Mod riñverezh a zo e amkan diren ar fazioù bet diwar an arnesaat niveroù e-barzh memor un urzhiataer, dre ren da gentañ an niñvadurioù diarroudañ, liesaat, plaenaat, h.a. war reollunioù lizherennel, ha mont hepken d'ar riñverezh sifrennel ur wech degouezhet gant ar reollun disoc'h.
Skourr a'r stlenneg an nesañ d'ar skiantoù dik. Diazezet emañ war an dezrannañ jedoniel. E amkanioù zo da skouer savelañ an treolioù azasañ, diskoulmañ kudennoù stadegouriezh hag imbourc'h hewezhiadel, savelañ an treugoù eizik hag an delvanoù darvanañ ; parzhiat er stlenneg furmel eo ivez damkaniezh an emgefreaded ha damkaniezh an devredañ.
Kenster da areg , intentet ken evel lavar ar vezoniezh, ken evel areg alvezel.