Preder
architecture de machinecomputer architectureadeiladezh ijinenn ― Geriadur ar stlenneg

Trevnadur hollek un urzhiataer. Gant kemplezhded bras ouzh bras an urzhiataerioù e voe dilezet an termen luniadezh (Gl.Sz. structure) evit an hini adeiladezh, keverdal war un dro da frammadur ar periantoù hag ar meziantoù diazez. Evit an unvez kreiz, e tiforc'her keal an adeiladezh diavaez (spletad ditouroù ha roadennoù) o tidermenañ an ijinenn diouzh sell an arveriad, hag an adeiladezh diabarzh, o tidermenañ an istrevnadoù : busoù, memorioù, unvezioù arc'hwelel.

charge (d'une) machinemachine loadbec'h ijinenn ― Geriadur ar stlenneg

Feur labour un urzhiataer pe ur reizhiad d'un ampoent lavaret.

classe de machinecomputer rangerumm ijinenn ― Geriadur ar stlenneg

Rumm ur rizh lavaret a urzhiataerioù hervez o galloudezh pe an arloadoù anezho. Pevar rumm galloudezh a ziforc'her : an urzhiataerioù hollveziadel, ar miniurzhiataerioù, ar supermini(riñverezed) hag ar c'horrurzhiataerioù. Bez' ez eus ivez un uhelrumm, ennañ ar goururzhiataerioù. Ar rummata hervez an arloadoù a reer etre urzhiataerioù greantel, urzhiataerioù merañ, urzhiataerioù gouiziel. Ur rumm ijinennoù a dermener ivez a-zalc'h ouzh e roll e-barzh ur reizhiad stlennañ. Ennañ emañ an urzhiataerioù anvet adrannel.

commande vocale : machine à voice-operated deviceijinenn vouezhlanket ― Geriadur ar stlenneg

Avead en araez da zewezhiañ urzhioù roet dre ar vouezh. An darn vuiañ eus an trevnadoù naouaat ar gomz arveret er greanterezh a vez dezho un hanc'herieg skort (e-tro 100 ger).

conversion de machineprocessor conversionamdreiñ ijinenn, amdreiñ kewerier ― Geriadur ar stlenneg

Tremen eus un ijinenn, ur rizh ijinenn d'unan all.

cycle machinemachine cyclekor ijinenn, ijinenngor g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Unanenn vuzuliañ an ijinenn, ur c'hor diazez ouzh he ober peurliesañ.

enginijinenn b. ; ardivink g. ― Geriadur an armerzh
frontal : machine efront end computerijinenn dal ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [ordinateur frontal]

grain : machine à gros coarse-grained machineijinenn rouezarwe ― Geriadur ar stlenneg

Ijinenn a zo ouzh he ober un niver skort a gewerieroù.

grain : machine à petit fine-grained machineijinenn stankarwe ― Geriadur ar stlenneg

Ijinenn o c'hoarvezout a un niver bras a gewerieroù elfennel.

langage d'assemblageexternal machine language, assembly languageareg kuntellañ, areg ijinenn diavaez ― Geriadur ar stlenneg

Areg kevaraezus da skrivañ goulevioù e par an ijinenn, dre arverañ un notadur arouezel pe un areg izellive.

langage machineinternal machine languageareg ijinenn, areg ijinenn diabarzh ― Geriadur ar stlenneg

Areg o c'hoarvezout eus hollad an ditouroù hag ar roadennoù a ra kavlec'hiad un ijinenn lavaret.

machinemachineijinenn b. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Anv rumm roet boas d'an urzhiataerioù pe da nep reizhiad stlennegel. Arveret e vez an termen evel adanv e meur a c'herienn : areg ijinenn , stavell ijinenn , kor ijinenn . Er prezeg boutin e komzer ivez a stlennijinenn .

machinemachineijinenn b.-où ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ à brouillard fog machine, fog maker ijinenn latar, latarerez b.-ed
  • ~ à développer processing machine digelerez b.-ed
  • ~ à fumée smoke machine, smoke gun ijinenn voged, mogederez b.-ed
  • ~ à piéter edge-numbering machine, coding machine hedrezher g.-ioù
  • ~ à vent wind machine ijinenn avel, avelerez b.-ed
machineijinenn b. ― Geriadur ar fizik
  • machine électrique ijinenn dredan(el)
  • machine simple ijinenn eeun
  • machine à vapeur ijinenn dre vurezh
  • machine hydraulique ijinenn liñvrenel
machineijinenn b. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • machine moléculaire ijinenn volekulel
machineijinenn b. -où ― Geriadur ar jedoniezh
machine à commande vocalevoice-operated deviceijinenn vouezhlanket ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [commande vocale : machine à]

machine à flot de donnéesdata flow machineijinenn froud roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer bleniet gant froud ar roadennoù ha n'eo ket gant kemaladezh an ditouroù.

Sl. [flot de données]

machine conduite par la demandedemand driven machineijinenn bleniet gant ar goulenn ― Geriadur ar stlenneg

Rizh ijinenn froud roadennoù ma vez ar gwezhiadurioù e dalc'h ar goulenn disoc'hoù graet outi.

machine conduite par les donnéesdata driven machineijinenn bleniet gant ar roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Rizh ijinenn froud roadennoù o kevaraezañ diaserded ar gwezhiadurioù : ar re-mañ a vez erounezet en ur c'hewerier pe gewerier eus an ijinenn kerkent ma vez prest ar roadennoù.

machine intelligente (Inform.)naouek : ijinenn – ― Gerva an brederouriezh
machine virtuellevirtual machineijinenn c'halloudel ― Geriadur ar stlenneg

Dre lakaat un ijinenn da arc'hwelañ diwar-bouez ur goulev dibarek e reer dezhi darvanañ arc'hwelerezh un ijinenn all en un doare azasoc'h diouzh ur rumm arverioù lavaret. An ijinenn darvanet, pe darvan ijinenn, a reer anezhi un ijinenn c'halloudel. Un ijinenn revoudel lavaret a c'hell reiñ tro da amparañ lies ijinenn c'halloudel dizalc'h ha digehent kenetrezo.

système neuronal, machine neuronaleparallel distributed processing, PDPreizhiad neuronel, ijinenn neuronel ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad stlennegel azas diouzh naouaat ar stummoù hag ar mouezhioù.

Sl. [connexionnisme] [intelligence artificielle]

ventilateurfan, ventilator, wind machineijinenn b.-où avel, avelerez b.-ed ― Geriadur ar mediaoù