Preder
2.gestion, managementmanagementardeiñ bn. ardo―, ardeadezh b. ― Geriadur ar stlenneg

Leviañ, frammañ, bleniañ diorreadur un embregerezh ; sk. "ardeiñ ur c'hevredad greantel", "ardeadezh ur ristenn c'hourleurioù".

3.gestionmanagementardeiñ, ardoerezh g. ― Geriadur ar stlenneg

Er stlenneg, ren emgefreek war dedro ar roadennoù, arver ar periantoù hag ar meziantoù ; sk. "ardeiñ ur stlennvon", "ardoerezh ar roadennoù".

Dre astenn ster, e reer gant "ardeiñ" er skourroù emgefreekaet eus an obererezh armerzhel a vez dedalvezet ar stlenneg dezho. E-se e reer kel a ardeiñ amaezhel gant ar ster "ardeiñ stlennegel dedalvezet d'ar mererezh amaezhel", ha, heñvel dra, a ardeiñ kenwerzhel , ardeiñ jederezhel ha kelldel , ardeiñ ar c'hoskor , ardeiñ ar c'henderc'hañ , h.a.

administrerto manageardeiñ (bn. ardo-) ― Geriadur ar mediaoù
gérermerañ ; ardeiñ bonad ardo-. ― Geriadur an armerzh
gérerto manageardeiñ ― Geriadur ar mediaoù
gestion de productionmanufacturing managementardeiñ ar c'henderc'hañ ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an hentennoù stlennegel o talvout da azasaat diouzh ar goulenn barr kenderc'hañ an embregerezh.

gestion des fichiersfile managementardeiñ restroù ― Geriadur ar stlenneg

Hollad ar poelladoù en-dro da arver restroù diseurt ur reizhiad stlennegel (haeziñ, hennadiñ, hizivaat, gwareziñ ar restroù), poelladoù renet diwar-bouez goulevioù mavek.

informatique de gestionmanagement data processing, businessoriented computingstlennegezh ardeiñ ― Geriadur ar stlenneg

Arver ar c'heweriañ stlennegel evit ardeiñ an embregerezhioù.

managerv. ardeiñ bonad ardo-. ― Geriadur an armerzh
manager, gérerardeiñ bn. –ardo- ― Gervaoù skiant
manager, gérerardeiñ bn. ardo- ― Geriadur ar fizik
procédure de gestion multipointtreugennad ardeiñ liespoent ― Geriadur ar stlenneg

Bodad reolennoù o ren derannadur al linenn en un eread roadennoù liespoent.

Sl. [liaison multipoint]

système de gestion de base de connaissances, S.G.B.C.knowledge base management system, KBMSreizhiad ardeiñ ar gouezvon, RAGV ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad veziantel o ren ardoerezh emgefreek ur bon gouezadoù en ur c'hevarouezer.

Sl. [base de connaissances]

système de gestion de base de données, S.G.B.D.data base management system, DBMSreizhiad ardeiñ ar stlennvon, RASV ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad veziantel o ren ardoerezh emgefreek ur bon roadennoù. E amkanioù zo :

~ ren un deskrivadur eus roadennoù ar bon hag ober dezhañ emdreiñ a-geñver gant dedroadur ezhommoù an arloadoù ;

~ krouiñ roadennoù er bon hag o arverañ (eztennañ, daskemmañ, dilemel) hervez o deskrivadur ;

~ diogeliñ kendizalc'h ar goulevioù hag ar roadennoù, eleze gallusaat daskemmañ framm kadaviñ ar roadennoù hep azlamm war skrivadur ar goulevioù arloañ emañ ar roadennoù-se engwezhiet enno, hag a-geveskemm ;

~ gwareziñ ar stlennvon ouzh nep teukad, periantel pe veziantel, a-zarvoud pe a-ratozh.

Ar reizhiadoù ardeiñ stlennvon a vez lavaret rouedadek, urzhazek pe daveaduriek hervez delvan ar roadennoù o deus da ardeiñ.

Sl. [base de données +] [modèle de données]

système de gestion de performance des ordinateurs, S.G.P.O.computer performance management systemreizhiad ardeiñ digonadur an urzhiataerioù, RADU ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad ventawouriezh stlennegel o talvout da arheuliañ diastal dedroadur digonadoù ur greizenn riñverezh. C'hoarvezout a ra eus :

~ un reizhiad enankañ an digonadoù ;

~ ur stlennvon digonadoù ;

~ ur bodad taolennoù bourzh ardoerezh stlennegel.

ERGRAFAÑ HA SEVENIÑ UR RADU.

Da ergrafañ ur RADU, e lakaer e penn kont ar c'healioù-mañ :

~ ar frammañ urzhazek ;

~ an euvriñ emgefreek ar roadennoù ;

~ an ardeiñ a-nemedenn ; sturiañ ur reizhiad stlennegel zo kement ha gwiriañ e tedro hervez an erolad merket en derou ; dereizhañ ivez an erolad, disaouzanañ ar reizhiad, bewech ma forc'h diouzh an amkanioù - alese ar ret evit ar RADU sevel stadoù oc'h ober kel eus ar plegennoù nemedel hepken e doare ma ve delec'hiet, deveizet ha dereizhet ar c'hammarc'hweladoù ; e berr, danevell a vez savet eus an nemedennoù hepken, pa vez disoc'hoù forc'hat pe pa c'hoarvez ur blegenn o c'houl emelladenn, ar plegennoù reol o vezañ stadet diwar-bouez danevelloù kendod hepken ;

~ an atersiñ ar stlennvon digonadoù en amzer werc'hel .

AN UNVEZIOÚ EUVRIÑ :

~ ar gouarner periantel ;

~ ar rakkeweriader sanellerioù , e arc'hwel dec'havaelañ ha dezrannañ a-gendalc'h an holl arc'hadoù o treizhidañ dre ar sanellerioù ;

~ ar c'hetal , gouest da gevanaat ha da geflenañ muzulioù a orin periantel ha muzulioù a orin meziantel ;

~ ar rakkeweriader rouedadoù , ostilh gwiriañ hag evezhiañ ar rouedadoù stlennegel ;

~ ar gouarner evezhiañ pellstlennegezh , unvez o talvout da studiañ an dreizhidell war al linennoù gouruheldizh ;

~ an unvezioù gouarnerezh eilrenk , o amkan evezhiañ a-drebad urzhiataerioù strewet en douaregor.

AR BONIOÚ ROADENNOÚ.

Ar galon int d'ar reizhiad : war gantennoù endalc'h bras e vez treuzdouget an holl stlennadoù digonadel dastumet ha rakkeweriet gant an unvezioù euvriñ. Seurt stlennvonioù a c'haller atersiñ en amzer werc'hel.

UNVEZIOÚ GWEREAÑ AN TAOLENNOÚ BOURZH.

~ ar moulerezed kevregañ , o voulañ taolennoù bourzh e meur a stumm : krennvaoù, tellunioù, danevelloù a-nemedenn, lieskevregoù, danevelloù argemmañ, danevelloù kendod.

≈ Ar c'hrennva . Gant an daolenn-mañ e kaver feur arver loazioù 'zo e-doug an troc'had amzer dindan dezrann.

≈ An tellun . En daolenn-mañ emañ dedro gweredadur ar vemor en amzer.

≈ An danevell a-nemedenn . Seurt rizh taolenn a gevaraez anaout en un taol sell an distremenoù gwehin eizik c'hoarvezet en arveradur ar reizhiadoù e-doug an troc'had amzer dindan dezrann.

≈ Al lieskevreg . An daolenn-mañ a dalvez da arheuliañ an dedroadur ha da geflenañ en amzer ar gweredadur eus lies meneger digonadur.

≈ An danevell argemmañ . Lakaat a ra war wel gweredadur ur meneger digonadur a-geñver gant gweredadur ur meneger all pe un dave.

≈ An danevell gendod . Taolennañ a ra dedroadur al loazioù miz ha miz, en ur lakaat kemm etre ar bec'hioù keitat hag ar bec'hioù uc'hat, gant ar marzioù diogeliñ hegerz.