Bus oc'h aremprediñ organoù 'zo enankañ/ec'hankañ.
Eskemm stlenn etre un urzhiataer hag e drobarzhelloù. An trevnadoù, reizhiadoù, goulevioù, treugennadoù o kevaraezañ, o teluskañ, o kempenn pe o reoliñ an eskemmoù-se a adanver enankañ/ec'hankañ.
En adeiladezhioù a vremañ, e vez kefleuniet an enankañ/ec'hankañ gant kewerieroù arbennik o ren war-eeun an eskemmoù stlenn etre reizhiad ar bennvemor hag an unvezioù reoliñ trobarzhelloù, ar furm eeunañ a gewerier enankañ/ec'hankañ o vezañ ar saneller.
Reoù eus an kez kewerieroù a gefleugn a-du-rall arc'hwelioù pellgehentiñ (kewerieroù tal), pe arc'hwelioù haeziñ ar restroù hag ar stlennvonioù.
Mod enankañ/ec'hankañ ma vez renet ar gwezhiadur a-bezh diwar-bouez ur saneller.
Mod enankañ/ec'hankañ na c'hell gantañ ar riñverez ren keweriad ebet keit ma pad ur gwezhiadur enankañ/ec'hankañ.
Mod enankañ/ec'hankañ ma rekiz pep eskemm ur span war-benn devoudañ dibun ur goulev oc'h erounit enankadur pe ec'hankadur ur stlennad elfennel.
Mod enankañ/ec'hankañ ma ren ar riñverez prouadoù trovezhiek war an drobarzhell war c'hed d'un dreuzkasadenn o tont.
Span devoudet gant ur c'hewerier enankañ/ec'hankañ.
Unvez ardeiñ an enankañ/ec'hankañ en ur reizhiad stlennegel en araez da labourat a-ser gant ar c'hewerier kreiz.