Ergrafañ, pe c'hoazh : danzen, ur stlennvon a reer eus an argerzh o loc'hañ diwar ur stad a draoù kantouezel hag o tisoc'h gant ar stlennvon keñverek. Lies tennad a vez d'an argerzh-se :
1. Dezvonnañ er gantouezelezh an elfennoù o deus d'ober gant ar saviad a venner derc'hennañ.
2. Kevelstrollañ an elfennoù bet dalc'het d'ober un trevnad ; hevelep gwezhiañ a ampleg ez eus bet dibabet un delvan dibarek a roadennoù.
3. Deluniañ an trevnad diwar-bouez un areg deskrivañ (despizañ) roadennoù ; a se e tegouezher gant un deskrivadur (despizadur) eus ar stlennvon da vezañ kennaouet d'an arveriaded koulz ha d'ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Emañ dibab an areg e dalc'h an delvan roadennoù arveret, o c'houzout e vez a-wechoù lies areg evit un delvan lavaret.
4. Gwiriañ hag an deskrivadur aozet a vast da ezhommoù an arloañ (ma ne vast ket, distreiñ d'an derou ha ren un argerzh danzen nevez).
Un argerzh kemplezh ha skoemp eo ergrafañ ur stlennvon. D'e gas da vat, e ranker alies danzen a-zistag istrevnadoù en erdu strolloù diseurt arveriaded (gwazrannoù un embregerezh), pezh a zisoc'h gant un teskad selledoù arveriad. Un eil tennad eo kevaniñ ar selledoù, eleze kendeuziñ ent argammedek ar selledoù diseurt war-benn diraez goulun bloc'hel ar stlennvon.
"Hollad ar c'halvezderioù amkanet da sevel roadennoù o teskrivañ an ergorenn a venner ergrafañ, da zazverañ ar roadennoù-se er mod etrewezhiat evit degouezhout gant ur furm bengennet a ergrafañ, ha da c'henel ar stlennadoù ret da oberiañ an ergorenn adal ar roadennoù deskrivañ an ergrafañ kadavet en urzhiataer, ha pa ve pe get ameilet an oberierezh-se". An despizadur-se gant M. Lang zo bet addezgeriet gant J. Hatvany : "Hollad an emelloù adalek sevel roll an diferadurioù betek genel ar stlenn ret da aozañ ar c'henderc'had".
Ostilhoù an ERAU :
Ar periantoù azasaet diouzh an ERAU a vez dezho araezioù diorreet a-fet kalvezderioù kevregañ ha korvoerezh er mod etrewezhiat. Eus dimeziñ an urzhiataer gant kalvezderioù ar c'hevregañ ez eus diwanet ur skourr nevez d'ar stlenneg, ar stlenngevregañ hag e zeverad, ar stlenngevregañ etrewezhiat. Ouzhpenn an araezioù stlennegel da geweriañ ha da gadaviñ ar roadennoù, e tiforc'her tri rizh ostilhoù ERAU :
- an niverelaer, evit enankañ ar roadennoù kevregat er furm niverel ;
- an hewel kevregañ etrewezhiat, evit o gwereañ hag o c'heweriañ ent emzivizel ;
- an dresell, da embann an disoc'hoù.
Ar meziantoù zo daou rumm anezho :
- ar meziantoù diazez, o kefleuniañ an arc'hwelioù boutin da lies tachenn arloañ ;
- ar meziantoù arbennik, piaouel d'un dachenn arloañ lavaret.
An trevnadoù ERAU .
Unan eus ar c'hudennoù pennañ eo dibab ar c'hefluniad periantoù ha meziantoù azasañ diouzh ar pal mennet. Da gas an dibab-se e reer gant delvanoù jedoniel o talvout da zarvanañ desezadur an trevnad - diwar-bouez ur goulev ergrafañ ameilet dre urzhiataer evel just !
Erspizañ ar c'heñverioù arc'hwelel etre lodennoù ur reizhiad keweriañ ar stlenn.
Studi arc'hwelel oc'h ober gant hentennoù deskrivañ furmel e-giz ar boelloniezh arouezel.
Hollad an hentennoù o talvout d'an ergrafañ ameilet, o sellout ent dibarek ouzh ar riñverezh despizañ ha darvanañ an ergorenn da ergrafañ (da skouer : riñverezh al luniadoù).