Preder
disque compact interactifCompact Discinteractive, CDIkantenn stumm etrewezhiat ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad a zo anezhañ ur gantenn stumm hag ur c'horrgewerier galloudek araezus d'ul labour er mod etrewezhiat.

infographie interactiveinteractive computer graphicsstlenngevregañ etrewezhiat ― Geriadur ar stlenneg

Arverañ ar c'halvezderioù kevregañ er mod emzivizel diwar-bouez hewelioù. Ostilh an emziviz den-urzhiataer eo an unvez kevregouriezh etrewezhiat.

Ur meziant kevregañ etrewezhiat a c'hoarvez eus ur bodad goulevioù da vezañ ensoc'het e-barzh ur goulev arloañ a vo korvoet er mod emzivizel dre ur c'hehentiñ kevregat gant ur riñverez.

Ar goulun hollekañ eus an hedad goulevioù rekis a c'hoarvez eus an elfennoù-mañ :

- ur meziant deskrivañ o reiñ an tu, diwar ar stlennadoù pourchaset gant ar goulev arloañ, da enbonegañ an elfennoù a dalvezo d'ar c'hevregañ ;

- ur meziant darbariñ an hewelaat o kenaozañ, diwar ar c'hevregad enboneget, ul leurenn divvent war ur c'horreenn hewelaat derc'hek ;

- ur meziant elfennel amkanet da zedaoliñ ar c'hevregad disoc'h diwar ar gwehentoù pourchaset gant ar meziant darbariñ an hewelaat. Kefridi ar meziant elfennet eo enta sevel ar restr hewelaat gwerc'hek ha ren ardoerezh ar skramm.

Pep hini eus ar meziantoù zo teir lodenn ouzh e ober :

- ur vezarc'h treolioù ;

- ul luniad roadennoù ;

- ur gouarner gwidennañ (pe dewezhier).

interactifinteractiveetrewezhiat ― Geriadur ar mediaoù
mode conversationnel, mode interactifconversational mode, interactive modemod emzivizel, mod etrewezhiat ― Geriadur ar stlenneg

Rizh korvoerezh an ijiennoù o tedalvout kalvezderioù an emziviz etre oberataer ha riñverez.

système conversationnelinteractive systemreizhiad etrewezhiat, reizhiad emzivizel ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad araezioù ha kalvezderioù o reiñ an tu da arverañ ar riñverezed er mod etrewezhiat.

Sl. [communication homme-machine] [dialogue homme-machine] [interaction]

vidéographie interactive, vidéotexvideotexvideolunerezh etrewezhiat, videoteks g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad videolunerezh ma vez treuzdouget ar pajennadoù diwar c'houlenn an arveriad dre ur rouedad evel hini ar pellgomz adal ur stlennvon gougediet outi.

visuel graphique conversationnel, visuel graphique interactifinteractive graphical displayhewel kevregañ etrewezhiat ― Geriadur ar stlenneg

Penel gwereañ kevregoù aveet gant trevnadoù (klavier, luc'hfonn, h.a.) o kevaraezañ an arveriad da ren un emziviz gwirion gant an urzhiataer diazalc'h dre jubenn ar skeudenn wereet.

Hevelep keweriañ emzivizel a ra embreger pevar arc'hwel diazez :

~ al lañser, araez d'an oberataer da zibab ur gwezh a-douez ur roll arc'hadoù gwereet war ar skramm ;

~ an ebarzhiñ gwerzhioù lizhersifrennel, araez da zeverkañ ur werzhad da un pe lies arventenn ;

~ an hennadiñ un pe lies parzh en ur skeudenn, araez da venegiñ an elfenn a vo arloet outi ur c'heweriad lavaret ;

~ ar gorren un elfenn skeudenn, araez da sevel un derc'hennad en erdu ar riñverez.