Preder
procédéprocess, methodargerzh g.-ioù, araezad g.-où, treugenn b.-où, hentenn b.-où ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ couleur colour process, colour system argerzh liv
  • ~ ~ par synthèse additive addition colour process argerzh liv azdodat
  • ~ ~ par synthèse soustractive substractive colour process argerzh liv ezdodat
procès (Gramm.), processusargerzh ― Gerva an brederouriezh
procès *enrêné (Gramm.)argerzh siblennet ― Gerva an brederouriezh
processusprocessargerzh g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Heuliad gwezhioù elfennel a zo e zisoc'h kevatal da zisoc'h ar pennwezh ez int ar parzhioù anezhañ. Keal an argerzh a dalvez da zeskrivañ monedigezh ur reizhiad korvoiñ. Kement eo an argerzh hag erounezadur ur goulev e-doug un amzer vevennek.

Anv a vez a sevel un argerzh, a zispenn un argerzh (a zo ar freuzañ anezhañ pa'z eo aet ezwaz). Bez' e c'hell un argerzh bezañ kousket, eleze angwered (war c'hed ma ve bastet d'ur goulenn, pe ec'harver evit ur mare), pe dihun (pa vez galvet un argerzh kousket).

processusargerzh g. ― Gervaoù skiant
processusargerzh g. -ioù ― Geriadur an armerzh
  • processus de concentration, de croissance, de démocratisation argerzh tolpañ, kreskiñ, gwerinekaat
  • processus de développement argerzh diorren
  • processus économique argerzh armerzhel
  • processus de fabrication argerzh kenderc'hañ
  • processus d'industrialisation argerzh greantelaat
  • processus de modernisation, de rationalisation, d'urbanisation argerzh arnevesaat, heboellaat, kêriekaat
  • accélérer, déclencher, interrompre un processus buanaat, luskañ, herzel un argerzh.
processusargerzh g. -ioù ― Geriadur ar fizik
processusargerzh g. -ioù ― Geriadur ar gimiezh
  • processus par étapes argerzh a-dennadoù
processusargerzh g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
processus d'être (Lévinas)argerzh bout ― Gerva an brederouriezh
processus de Poissonargerzh Poisson (poasonat) ― Geriadur ar jedoniezh
processus de rétroaction (Cybern.)argerzh korweredel ― Gerva an brederouriezh
processus parallèleparallel processargerzh a-stur ― Geriadur ar stlenneg

Argerzh a vez e wezhioù erounezet en ur ser.

Processus primaire, processus secondaire.Primärvorgang, Sekundärvorgang.primary process, secondary process.argerzh kentael, argerzh eilvedel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An daou vod arc’hwelerezh eus ar benvegad bred evel ma’z int bet deskrivet gant Freud. Kemm a lakaer etrezo diouzh ar savboentoù :

lunegorel, dre verkañ ez eo an argerzh kentael un doare eus ar reizhiad diemouez, an argerzh eilvedel un doare eus ar reizhiad ragemouez-emouez ;

armerzhel-dialuskel, dre lakaat a-wel mod amredek ar gremm bred gant an eil hag egile : e par an argerzh kentael, e tiver frank ar gremm bred, o vont dishual eus un derc’had d’unan all hervez gwikefreoù an treuzlec’hiañ hag an dazbec’hiañ, o tennañ da adkevannodiñ klok an derc’hadoù stag ouzh ar buhezadoù boziañ amparus d’ar c’hoant (trezerc’hañ kezivik) ; e par an argerzh eilvedel ez eo da gentañ ereet ar gremm, a-raok diverañ dindan reolerezh, — kevannodet e vez stabiloc’h an derc’hadoù, ampellet ar gwalc’hadur, o reiñ tro da arnodiñ hentoù diseurt.

Daveiñ a ra ar gevenebiezh etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel d’ar gevenebiezh etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an dra.

Ken abred ha 1895 e tezrevellas Freud an diforc’h etre an daou argerzh. O studiañ an hunvreoù ha furmadur an azonoù e tizoloas ur mod arc’hwelerezh bred dezhañ e wikefreoù, e savelennoù disheñvel-bras diouzh argerzhioù an dezevout deskrivet gant ar vredoniezh kozh. Houmañ ne wele ster ebet en hunvreoù, e prepozioù an diskianted ; Freud a ziskouez er c’hontrol ar ster o deus dre an eul a zo enno, an eul-se o treuzlec’hiañ, o tazbec’hiañ, h.a., frank ha dishual. Patrom an hunvre ivez a roas tro da Freud da arlakaat e tenn an argerzh diemouez da savelañ, dre an hentoù berrañ, un hevelepted-verzout, eleze da azdedaoliñ dre an trezerc’hañ an derc’hadoù gwisket dezho un talvoud brientek gant ar buhezad boziañ kezivik.

E keveneb, e teskriv Freud evel argerzhioù eilvedel an arc’hwelioù arouezet gant ar vredoniezh klasel evel dezevout amhun, evezh, barnerezh, poellata, ober reolet. En argerzh eilvedel ez eo an hevelepted-dezevout a vez klasket.

processus séquentielsequential processargerzh kemalat, argerzh a-gemal ― Geriadur ar stlenneg

Argerzh a vez ar gwezhioù ouzh e ober erounezet lerc'h-ouzh-lerc'h, pep hini o teraouiñ pa vez echu erounezadur an hini diagent.