Preder
Bénéfice primaire et secondaire de la maladie.primärer und secondärer Krankheitsgewinn.primary and secondary gain from illness.gounid kentael hag eilvedel diwar ar c’hleñved. ― Geriadur ar bredelfennerezh

“Gounid diwar ar c’hleñved” a reer eus kement boziad a denn ar c’hlañvour eus e gleñved. Diwar he fenn-kentañ ez eo liammet arlakadenn freudek an neuroz ouzh ar mennoz e teraou hag e pad ar c’hleñved dre berzh ma tegas boz d’ar c’hlañvour. Kempleg eo argerzh an neuroz da bennaenn ar bliz, luskañ a ra da ziraez gounid armerzhel, da goazhañ an tennder. A-wel e teu ar gounid-se e stumm an herzel ouzh ar gur, o skoilhañ ar c’hoant emouez da bareañ.

Stag eo ar gounid kentael ouzh devouderezh end-eeun an neuroz : boz kavet en azon, tec’h er c’hleñved, kemm an darempredoù gant an nesidi.

En eneb, ar gounid eilvedel zo doareet evel-henn :

degouezhout a ra goude taol, evel dreistgounid diwar ur c’hleñved deraouet endeo, evel adimplij ur c’hleñved ;

diavaeziek eo e-keñver devouderezh-derou ar c’hleñved ha ster e azonoù ;

c’hoarvezout a ra a voziadoù narkisek pe stag ouzh an emgemmirout kentoc’h eget a voziadoù libidinel war-eeun.

défense primaire (M. Klein)difenn kentael ― Gerva an brederouriezh
écriture primaireskrivad kentael ― Geriadur ar jedoniezh
Identification primaire.primäre Identifizierung.primary identification.hevelebiñ kentael. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Mod kezivik a amparidigezh ar gouzrec’h diwar batrom an amgen na ampleg ket un darempred ouzh ergerc’henn rakvezant. E kendave strizh emañ an hevelebiñ kentael gant an darempred lavaret a c’hougorfañ genaouel.

An hevelebadur kentael a eneber ouzh an hevelebadurioù eilvedel a zeuy war-c’horre da c’houde, n’eo ket hepken dre ma c’hoarvez en o raok, met dreist-holl dre ma n’eus darempred ebet ouzh ergerc’henn araozañ. Bez’ e ve “ar furm andoniekañ eus al liamm kantaezel ouzh un ergerc’henn”. “Er penn kentañ, er bazenn c’henaouel gezivik, annodiñ en ergerc’henn ha hevelebiñ n’emaint ket moarvat da zigemmañ.” Deskrivet eo bet seurt liamm eus ar bugel ouzh ur person all evel darempred kentañ ouzh ar vamm, a-raok ma ve stabilaet an diforc’hekadur etre ego hag alter ego.

Narcissisme primaire, narcissisme secondaire.primäre Narzissmus, sekundäre Narzissmus.primary narcissism, secondary narcissism.narkisegezh kentael, narkisegezh eilvedel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An narkisegezh kentael a verk ur stad kentrat ma annod ar bugel e libido a-bezh ennañ e-unan. An narkisegezh eilvedel zo disoc’h un eiltroadur ouzh ar me eus al libido, didennet eus he annodadoù ergerc’hennel.

Evit Freud, an narkisegezh eilvedel ne verk ket hepken stadoù pellvanek ’zo eus an argizadur ; ul luniadur padel eus ar gouzrec’h ez eo ivez : a) ent armerzhel, an annodiñ en ergerc’henn ne freuz ket an annodiñ er me, etrezo ez eus ur ventel c’hremm ; b) ent lunegorel, eorizh ar me zo ur furmadur narkisek na vez nepred dilezet.

An narkisegezh kentael zo an hini gentañ en amzer, ar bugel oc’h en em gemerout e-unan da ergerc’henn d’e garantez a-raok debarzh ergerc’hennoù amgen. Seurt stad a glot gant kredenn ar bugel en hollc’halloud e zezevoù. Mar klasker gouzout pegoulz e vez amparet ar stad-se avat, e kaver gant Freud respontoù disheñvel ; e 1910-1915, e lak prantad an narkisegezh kentael da zegouezhout etre hini an aotoerotegezh kezivik ha hini ar garantez ergerc’henn, a-gempred gant unanidigezh kentañ ar me. Diwezhatoc’h, p’edo o savelañ an eil lunegor, e rae d’an narkisegezh kentael, stad kentañ ar vuhez, c’hoarvezout abretoc’h eget amparadur ar me, hag e roe da gentpatrom dezhi ar vuhez enkrozhat, — o paouez neuze a ziforc’hiñ narkisegezh hag aotoerotegezh. Ken ma talc’her hiziv da intent an narkisegezh kentael evel ur stad anergerc’hennek rik, ac’hoel andiforc’hek, hep disrann etre ur gouzrec’h hag ur bed. Div arbennadenn a c’haller ober evelkent da seurt meizadur :

diaes eo komz a narkisegezh pa vank pezh a ra Narkissos end-eeun, eleze an ergerc’henn ez eo an drec’h, ar skeudenn-velezour ;

aozourion ’zo a arlaka ez eus gant ar vagadell darempredoù ouzh ergerc’henn, ur “garantez ergerc’henn kentael” (Balint). Evit Melanie Klein, ne c’haller ket komz a “bazenn” narkisek, hogen a “stadoù” narkisek e kement ma tistro al libido etrezek an ergerc’hennoù diabarzhet.

nombre primaireniver kentael ― Geriadur ar jedoniezh
primairekentael ― Gervaoù skiant
primairekentael ― Geriadur an armerzh
  • secteur primaire gennad kentael
  • (géologie) kentahoalat
  • ère primaire kentañ hoalad g.
primairekentael aa. & g. -ioù ― Geriadur ar fizik
  • le primaire et le secondaire d'un transformateur kentael hag eilvedel un treuzfurmer
primaire (écriture)kentael ― Geriadur ar jedoniezh
Processus primaire, processus secondaire.Primärvorgang, Sekundärvorgang.primary process, secondary process.argerzh kentael, argerzh eilvedel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

An daou vod arc’hwelerezh eus ar benvegad bred evel ma’z int bet deskrivet gant Freud. Kemm a lakaer etrezo diouzh ar savboentoù :

lunegorel, dre verkañ ez eo an argerzh kentael un doare eus ar reizhiad diemouez, an argerzh eilvedel un doare eus ar reizhiad ragemouez-emouez ;

armerzhel-dialuskel, dre lakaat a-wel mod amredek ar gremm bred gant an eil hag egile : e par an argerzh kentael, e tiver frank ar gremm bred, o vont dishual eus un derc’had d’unan all hervez gwikefreoù an treuzlec’hiañ hag an dazbec’hiañ, o tennañ da adkevannodiñ klok an derc’hadoù stag ouzh ar buhezadoù boziañ amparus d’ar c’hoant (trezerc’hañ kezivik) ; e par an argerzh eilvedel ez eo da gentañ ereet ar gremm, a-raok diverañ dindan reolerezh, — kevannodet e vez stabiloc’h an derc’hadoù, ampellet ar gwalc’hadur, o reiñ tro da arnodiñ hentoù diseurt.

Daveiñ a ra ar gevenebiezh etre argerzh kentael hag argerzh eilvedel d’ar gevenebiezh etre pennaenn ar bliz ha pennaenn an dra.

Ken abred ha 1895 e tezrevellas Freud an diforc’h etre an daou argerzh. O studiañ an hunvreoù ha furmadur an azonoù e tizoloas ur mod arc’hwelerezh bred dezhañ e wikefreoù, e savelennoù disheñvel-bras diouzh argerzhioù an dezevout deskrivet gant ar vredoniezh kozh. Houmañ ne wele ster ebet en hunvreoù, e prepozioù an diskianted ; Freud a ziskouez er c’hontrol ar ster o deus dre an eul a zo enno, an eul-se o treuzlec’hiañ, o tazbec’hiañ, h.a., frank ha dishual. Patrom an hunvre ivez a roas tro da Freud da arlakaat e tenn an argerzh diemouez da savelañ, dre an hentoù berrañ, un hevelepted-verzout, eleze da azdedaoliñ dre an trezerc’hañ an derc’hadoù gwisket dezho un talvoud brientek gant ar buhezad boziañ kezivik.

E keveneb, e teskriv Freud evel argerzhioù eilvedel an arc’hwelioù arouezet gant ar vredoniezh klasel evel dezevout amhun, evezh, barnerezh, poellata, ober reolet. En argerzh eilvedel ez eo an hevelepted-dezevout a vez klasket.

souvenir primaire, rétentionNacherinnerung, Retention (Husserl)kounañ kentael ― Gerva an brederouriezh