Preder
Formation réactionnelle.Reaktionsbildung.reaction-formation.furmadur erwezhiad. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Emzalc’h pe anneuz vred amparet e dastaol ouzh ur c’hoant arvoustret hag enebet outañ (da skouer, elevez o kontroliañ tuedoù-diskorata). Diouzh ar savboent armerzhel, ar furmadur erwezhiad zo ur gourzhannodadur en un elfenn emouez, par e nerzh ha gindu d’an annodadur diemouez. Ar furmadurioù erwezhiad a vez, pe strizhlec’hiet hag o tont a-wel dre ur real dibarek, pe hollek betek amparañ tresoù neuzid gougevan ouzh ar bersonelezh (sl. NÉVROSE DE CARACTÈRE). Ent klinikel, e wisk ar furmadurioù erwezhiad talvoudegezh un azon e kement ma’z int reut, ginet, mac’hennek, ma c’hoarvez dezho mont e-biou ha degouezhout zoken gant un disoc’h kontrol d’an hini mennet ent emouez.

réactionerwezhiad g. ― Gervaoù skiant
réactionerwezhiad g. -où ― Geriadur ar fizik
réactionerwezhiad ― Gerva an brederouriezh
réaction en chaîneerwezhiad ristennek ― Gerva an brederouriezh
Réaction thérapeutique négative.negative therapeutische Reaktion.negative therapeutic reaction.erwezhiad nac’hek ouzh ar gur. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Anadenn a gaver da-geñver kurioù bredelfennañ ’zo evel rizh harzder ouzh ar pare diaes kenan da zistrec’hiñ : bep tro ma c’hortozer ur wellaenn dre berzh araokadur an elfennadenn, e c’hoarvez ur washaenn, evel pa vije gwell gant tud ’zo gouzañv eget pareañ. Freud a zeveize an anadenn-mañ evel gwered ur santad kablusted diemouez enlenat da luniadoù mazoc’hek.

E gwir, Freud, a-hed ar bloavezhioù, a ginnigas lerc’h-ouzh-lerc’h ur steudad displegadurioù evit an erwezhiad nac’hek : gludegezh al libido, andiraezadusted narkisek, gounid diwar ar c’hleñved, santad kablusted, mazoc’hegezh, harzder digant an dreistme hag, en dibenn, luzad a varv.