Gwehentad e rezh frazennoù ensoc'het en ur goulev (pe un treollun) war-benn aesaat an intent anezhañ. Enlakaet e vez an askelennoù e-barzh lec'hiennoù diferet gant kevreadur an areg ; ezgavael e vanont d'ar c'hewerieroù treuzodiñ hag erounit.
Bodad savlec'hioù amberzet en ur goulev war-benn reiñ kel eus kefridi an argemmennoù, rizh an treol arveret, aozioù an arver. Talvout a ra an askelennoù da aesaat lenn ha kompren ur goulev ha n'o devez roll ebet en treuzodiñ nag en erounit anezhañ.