Preder
Angoisse automatique.automatische Angst.automatic anxiety.enkrez heulret. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Erwezhiad ar gouzrec’h bewech ma vez en ur blegenn daraezek, eleze dindan ur strumm broudadoù a-ziabarzh pe a-ziavaez ez eo divarrek da vestroniañ. En arlakadenn Freud ez eo an enkrez heulret kevenep d’an enkrez arhent.

Angoisse devant un danger réel.Realangst.realistic anxiety.enkrez traek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Enkrez rak un dañjer diavaez a zo ur gourdrouz beziat evit ar gouzrec’h. En arlakadenn Freud ez eo an enkrez traek kevenep d’an enkrez rak al luzad.

Développement d’angoisse.Angstentwicklung.generating (generation) of anxiety.dispakadur enkrez. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An enkrez e kement ma seller outañ diouzh savboent e zibunadur hag e gresk en amzer da-geñver ur blegenn daraezek.

Hystérie d’angoisse.Angsthysterie.anxiety hysteria.darfell enkrez. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant Freud da hiniennekaat un neuroz a zo an arur e azon-kreiz, ivez evit pouezañ war an heñvelderioù luniadur etrezañ hag an darfell amdreiñ.

Arurioù a gaver e bredkleñvedoù diseurt, da skouer en neuroz mac’hennel hag er skizofreniezh. Bez’ ez eus evelkent un neuroz ma’z eo an arur an azon pennañ, an neuroz arurel eo. An diforc’h etrezañ hag an darfell amdreiñ zo e par tonkad al libido distaget diouzh an derc’hadoù arvoustret : en darfell enkrez, ned eo ket amdroet al libido-se, hogen dilaosket e stumm enkrez ; furmadur an azonoù arurel a c’hoarvezo “dre ur c’hwel bred oc’h embreger diouzhtu war-benn eren en-dro an enkrez aet diere”. Peurliesañ e kemerer da heñvelsterioù darfell enkrez ha neuroz arurel. Koulskoude, “darfell enkrez” a ro brasoc’h pouez da wikefre amparus an neuroz, ha d’an devoud e c’hoarvez an treuzlec’hiañ war un ergerc’henn arur a eil lank goude diflukadur an enkrez diere, distag diouzh nep ergerc’henn.

Névrose d’angoisse.Angstneurose.anxiety neurosis.neuroz enkrez. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh kleñved en deus Freud hiniennekaet ha diforc’het : a) ent azonel, diouzh an neurasteniezh, dre an dreistpouez a zo ennañ gant an enkrez (gortoz enkrezek henek, kaouadoù enkrez ha kevatalioù kreudel anezhañ) ; b) ent arbennel, diouzh an darfell : un neuroz bremanek eo an neuroz enkrez, dezhañ da zezverk daspugnadur ar broud revel o treiñ rag-eeun en azon hep hantererezh bredel.

Ent klinikel, ez eo un neuroz ma ren un enkrez kreñv hep ergerc’henn resis, anat ennañ roll ar gwerederioù bremanel. E-se ez eo disheñvel diouzh an darfell enkrez, pe neuroz arurel ma vez glenet an enkrez ouzh un ergerc’henn erlec’hiat. A-du-rall, evel en darfell, e c’hoarvez en neuroz enkrez “ur meni amdroadur […]. Evelkent, en darfell, e vez ur broud bredel o vont dre ur gammforzh er greudelezh, tra ma’z eus amañ un tennder kreudel nad eo ket evit tremen er vredelezh hag a chom gant ur forzh kreudel. Alies kenan e kevosod an daou argerzh.”

Signal d’angoisse.Angstsignal.signal of anxiety, anxiety as signal.enkrez arhent, arhent enkrez. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant Freud e-ser azverañ e arlakadenn eus an enkrez e 1926, da aroueziñ ur stignadur embreget gant ar me en ur blegenn a zañjer evit diwall a vezañ aloubet gant strumm ar broudadoù. An enkrez arhent a azdedaol en ur furm wanaet an erwezhiad enkrez buhezet a-gent en ur blegenn daraezek, pezh a ro an dro da zelankañ gwezhiadennoù difenn.

An termen Angstsignal a c’houlenn un nebeut evezhiadennoù :

1) En displegadur kentañ, armerzhel, a roas Freud eus an enkrez, e veze sellet hemañ evel un disoc’h : an erzerc’had dangorel eus ar c’hementad gremm chomet dreist mestroniadur. Gant keal an enkrez arhent ez anavezer d’an enkrez un arc’hwel nevez.

2) Delank an enkrez arhent ned eo ket dre ret isurzhiet da werederioù armerzhel ; an enkrez arhent a c’hell arc’hwelañ evel argel-koun pe argel kantaezel eus ur blegenn nad eo ket c’hoarvezet c’hoazh hag a vern d’ar gouzrec’h hepkoriñ.

3) Keñverioù armerzhel zo evelkent d’an enkrez arhent. Ar c’hantaezad azdedaolet e stumm an arhent a voe moarvat gouzañvet gwechall dindan furm un enkrez heulret war-lerc’h alouberezh ur strummad broud. A-du-rall, engwezhiet e vez bepred ur c’hementad gremm da-geñver delank an arhent.

4) Notomp e testag Freud an enkrez arhent ouzh ar me. Klotañ a ra an arc’hwel nevez-se gant ar pezh en deus bepred deskrivet e stern an argerzh eilvedel o tiskouez penaos ar c’hantaezadoù divlizus arreat, zoken dindan ar furm wanaet, zo gouest d’ober d’ar garez mont en-dro.