Loc'hañ war gleiz pe war zerou diouzh un niver lavaret a savlec'hioù gant an holl pe un darn eus bitoù pe nodoù ur roadenn pe ur ger en ur marilh pe ur gellig vemor. Hervez an tu e komzer a linkad war gleiz, linkad war zehou.
Linkad hevelep, mar bez war zehou, e vez kollet an holl stlennadoù bihan bouez ha miret ha zoken adsavet savlec'h an arouez ; mar bez war gleiz, e vez leuniet gant mannoù ar savlec'h dieubet, ha miret savlec'h an arouez, anez ma ve ur meneger en he lec'h.
Rizh linkad oc'h arzerc'hel an holl stlennadoù. C'hoarvezout a ra evel pa vije ingalet ar stlennadoù war ur walenn.
Linkad gant an holl elfennoù a-unvan. Savlec'h ebet ne vez arzalc'het, ne vez ket astaolet an arouez. Bep tro e vez leuniet gant mannoù ar savlec'hioù dieubet.