Poent tremen diziouerus da geñver ar skourradoù en ijinennoù gerioù.
Elfenn stlenn diazez, bihanañ unanenn alvezel ennegadus en un urzhiataer.
Hedad bitoù pe nodoù.
Ger o talvout da zezverk pennañ evit an enklask en teulierezh emgefreek.
Ger pe stroll gerioù oc'h enderc'hel e pep mare keladoù war stad an urzhiataer, e drobarzhelloù pennañ hag ar goulevioù dindan erounit.
e-barzh kemperzh ur voneg vloc'hoù, heuliad bitoù o c'hoarvezout eus ar stlennad da wareziñ, arrevellet ouzh ar stlennad gourleizhañ keñverek riñvet diwar ar stlennad da wareziñ dre araez ar voneg desellet.
Ger dibarek o talvout da haeziñ ur restr brevez pe da voulc'hañ un estez.
Ger a zo dezhañ ur ster kendivizat en un areg lavaret. Amberzet eo ar ger, da lavarout eo ne c'hell an arveriad ober gantañ en e c'houlev nemet gant ar ster a zo bet divizet evitañ.
Termenoù arveret gant Freud en e destennoù trabredoniezh da ziforc’hiñ daou rizh derc’hadoù, an hini — gweledel rak pep tra — o teverañ eus an dra hag an hini — klevedel da gentañ-penn — o teverañ eus ur ger. Seurt diforc’hadur, gouez da Freud, zo a bouez en drabredoniezh, an ere etre an derc’had tra hag an derc’had ger keñverek o tezverkañ ar reizhiad ragemouez-emouez e kemm ouzh ar reizhiad diemouez na gaver ennañ nemet derc’hadoù tra.
Koulskoude, “e degouezh an derc’hadoù ger lodek en dilerc’hioù-deiz, anezho aspadennoù fresk ha gweredek diwar ar merzout ha n’eo ket eztaolioù dezevout, e vez graet outo evel ouzh derc’hadoù tra”.