En e arlakadenn e ra Freud eus ar bred ur benvegad, anvad oc’h emplegañ :
a) ur c’hempennadur diabarzh, ar genvezañs eus reizhiadoù o rediañ ar broudadoù da heuliañ un hentadur hervez un urzh amzerel dre “lec’hioù bred” spesadek ;
b) ul labour da erounit ha, dre se, treuzfurmadurioù ur “gremm bred” pe “gremm-annodiñ” hervez un armerzh savelek.
Er bredelfennerezh e komzer eus kenniñv pa vez kenstourm etre darvennoù diabarzh kontrol. Hervez an dro ez eo diskelat ar c’henniñv (pa c’hoarvez da skouer etre ur c’hoant hag un erverkad divezel, etre daou drivliad dislavarus) pe enkelat, o tont neuze a-wechoù war wel, distummet, e-barzh ar c’henniñv diskelat hag o reiñ tro da ziflukadur an azonoù, da strafuilh ar realezh hag an neuzid, h.a. Hervez an elfennoù e kenstourm, e komzer eus kenniñv etre eriunañ ha difenn, kenniñv etre an ensavioù pe ar reizhiadoù diseurt, kenniñv etre al luzadoù, kenniñv edipel erfin m’en em gav enebet n’eo ket hepken an eriunoù kenetrezo hogen an eriunoù ouzh ar berzad.