Preder
accéderhaeziñ ― Geriadur ar jedoniezh
accèsaccesshaeziñ ― Geriadur ar stlenneg

Gwezhiañ o talvout da gaout tenor ul lerc'hwezad alvezel pe ur ger memor. An hentennoù haeziñ a c'hoarvez eus ar c'halvezderioù diseurt arveret evit haeziñ ar stlenn o terc'hel stad eus ar skor alvezel, luniad ar roadennoù, ar mod treuzkas, h.a.

Pa vez lies arveriad evit an un loaz, e vez degerzet hemañ dre zerannañ da bep hini pe un troc'had amzer savelet pe ur bann talmoù dibarek.

Sl. [répartition : accès multiple & +]

accès à distanceremote accesshaeziñ a-bell, pellhaeziñ ― Geriadur ar stlenneg

Ober gant un urzhiataer hag an trobarzhelloù kennasket outañ adal un dermenell loet en arbell ha gougediet ouzh an urzhiataer dre ul linenn azas.

accès aléatoirerandom accesshaeziñ diforzhek ― Geriadur ar stlenneg

Haeziñ ur stlennad d'ur pred diforzh. Diforzhek, pe dargouezhek, a lavarer eo an haeziñ ur stlennad klenket er vemor pa na vez ere mezoniel ebet etre ar roadennoù skrivet pe lennet er vemor da zaou bred kenheuilh. Amplegañ a ra e piaouer un hentenn da arglask lec'h ar roadenn er vemor.

accès directdirect access, immediate access, random accesshaeziñ rag-eeun ― Geriadur ar stlenneg

Kalvezder evit haeziñ raktal ar roadennoù :

~ haeziñ rag-eeun stlennadoù kadavet er vemor ; araezad o talvout da gaout roadennoù war ur skor lerc'hwezañ, forzh pe blas ma emaint klenket ;

~ keweriañ dre haeziñ rag-eeun : mod keweriañ ma vez engwerc'het ar goulennoù hervez urzh o donedigezh ha ma enluskont raktal erounezadur ar goulev keñverek.

accès direct en mémoiredirect memory access, DMAhaeziñ memor rag-eeun ― Geriadur ar stlenneg

Araezad o talvout da glenkañ en ur vemor herrek ennegadus pe da eztennañ anezhi ur roadenn war c'houlenn un drobarzhell diavaez pe un organ riñvañ ha keweriañ. Ur stignad a vez o trevnañ an tevetoù etre ar goulennoù pa vez meur a venvegad war un dro o klask haeziñ ar vemor.

accès relatifrelative accesshaeziñ daveel ― Geriadur ar stlenneg

Haeziñ roadennoù pe velladoù renket en ur maez memor pe ur restr diwar anaout o renk.

accès sélectifrandom accesshaeziñ diuzel diuzhaeziñ ― Geriadur ar stlenneg

Mod korvoiñ rizhoù memor 'zo ma vez renket ar stlennadoù hevelep ma taskaver o lec'h diwar werzh un dave meneget er stlennad (niverenn urzh, igorell, h.a.).

accès séquentielsequential accesshaeziñ kemalat haeziñ a-gemal ― Geriadur ar stlenneg

Kalvezder korvoiñ ur vemor : el lerc'hwezañ, e vez renket ar stlennadoù lerc'h ouzh lerc'h hervez urzh o donedigezh ; el lenn, e vezont eztennet hervez urzh o c'hlenkidigezh war ar skor memor. Ken en em gaver gant al lerc'hwezad a renk n goude haeziñ an n-1 diagent.

attrait de la sensation (Kant)hoal an haeziñ ― Gerva an brederouriezh
autorisation d'accèsaccess grant, clearanceaotre g. haeziñ ― Geriadur ar stlenneg

Gwir da hewelaat teuliadoù pe restroù, pe da zaskemmañ endalc'had ur gantenn pe un teuliad rannet. Grataet e vez an aotreoù gant perc'henn an elfenn rannet.

mémoire : accès à la memory accesshaeziñ memor ― Geriadur ar stlenneg

Daskavout ar stlennadoù kadavet en ur vemor hervez ur mod pe vod.

Sl. [accès +] [sélectif : mémoire &]

mémoire viverandom access memory, RAM, read write memory, RWMmemor vresk, memor haeziñ diforzh, memor lenn/skrivañ ― Geriadur ar stlenneg

Rizh memor kevaraezus d'al lenn, d'ar skrivañ, d'ar c'hadaviñ. Haezadus ha daskemmadus e vez a-blaen ar stlennadoù enni.

méthodes d'accèsaccess methodshentennoù haeziñ ― Geriadur ar stlenneg

Kalvezderioù evit ren gwezhiadurioù enankañ/ec'hankañ war ur restr a rizh, a framm pe a skor lavaret.

Sl. [accès]

opération sensitive (Philo.)haeziñ : gwezhiad – ― Gerva an brederouriezh
point d'accèsentrypointpoent haeziñ ― Geriadur ar stlenneg

Elfenn en ur rouedad dezougen o talvout da c'hougediañ an arveriaded. Bez' ez eus anezhi ul liesplezher, un tolper pe un trec'haoler zoken.

protocole d'accèsaccess protocolkomenad haeziñ ― Geriadur ar stlenneg

Diwar ar c'hendivizadoù savelet da geñver danzeidigezh ar rouedad, e talvez ar c'homenad haeziñ da gas ha da bakañ ar c'hemennadoù koulz ha d'o c'hemplekaat.

répartition : accès multiple à dans le tempstime division multiple accesshaeziñ liesel gant dasparzh en amzer ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad ma vez degerzet ul loaz da lies arveriad lerc'h ouzh lerc'h dre zerannañ da bep hini un troc'had amzer savelek.

Sl. [accès]

répartition : accès multiple à de fréquencesfrequency division multiple accesshaeziñ liesel gant dasparzh an talmoù ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad ma vez degerzet a-ser hag a-zarn ul loaz da lies arveriad dre zerannañ da bep hini ur bann talmoù dibarek.

Sl. [accès]

sentir (Philo.)haeziñ ― Gerva an brederouriezh
temps d'accèsaccess timeamzer haeziñ ― Geriadur ar stlenneg

Padenn etre an ampoent ma ra ur c'hewerier en un urzhiataer ur goulenn stlennad hag an ampoent ma pourchas ar vemor ar stlennad-se. a-zalc'h emañ an amzer haeziñ ouzh ar mod haeziñ aotreet gant ar vemor.