Termen arveret gant Freud da aroueziñ an elfennoù pe an argerzhioù ma kav drezo al luzad e eztaol er bred. Gwech ez eo an termen kenster da leuriad derc’hadel, gwech ez eo ledanoc’h e ster hag e talvez ivez evit ar c’hantaezad.
Merkomp ne ra ket Freud gant an termen “leuriad kantaezadel”. Koulskoude ez eo a bouez tonkad an elfenn gantaezadel-se evit an arvoustrañ ; hemañ “n’en deus abeg na davedenn estreget hepkoriñ an divliz : dre se ez eo pouezusoc’h an tonkad eus pegement kantaezad al leuriad eget hini an derc’had”. Liesseurt eo an tonkad-se : bez’ e c’hell ar c’hantaezad bezañ arzalc’het ha treuzlec’hiet war un derc’had all ; treuzfurmet en ur c’hantaezad all, en enkrez pergen ; bezañ goudavet, — da notañ eo ned eo ket ar goudav un arvoustrañ : ne c’haller ket komz ent strizh a gantaezadoù diemouez.
∆ Ur gudenn c’herlunierezh a save amañ. Evel a ouzer, Vallée, a stummas an termen leuriad “neb a leurer”, a c’hoarveze dezhañ treuzarverañ al lostger -(i)ad gant ur c’hemeradur gouzañvour (sl. LAVAR 03, Preder, 1969, pp. 64-69). Leuriad g.ls. :-ed evel anv-den ne c’hell bezañ nemet “neb o leuriñ” (nomen agentis). Amañ ez arveromp leuriad g.ls. :-où, al lostger -iad o verkañ ar c’hemeradur “nomen actionis”, eleze gant ar ster “ober-leuriñ” (ha “disoc’h an ober-se”), eleze gant ur ster nes da hini leuriadur (sl. LAVAR 07, Preder, 1979, pp. 35-36).
Termen arveret gant Freud da aroueziñ, e stern e arlakadenn eus al luzad, an eztaol er bred eus ar broudadoù enkreudel. Da gompren an termen-se e ranker daveiñ d’al luzad evel meizad argefin etre kreud ha bred. E tu ar greudelezh, emañ andon al luzad en anadennoù organel o tevoudañ tennderioù diabarzh na c’hell ket ar gouzrec’h tec’hout diouto ; hogen, dre ar pal ma vuk dezhañ hag an ergerc’hennoù a zebarzh, en deus al luzad un tonkad bredel rik. Seurt savlec’h en argefin a zegasas Freud d’ober gant keal al leuriad — ar c’hannaderezh — eus ar c’hreud er bred.
Notomp ez intente Freud leuriadur al luzad e daou zoare disheñvel. Gwech ez eo al luzad e-unan a ziskouez evel “al leuriad bredel eus ar broudadoù o tont a ziabarzh ar c’horf hag o tizhout an ene”. Gwech ez intent al luzad evel an argerzh-broudañ kreudel hag eñ eo neuze a vez derc’houezet er bred gant “leuriadoù al luzad”, ar re-mañ o c’hoarvezout eus div elfenn, al leuriad derc’hadel hag ar pegement kantaezad.
Derc’had pe gronnad derc’hadoù emañ al luzad glenet outo ha ma kemer lec’h er bred dre o hantererezh.
E-barzh e bennadoù eus 1915, Die Verdrängung ha Das Unbewusste, e teskriv Freud al leuriadoù derc’hadel evel elfennoù n’eo ket hepken endalc’het gant an diemouez, hogen amparus dezhañ. Dre an un gwezhiadur — ar c’hentarvoustrañ — eo e vez glenet al luzad ouzh al leuriad hag e vez amparet an diemouez.