Preder
Désir.Wunsch (Begierde, Lust).wish.eriun, eriunañ, c’hoant (bliz). ― Geriadur ar bredelfennerezh

Er meizadur dialuskel freudek, unan eus bleinoù ar c’henniñv-difenn : tennañ a ra an eriunañ da gaout e leuniadur dre adsevel, hervez savelennoù an argerzh kentael, an arouezioù stag ouzh buhezadoù kentañ ar boziañ. Ar bredelfennerezh a ziskouez, diwar batrom an hunvre, penaos ez adkaver an eriunañ en azonoù e stumm an treuzvarc’had. “Ereet e chom ar gounderc’hadenn diwar ur verzadenn ouzh ar c’hounlerc’h diwar ar broud devoudet gant an ezhomm. Kerkent ma tistro an ezhomm e c’hoarvez, bennozh d’an ereadur-se, ur fiñvenn vred a glasko kevannodiñ ar gounderc’hadenn ha zoken dec’hervel ar verzadenn he-unan, eleze adsevel plegenn ar walc’hadenn gentañ : hevelep fiñvenn eo a anvimp ar c’hoant ; distro ar verzadenn zo “leuniadur ar c’hoant”.” Un diforc’h a lak Freud etre ezhomm ha c’hoant : an ezhomm, ganet eus ur stad a dennder diabarzh, a gav gwalc’hadur (Befriedigung) dre ar gwered spesadek o pourchas an ergerc’henn gevazas (boued da skouer) ; ereet eo ar c’hoant ouzh ar c’hounlerc’hioù hag e kav e leuniadur (Erfüllung) en arren trezerc’hek ar merzadennoù deuet da vezañ arouez ar gwalc’hadur-se.

Lacan e zegas un trede termen ouzhpenn : ar goulenn, ha setu penaos e kensavlec’h an tri meizad. Buket eo an ezhomm ouzh un ergerc’henn spesadek o reiñ gwalc’hadur dezhañ. Dezgeriet eo ar goulenn ha graet ouzh an hentez ; mar doug c’hoazh war un ergerc’henn, ez eo houmañ deberzhek, ar goulenn o vezañ, en e wrizienn, goulenn karantez. Diwanañ a ra ar c’hoant diouzh ar forc’had etre an ezhomm hag ar goulenn ; n’eo ket direadus d’an ezhomm, rak dre bennaenn ez eus anezhañ un darempred, n’eo ket ouzh un ergerc’henn drael, dizalc’h diouzh ar gouzrec’h, hogen ouzh an eriunell ; ken andireadus all eo d’ar goulenn, e kement ma klask kemer e greñv war an amgen hep derc’hel kont eus e lavar hag e ziemouez, en ur ziarc’hañ groñs bezañ anavezet gantañ.

C’hoant zo gantañ ar c’hemeradur ledanañ ; un durc’hadur anadennek zo d’e ster p’en keveneber ouzh eriun g.ls. :-où, eriunañ, tra ma’z eus gant an termenoù kalvezel-mañ ur c’hennotadur arlakadennek. An termen bliz g. a glot a-walc’h e sterva gant an Al. Lust.

Sl. FANTASME.

goûtgoust g. ; bliz g. ; blizidigezh b. ; blaz g. ; le ― Geriadur an armerzh
  • goût des consommateurs goust (hetoù, blaz, grad) ar vevezerion
  • goût de l'épargne, des responsabilités doug (pleg, tech, blaz) an arboell, an atebegezhioù
  • au goût du jour hervez goust ar mare.
Plaisir d’organe.Organlust.organ-pleasure.bliz organ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Modelezh vliz a zo hini gwalc’hadur enerotek al luzadoù darnel : broudadur un tachad erogen a vez distavet el lec’h end-eeun ma c’hoarvez, ent dizalc’h diouzh boziadur an tachadoù all, hep keñver eeun gant kefleuniadur un arc’hwel.

Enebiñ a ra Freud bliz organ ouzh bliz arc’hwel, hemañ o toareañ ar boz stag ouzh kefleuniadur un arc’hwel beved (plijadur an emvoueta da skouer). Arver en deus graet eus an termen-se en e imbourc’h war eskoridigezh ar revelezh. Gant ar vagadell, ar bliz revel ent strizh en em zistag diouzh an arc’hwel ma c’houskore da gentañ ha na oa nemet an eildedaol (Nebenprodukt) anezhañ ha, diwar neuze, a vez klasket evitañ e-unan : ar chugelliñ da skouer a glask distav un tennder e tachad erogen ar genou hag an divweuz e-maez a bep ezhomm boued. Hervez Freud e c’haller termenañ revelezh ar bugel dre ar bliz organ : “diwanañ a ra e gouskor un arc’hwel diziouerus ; ne anavez ket a ergerc’henn revel ; enerotek eo ; he fal zo e dalc’h un tachad erogen.”

plaisir, jouissance, volupté, (les) sensLust, Sinnenlustbliz ― Gerva an brederouriezh
Principe de plaisir.Lustprinzip.pleasure principle.pennaenn ar bliz. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Unan eus an div bennaenn o ren, hervez Freud, war arc’hwelerezh ar bred : holl oberiezh ar bred a ve dezhi da bal hepkoriñ an divliz ha kaout bliz. E kement m’emañ an displijadur a-zalc’h ouzh kresk ar c’hementadoù broud hag ar blijadur ouzh an digresk anezho, ez eo pennaenn ar bliz ur bennaenn armerzhel. Merkomp e rae Freud da gentañ gant an termen “pennaenn an divliz” : al lusked e ve an divliz beziat ha n’eo ket ar bliz erveziat.

Diaesterioù a sav gant dedalvezadur pennaenn ar bliz.

Da gentañ, penaos termenañ bliz ha divliz ? Santidik eo ar reizhiad merzout-emouezañ ouzh doareadoù liesseurt o tont eus ar bed diavaez ; eus an diabarzh avat ne zeglev nemet argemmoù tennder hervez ur skeulenn doareadel, hini ar bliz-divliz. En derou, e vennas Freud displegañ ar bliz dre un digresk tennder hag an divliz dre ur c’hresk tennder. Buan avat e rankas anzav ez eus tennderioù blizus. Ken ma imbroudas ur c’houlakadenn all : a-geñver e ve santadur an tennder gant braster dizave an annodad, tra ma ve an dereziadur bliz-divliz a-geñver gant an argemmañ dre unanenn amzer eus ar c’hementad annodadur.

D’an eil, ha komz a c’haller da skouer eus “bliz diemouez”, stag ouzh un azon divlizus ? Diaes e ober mar chomer e par deskrivadur ar buhezadoù. Hogen mar degemerer ar patrom kinniget gant Freud oc’h arlakaat e ren an hevelep savelennoù armerzhel e pep lec’h er benvegad bred, e c’haller degemerout war un dro e vez dedaolet bliz ha divliz gant an argemmadoù gremm ken en emouez ken en diemouez, — o lakaat evel just ez eo bet diskoulmet kudenn an diazalc’h etre tennder (gremm) ha bliz.

Koublet eo pennaenn ar bliz gant pennaenn an dra. En ul lankad kentañ e klaskfe al luzadoù bezañ diskarget, gwalc’het dre an hentoù berrañ. O kavout harz gant an draelezh avat e teskfent kemer hentoù distro hag ampellañ o diskarg keit ma’z eo ret da dizhout gwalc’hañ. Hogen estreget gwalc’hañ ezhommoù beved a ro bliz ; en hunvre da skouer, ez eo stag ar bliz ouzh leuniadur antraek ar c’hoant. En diarsell-mañ ez eo gourzhenebek rik an div bennaenn, leuniadur ur c’hoant diemouez (Wunscherfüllung) o kaout amplegadoù hag oc’h arc’hwelañ hervez savelennoù disheñvel-bras diouzh re gwalc’hadur (Befriedigung) an ezhommoù beved.