Preder
ergonomieergonomy, ergonomics, human factor, human engineeringc'hwelaozouriezh b. ― Geriadur ar stlenneg

Diskiblezh o c'hoarvezout eus ar studi hag an imbourc'h war aozioù hag urzhiatadur al labour ha war derkerezh an aveadur a-geñver gant gallusterioù an den.

ergonomiec'hwelaozouriezh b. ― Geriadur an armerzh
ergonomie du travail musculairec'hwelaozouriezh al labour kigennel ― Geriadur ar stlenneg

Studi ar rizhoù labour oc'h emplegañ an treuzkas strivoù.

ergonomie du travail perceptifc'hwelaozouriezh al labour merzhadel ― Geriadur ar stlenneg

Al labour merzhadel a c'hoarvez a dreuzkas ha reoliñ lanvoù stlenn ur reizhiad. Hini ur blenier ijinenn eo da skouer o tec'havaelañ an arhentoù gwereet gant ar bourzhad lankerioù hag o kaout devredadoù. Al labour eo ivez renet gant an oberataer azezet dirak e dermenell, hag un hewel pe ur voulerez e ve houmañ.

Pal ar c'hwelaozour eo argeflenañ al labour, ar binviadur, ar staeloù labour, amva al labour diouzh doareoù mab-den. Ma ne stign ket an emlakadoù labour, ar goulaouder, ar steneuverioù (moulerezed) pe ar gwrezeuverioù (hinaozañ) kudennoù dibarek d'ar stlennegezh, e ranker neoazh pouezañ war bre an daoulagad. Da gentañ, kounaomp e vez goulaouder gwellek ar stael labour teir gwech brasoc'h eget goulaouder an amva nes hag e tle hemañ d'e dro bezañ tric'hement ha hini ar peb-all eus ar stavell. Un trevnad gwereañ a c'hoarvez eus ur skramm hag ur c'hlavier, undalc'h a-wechoù, peurliesañ kenereet dre ur fun ken e c'haller stalañ pep hini en doare c'hwelaozekañ gwellañ. Ur gudenn all eo livioù ketep ar skramm hag al lunioù (arouezennoù, kevregoù, skeudennoù) o tont a-wel warnañ.