Gwehentad pourchaset gant ur goulev pe gant reizhiad korvoiñ un urzhiataer war-benn reiñ kel eus stad erounezadur ul labour pe goul emelladenn (da skouer, ur c'hemennad kammad).
Araezad arveret ken da eskemmañ stlenn etre argerzhioù, ken da c'houbredañ ar re-mañ. An daouad kaser-paker (dehaezer-dehaezadour) a ampar ur sanell gehentiñ. E goulunioù 'zo a eskemm kemennadoù, e vez ar re-mañ boniet e-barzh ur skurzer etre kaserezh ha pakerezh. Teir furm dreuzkas a zeskriver :
~ an eskemm ec'houbred , oc'h amplegañ ar vezañs er reizhiad a skurzerioù diharzvent : ar c'haser ne zalc'h ket kont eus ar paker ;
~ an eskemm goubred ma ne vez skurzer ebet etre kaser ha paker ;
~ an eskemm skurzeriet , ma c'hell ar c'haser kaout lañs war ar paker, al lañs-se neoazh o vezañ nasket gant ment ar skurzer.
Kemennad savet diwar-bouez ur voneg kuzh (pe rineg), o chom kuzh e ster evit an neb na anavez ket an treol hag ar rineg.
Kemennad, alies ambrouget gant ur stenarhent, o tont a-were da venegiñ ur c'hammad pe da reiñ ur gouzav.
Kemennad o venegiñ ez eus c'hoarvezet ur c'hammad e-kerz erounezadur un arload pe en arc'hwelerezh ar reizhiad.
Kemennad anrineget, intentadus war-eeun.