Termen arveret gant Freud da aroueziñ al “labour” kaset gant ar benvegad bred war-benn mestroniañ ar broudadoù o tegouezhout gantañ hag a ve o daspugnadur dañjerus evitañ. Dre al “labour”-se e vez ar broudadoù gougevanet ouzh ar bred ha kenereet diwar-bouez stagoù-strollata.
Freud a zibabas ar ger Arbeit hag e zeveradoù (Traumarbeit “c’hwel an hunvre”, Trauerarbeit “c’hwel ar c’hañv”, h.a.) dre ma heñvelekae ar benvegad bred ouzh ar reizhiadoù fizikel o tegemer, o treuzfurmiñ hag o treuzkas gremm, al luzad o vezañ meizet evel “kementad labour goulennet digant ar bred”.
∆ Daoust ma’z eo dilezet hiziv seurt meizadur alvezelour eus ar bred, e vez bepred arveret an termenoù Arbeit, travail e geriennoù evel Trauerarbeit, travail du deuil, ma wisk avat ar gerioù Arbeit, travail ur c’hemeradur bredoniezhel a zo aet pell diouzh a intente Freud. Setu perak e reomp gant c’hwel, o lezel gant labour ar c’hemeradurioù fizikel ha kevredigezhel. A-du-rall, e roomp da dec’hwelañ ar ster arbennik ““labour” ar bred war gremm al luzadoù”, e kemm ouzh danzen a lezomp gantañ ur c’hemeradur hollek.
Sl. CONSTRUCTION ; ÉLABORATION SECONDAIRE ; INTERPRÉTATION ; PERLABORATION.
Termen arveret gant Freud da aroueziñ, e stern e arlakadenn eus al luzad, an eztaol er bred eus ar broudadoù enkreudel. Da gompren an termen-se e ranker daveiñ d’al luzad evel meizad argefin etre kreud ha bred. E tu ar greudelezh, emañ andon al luzad en anadennoù organel o tevoudañ tennderioù diabarzh na c’hell ket ar gouzrec’h tec’hout diouto ; hogen, dre ar pal ma vuk dezhañ hag an ergerc’hennoù a zebarzh, en deus al luzad un tonkad bredel rik. Seurt savlec’h en argefin a zegasas Freud d’ober gant keal al leuriad — ar c’hannaderezh — eus ar c’hreud er bred.
Notomp ez intente Freud leuriadur al luzad e daou zoare disheñvel. Gwech ez eo al luzad e-unan a ziskouez evel “al leuriad bredel eus ar broudadoù o tont a ziabarzh ar c’horf hag o tizhout an ene”. Gwech ez intent al luzad evel an argerzh-broudañ kreudel hag eñ eo neuze a vez derc’houezet er bred gant “leuriadoù al luzad”, ar re-mañ o c’hoarvezout eus div elfenn, al leuriad derc’hadel hag ar pegement kantaezad.