Au lieu de maintenir le mât en plusieurs points de sa hauteur, on peut le maintenir en un seul avec des haubans dont le pied est écarté au maximum. Comme le mât, dans ce cas, doit avoir une inertie énorme pour ne pas fléchir entre capelage et pied, on le rigidifie avec un autohaubanage.
Kentoc'h eget arzerc'hel ar wern dre he stagañ war veur a live, e vez arzalc'het en ur poent hepken dre obankoù skalfet uc'hek o zroad. En degouezh-mañ, evit ma chomfe ar wern dibleg etre ar c'herc'hennad hag an troad, e rank he anniñv bezañ bras tre, reutaet e vez enta gant gourzhobankoù.
Pennaenn arc’hwelerezh ar reizhiad neuron kentreet gant Freud en e Entwurf einer Psychologie (1895) : tennañ a ra an neuron da skarzhañ en o fezh ar c’hementadoù gremm a zegemeront. Ret eo merkañ e paouezo Freud a ober gant an droienn-se da c’houde. Gant keal anniñv an neuron emañ an divrazadur kentañ, e termenoù fizik, eus meizadur armerzhel ar benvegad bred : ar gremm oc’h amredek a-hed an neuron en arlakadenn gentañ a amredo a-hed ar chadennadoù derc’hadoù en eil arlakadenn.
Er fizik e vez dezrevellet pennaenn an anniñv evel-henn : ur poent dieub diouzh pep ere treloc’hel ha diouzh pep gwered a vir dibenndermen an un tizh hag an un roud. Evit Freud, patrom pennaenn an anniñv e tachenn ar beved eo an damoug : ar c’hementad broud degemeret gant an neuron-santout a ve diskarget en e bezh e dibenn an neuron-loc’hañ.
Damheñvelderioù n’eus ken etre pennaenn an anniñv er fizik ha pennaenn an anniñv hervez Freud :
— er fizik ez eo an anniñv ur perzh eus ar c’horfoù war loc’h ; e meizadur Freud ez eo un tued oberiat eus ar reizhiad ma vez ar c’hementadoù broud o loc’hañ ;
— er fizik ez eo pennaenn an anniñv ur savelenn hollveziadel, eleze gwiriek evit kement korf zo en alvez ; bevennet eo amgant ar bennaenn freudek gant ur savelenn all — pennaenn an arstal (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE) — ma venn Freud displegañ drezi perak, e degouezhioù ’zo, e vez miret ouzh ar c’hementadoù broud a amredek : dilezel a ra ar savelegezh evit an davedegezh a-benn diskouez penaos a-benn ar fin, pennaenn an anniñv, da zont a-benn eus he zaol, a denn korvo eus daspugnadur ar gremm ;
— an hevelep tremen eus ar savelegezh d’an davedegezh a c’hoarvez ivez pa fell da Freud dezren eus pennaenn diskarg ar broud un tued da hepkoriñ pep andon vroud.
E berr, evit derc’hel un derez bennak a wirheñvelded vevoniezhel, e rank Freud degas distresadurioù bras e pennaenn an anniñv. Anat eo ne oufe ket ur bevedeg o vont en-dro hervez ar bennaenn-se bevañ, ha da gentañ bezañ, pa ampleg keal ar bevedeg end-eeun ma ve dalc’het ul live gremm stabil diforc’h diouzh ar c’helc’hiadur.
An dislavaroù a gaver e keal freudek anniñv an neuron a zeu diouzh an treuzplakadur a rae er beved eus savelennoù an alvez ; ne dleont ket avat lakaat da ziwelout an nadadenn a zo e derou arlakadurezh Freud. An hevelep nadadenn en degasas da zizoleiñ an diemouez. O tezrevellañ amred frank ar gremm en neuron ne rae nemet deveizañ e stadadennoù klinikel : amred frank an eul, dezverk an argerzh kentael.