mor ; un amred kloz eo hini an dour disall.
Le plus souvent, bras et écoute de spi d'un dériveur sont montés en circuit fermé : ils sont alors constitués d'un seul filin dont les extrémités sont fixées au point d'amure et au point d'écoute.
Peurliesañ e vez rañjenn ha skout ar spi war ul levrer stalet e klozamred : c'hoarvezout a reont neuze eus ul landon nemetken fervaet an eil penn anezhañ ouzh ar min hag egile ouzh ar c'hilgorn.
Amred a zo bet muiaet a-galvezad e zereogi war-benn leiaat e varr distav.
Amred gwerc'hennet gant div neudenn gouevr, pep hini o vezañ daouank.
Skor disfu reut pe vouk, un- pe liesgwiskad, oc'h enderc'hel ar reelloù ret da gennaskañ ar parzhioù diseurt eus un avead elektronek. Oberiet e vez ar reelloù pe dre engravañ, pe dre sidanvoulañ, oc'h amparañ ur wal (carte ◊ board). Linennadur an amredoù enlouc'het a vez aozet damemgefreek diwar-bouez ar c'halvezderioù stlennegel.
Amred elektronek dastumet en ur glozenn, ouzh e ober parzhioù (oberiat pe c'houzañvat) ret da gefleuniañ un arc'hwel. Oberiet e vez an amred elektronek-se diwar un aozenn unel, ur badellig silikiom da skouer, danzeet diwar-bouez lies pleuskadur lerc'h ouzh lerc'h e doare da enderc'hel elfennoù un amred klok. An amred kevanek a lavarer unvloc'h pa vez erdennet eus ar badellig diazez an holl elfennoù ret da gefleuniañ an arc'hwel, hep degasadenn diavaez. Anez da se, en en lavarer hiron.
Abaoe 1960, amzer ma voe ijinet an amredoù kevanek, n'eo ket paouezet a arwellaat dre ur periad 4 bep 3 bloaz o naouusterioù pennañ : feur kevanegezh, tizh trec'haoliñ, distrewiñ gwrez. Ar familhoù bras mezaozennoù zo (bet) :
~ ar familh DTL (diode transistor logic ◊ mezoni diod transistor) ;
~ ar familh RTL (resistor transistor logic ◊ mezoni harzell transistor) ;
~ ar familh TTL pe T2 L (mezoni transistor transistor) ;
~ ar familh ECL (emitter coupled logic ◊ mezoni ec'hoder koublet) ;
~ ar familh IIL pe I2 L (integrated injection logic ◊ mezoni ensaezhañ kevanek) ;
~ ar familh HNIL (high noise immunity logic ◊ mezoni trouzhangae uhel), mezoni daouvlein ganti hangae uhel ouzh an trouz ;
~ ar familh MOS (metal oxide semiconductor ◊ ledreell oksidenn vetal), mezoni unvlein uhelgevanegezh ganti ;
~ ar familh SOS (silicon on sapphire ◊ silikiom war safir), kalvezouriezh o tanveziñ da zindanad un disfuer, ar safir, dezhañ ul luniadezh strink nes da hini ar silikiom. Hevelep rizh amred zo gantañ ur beveziñ bihan, un hangae mat ouzh an trouz hag ouzh ar skinadoù ionaus ;
~ ar familhoù diazezet war galvezouriezh an arsenidenn c'halliom (AsGa), anezho familhoù mezonioù bepred war ziorren, a c'heder ma tiskennfe ganto an amzer drec'haoliñ dindan an nanoeilenn.
Rizh amredoù kevanek ragamledet ha raknaouusteret aozet diwar c'houlenn evit un amgant arloañ lavaret. Oberierezh hevelep amredoù a denn korvo bras eus an ostilhoù ergrafañ ameilet evel ar c'hempunerioù silikiom.
Amred gwerc'hennet gant daou re neudennoù kouevr, pep re o vezañ unank.
Amred amprestet diouzh danadeilad hollek ar pellgehenterezh, na dreizhid ket dre an trec'haolerioù pellgomz, ha lakaet gant Amaezhierezh ar Pellgehentiñ en unkerz un arveriad hervez ur gevrat feurmiñ.
Ere savelet etre daou gendehaezer a-dreuz d'ur rouedad trec'haoliñ dre zuilhoù o pourchas gwazadur an amred galloudel. Pa vez savelet an amred galloudel, nep duilh ec'hodet gant unan eus an daou benn ha warnañ niverenn an amred galloudel a vez treuzkaset d'ar penn all dre ar rouedad hep ma ve ezhomm eus un enneg ezpleg.
Aotren klozañ un amred evit ma lezfe tremen un arhent. E-se, ur red o tremen en amredoù a a wirieka un amred b o tevoudañ arc'hwelerezh an ardivink Z.