Preder
défense primaire (M. Klein)difenn kentael ― Gerva an brederouriezh
Défense.Abwehr.defence.difenn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad gwezhiadennoù a zo o fal diren nep kemmadenn o lakaat en arvar kevanded hag arstal bevedel ha bredel an hinienn. E dalc’h an arstal-se emañ ar me ha war un dro ez eo an dalc’her anezhañ. Dre-vras en devez an difenn da herzel ouzh ar broud diabarzh (luzad) e kement ma’z eo digempadus gant kempouez ar me ha, da heul, divlizus dezhañ. Ent dibarek e toug war an derc’hadoù (eñvoradoù, eriunelloù) ez eo ar broud ereet outo, war ar plegennoù en araez da zelankañ ar broud. An difenn a c’hell ivez treiñ ouzh ar c’hantaezadoù divlizus o deus talvezet da arhentoù dezhañ. Merket hag intret gant ar pezh a vuk outañ e dibenn dezrann — al luzad — e wered alies an difenn en un doare mac’hennek hag, evit ul lod da nebeutañ, diemouez.

Hystérie de défense.Abwehrhysterie.defence hysteria.darfell difenn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Furm darfell diforc’het gant Freud e 1894-1895 diouzh an div furm all, an darfell hipnoidel hag an darfell azdalc’h. Trec’h e vez ennañ an oberiezh-difenn embreget ouzh an derc’hadoù e tro da zegas kantaezadoù divlizus. Hogen pa verzas Freud e vez an difenn o c’hoari e-barzh kement furm ’zo a zarfell, e paouezas a arverañ an termen-mañ.

Psychonévrose de défense.Abwehr-Neuropsychose.defence neuro-psychosis.psikoneuroz difenn, neuropsikoz difenn. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud er bloavezhioù 1894-1896 da aroueziñ anaezioù psikoneurozel (darfell, arur, mac’henn, psikozioù ’zo) dre lakaat a-wel ar roll, dizoloet en darfell, eus ar c’henniñv difenn.

Ur wech ma voe dizoloet penaos e c’hoari an difenn ur roll a bouez e-barzh kement psikoneuroz ’zo, e voe dilezet an termen psikoneuroz difenn ha graet gant psikoneuroz hepken.