Mod adeiladezh ma vez un ditour oc'h arc'hañ a-stur an hevelep gwezhiadur d'un niver bras a gewerieroù peurheñvel o labourat war roadennoù disheñvel.
Lodenn eus un ditour ma vez meneget e rezh boneget an niñvadur da ren.
Bodad gwezhiadurioù ret da erounit un ditour.
Riñvenn gendivizat o talvout da reiñ un arc'had d'un urzhiataer. Ur goulev zo ul lerc'hiad ditouroù oc'h erverkañ ar gwezhiadennoù kenheuilh da erounit. Un ditour a c'hoarvez eus meneg :
- anv ar wezhiadenn da ren (sammañ, lemel, lenn, skrivañ, keverata, h.a.) ;
- ar roadennoù a vo renet ar wezhiadenn warno ;
- ar benvegad da enarc'hwelañ.
Pemp rumm bras a zitouroù ez eus : an ditouroù niveroniel , an ditouroù kendreiñ , an ditouroù mezoniel , an ditouroù skourrañ , an ditouroù enankañ/ec'hankañ.
Sl. [macro-instruction] [micro-instruction] [superinstruction]
Lors d'un atterrissage, le navigateur devra tenir compte des données permanentes livrées par les documents nautiques (Instructions Nautiques, Channel Pilot, Sailing Directions, Reed's Nautical Almanac, etc.), mais aussi des données variables qui sont celles du jour et de l'heure : le vent, la marée, les courants, la présence d'autres bateaux, etc.
Pa vez prest da zediriañ e rank ar moraer derc'hel kont eus stlennadoù padel an teulioù merdeel (Instructions Nautiques, Channel Pilot, Sailing Directions, Reed's Nautical Almanac, etc.) hag, ouzhpenn, eus stlennadoù ampoentel an deiz hag an eur : an avel, ar mare, ar redennoù, ar bigi all, h.a.
Rizh ditour o talvout da geweriañ an enankañ/ec'hankañ, na c'hell bezañ erounezet nemet er mod lev.
Marilh oc'h enderc'hel an ditour pa vez o vont da vezañ erounezet hag e-doug ma vez dindan erounit.