Preder
dérouleur de bande magnétiquemagnetic tape driver, streamerdiroller g. ―ioù lurell warellek, strummer g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Organ trobarzh un urzhiataer pe un unvez trobarzh emren o kefleuniañ dibun, lenn ha lerc'hwezañ stlennadoù war ul lurell warellek. C'hoarvezout a ra eus ur penn lenn ha skrivañ, div veni yevet - ezpun hag enpun - hag eus amredoù elektronek. Gavaelet eo tizh trebunañ al lurell etre 0,5 ha 5 m/s, pad ar c'hilbunañ etre 1 ha 3 min.

dérouleur de cartouches magnétiquesmagnetic cartridge driverdiroller g. ―ioù karitell warellek ― Geriadur ar stlenneg

Organ trobarzh un urzhiataer o kefleuniañ lenn ha lerc'hwezañ stlennadoù war lurelloù ur garitell. Dirollerioù 'zo zo gwir unvezioù trobarzh, en o c'herz kartennoù haezreoliñ hag ur meziant lankañ (strummerioù a reer anezho).