Preder
paquetpacketduilh g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Teskad bevennek bitoù en araez da vezañ dazveret gant ur rouedad trec'haoliñ dre zuilhoù. Un duilh a c'hoarvez eus un nebeut kantadoù bitoù. Dastroc'het emañ e maezioù ; unan anezho, a c'hell bezañ goullo, zo maez ar roadennoù ; ar re all zo enno stlennadoù mavek, evel natur an duilh, enneg ar c'houmananter galvet, enneg ar c'houmananter galver, an deznaouad, h.a. Nep kemennad da vezañ kaset dre ur rouedad trec'haoliñ duilhoù, mar bez brasoc'h eget ment an duilh, a vez dasfaoutet e kellies duilh ha ma vez ezhomm, hag ar re-mañ kaset lerc'h ouzh lerc'h e-barzh ar rouedad.

paquet(poste) pak g. ; pakad g. ; (actions,é) duilh g. ― Geriadur an armerzh
  • paquet d'actions duilh kevrannoù
  • paquet de billets de banque duilh teulennoù bank.
paquet d'appelcall request packetduilh gervel ― Geriadur ar stlenneg

E gwazadur an amredoù galloudel, e kas ar c'houmananter galver un duilh amkanet da lakaat ar rouedad da savelañ un amred galloudel etrezañ hag ar c'houmananter galvet. An kez duilh gervel a amberz ur c'hementad skurzerioù, a-geñver gant ar rumm gwazad goulennet, e pep hini eus an trec'haolerioù treuzet ; ouzhpenn, e teverk, e par pep hini eus an trec'haolerioù-se, un niver, anvet "niverenn forzh vezoniel", d'an daouad : enneg ar c'houmananter galver/ enneg ar c'houmananter galvet. Pa zegemer an duilh gervel, e c'hell ar c'houmananter galvet pe nakaat ar galv pe kas un duilh darbenn galv, an eil stlennad hag egile o vezañ treuzkaset d'ar galver. Pa vez darbennet ar galv, e vez savelet un amred galloudel etre an daou gendehaezer. Dieubet e vez an amred pa'z echu an emziviz diwar gentod an eil pe egile dre gas un duilh dieubiñ, hemañ o werediñ war-enep d'an duilh gervel, o tieubiñ e pep trec'haoler treuzet al loazioù memor klaviet hag ivez an niverenn forzh vezoniel. Dieubet e vez an amred galloudel d'an ampoent ma tegemer kaser an duilh dieubiñ un duilh dervaat an dieubiñ.

poignée, botteduilh g. -où ― Geriadur ar geginouriezh