Preder
circulant-red ; -c'hwel ― Geriadur an armerzh
  • actif circulant fred c'hwel
  • (en circulation) -red ; amredat ; war amred.
tournantrotating, rotatory˘tro, ˘c'hwel ― Geriadur ar mediaoù
Travail du deuil.Trauerarbeit.work of mourning.c’hwel ar c’hañv. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Argerzh enbredel da heul koll un ergerc’henn edo ar gouzrec’h stag outi, ma teu drezañ a-benn d’en em zistagañ a-bazennadoù.

E 1915, e-barzh Trauer und Melancholie, e voe degaset keal c’hwel ar c’hañv. Ent klasel ez intented ar c’hañv evel un distagadur gouzañvat, un distanidigezh eus an doan gant an amzer. Freud a ziskouez en eneb ez eus anezhañ un argerzh oberiat, — en arvar da vont e-biou evel ma tiskouez ar c’hañvoù kleñvedel.

C’hwel ar c’hañv zo da veizañ evel un dec’hweladur o klotañ gant ar ret evit ar benvegad bred eren al louc’hadoù daraezek. Goude koll an ergerc’henn, ar gouzrec’h a ya war zigreskiñ e zeur ouzh ar bed, skrapet ma’z eo e c’hremm gant e zoan hag e eñvoradoù betek an ampoent ma “rank ar me, koulz lavarout, divizout ha mennet eo da rannañ tonkad [an ergerc’henn aet dioutañ] hag, oc’h ober stad eus an holl voziadoù narkisek a vez diwar ar menel bev, ma kemer e zisentez o troc’hañ al liamm ouzh an ergerc’henn aet da get”.

Freud a ziskouezas an derezioù a zo etre ar c’hañv reol hag ar c’hañvoù kleñvedel ; ar gouzrec’h en em lak kiriek d’ar marv c’hoarvezet, a zinac’h hemañ, a gred bezañ levezonet pe pozitet gant an hini marv, a lavar bezañ gant ar c’hleñved en sammas, h.a. Gant ar c’hañv kleñvedel, ar c’henniñv amluskegezhel a ya en eil renk. Un derez pelloc’h, gant ar velankoliezh, en em heveleb ar me ouzh an ergerc’henn gollet.

Goude Freud, o deus ar vredelfennerion studiet furm reol ar c’hañv diwar e furmoù kleñvedel, gouvidel ha melankolek, hogen ivez maniakel, o pouezañ peurgetket war roll an amluskegezh hag arc’hwel an argadusted ouzh an hini marv e kement ma ro an dro d’en em zistagañ dioutañ.

Travail du rêve.Traumarbeit.dream-work.c’hwel an hunvre. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad ar gwezhiadennoù o treuzfurmiñ dafar an hunvre (kentrigennoù korf, dilerc’hioù-deiz, dezevoù an hunvre) en un dedaolad : an hunvre diskelat. Gwered ar c’hwel-se eo an distummadur (sl. DÉFORMATION).

“C’hwel ar bred e furmidigezh an hunvre zo daou wezhiadur ouzh e ober : dedaol dezevoù an hunvre, an treuzfurmadur anezho en endalc’hed [diskelat] an hunvre.” An eil gwezhiadur eo a zo ent dik c’hwel an hunvre, en deus Freud eñ dezrannet e peder gwikefre : Verdichtung “dazbec’hiañ”, Verschiebung “treuzlec’hiañ”, Rücksicht auf Darstellbarkeit “arveziñ an dezluniadusted”, sekundäre Bearbeitung “kempenn eilvedel”. A-zivout natur ar c’hwel-se e talc’h Freud div lakadenn genglokaus :

1) Ned eo krouus e nep doare, treuzfurmiñ dafar ne ra ken. “Kement a gaver en hunvreoù o hañvalout ouzh arc’hwel ar barn (jedadoù, aregoù) a ranker sellout n’eo ket evel ur gwezhiadur kefredel lodek e c’hwel an hunvre, hogen evel an dafar ez eo dezevoù an hunvre.”

2) C’hwel an hunvre eo neoazh, ha n’eo ket an endalc’hed enkelat, a ya d’ober anien an hunvre. Freud a lak ar vredelfennerion war evezh ouzh ur bri re vras a zougfen d’un “diemouez kevrinus”. “E-pad pell ez eo bet kammgemeret o endalc’hed diskelat evit an hunvreoù. Arabat e ve bremañ kammgemer evito o endalc’hed enkelat.”