Oberiezh ma toug dezhi al luzad, o tisoc’hañ gant koazhadur an tennder diabarzh ; eriunelloù a ro dezhi harp ha durc’hadur.
Etre peder elfenn e tezrannas Freud al luzad : e vount, e andon, e bal, e ergerc’henn. An andon zo peurliesañ un tachad erogen, hag ar pal eo tizhout ar bliz organ (Organlust) ennañ ; da skouer, pal al luzad genaouel eo ar gwalc’hadur diraezet gant an oberiezh-sunañ. Ar pal eo a ro da anaout an andon pe, gant gerioù all, mard eo an andon poell-bezañ ar pal, ez eo ar pal poell-anaout an andon.
Freud a lak kemm ivez etre “pal disoc’hel” (Endziel), spesadek evit pep luzad, ha “palioù treugel” keneskemmus.
Sl. PULSION PARTIELLE.
Arvez kementadel al luzad. Zoken pa vez gouzañvat ar gwalc’hadur (bezañ gwelet, bezañ kannet), ez eo oberiat al luzad dre berzh ma c’hoari dre un bount.
An termen-mañ a dalvez da aroueziñ an unvezioù diwezhañ ma kouezh ar bredelfennañ ganto oc’h imbourc’hiñ ar revelezh. Pep hini a c’hoarvez eus un andon (alese ar spesadurioù luzad genaouel, luzad fraezhel, h.a.) hag ur pal (alese ar spesadurioù luzad-gwelout, luzad-gavaelañ, h.a.).
An adanv “darnel” ne verk ket hepken ez eo al luzadoù darnel spesadoù renket e rumm hollek al luzad revel ; da intent eo en ur ster dedarzhel ha luniadel : arc’hwelañ a ra al luzadoù ent dizalc’h da gentañ ha tennañ d’en em unaniñ e-barzh ar frammadurioù libidinel diseurt.
Arselladus eo c’hoari al luzadoù darnel gant oberiezhoù revel tachadel ar bugel (“troziadegezh liesstumm”), gant plijadurioù-prientiñ ar gread revel ha troziadezhioù an oadour.
Kendave eo meizad al luzad darnel d’ar meizadoù a hollad, a frammad. Dezrann ur frammadur revel a lak war wel al luzadoù a ya d’ober ar c’hedrannoù gougevan outañ. Goût a ouzer ez arc’hwel al luzadoù darnel ent dizalc’h ha digenurzh e derou an hoali a-raok en em frammañ.
Nerzh-bountañ diabarzh o werediñ, hervez ar bredelfennerezh, en un amgant kalz ledanoc’h eget hini an oberiezhoù revel er ster boutin. Anatoc’h eget forzh pe luzad all, e ro tro da wiriañ an diforc’h etre luzad ha bondoug : e ergerc’henn ned eo ket rakdesavelet ent vevedel, kemmus eo e balioù (modelezhioù e walc’hadur) evito da vezañ liammet ouzh arc’hwelerezh tachadoù korf desavelet (tachadoù erogen), hogen amparet e-ser oberiezhoù diseurt ma kavont gouskor warno. Diseurtelezh andonioù kreudel ar broud revel a ampleg ne vez ket unanaet diouzhtu al luzad revel, hogen emañ strewet al luzadoù darnel, dezho ur boziañ lec’hel (bliz organ).
Ar bredelfennerezh a ziskouez ez eo an eriunellañ ur perzh spesadek eus revelezh mab-den. N’eo nemet e dibenn un emdroadur kemplezh hag anheulret e vez frammet al luzad revel dindan hol ar c’hanadelezh hag e wisk an neuz difiñv ha davedek en lak heñvel ouzh ur bondoug.
Ent armerzhel, ez arlaka Freud ur gremm unel bezant e pep darvezadur eus al luzad revel : al libido.
Ent dialuskel, e ra Freud eus al luzad revel ur blein diziouerus d’ar c’henniñv bred : danvez brientek an arvoustrañ en diemouez ez eo.
Argerzh dialuskel o c’hoarvezout eus ur bount (bec’hiad gremm, gwereder-loc’hañ) a ra d’ar bevedeg skeiñ etrezek ur pal. Hervez Freud, ul luzad zo dezhañ da andon ur broudadur korf (stad tennder) ; e bal eo lemel ar stad tennder a zo en e andon ; dre an ergerc’henn eo e c’hell diraez ar pal.
Dinaouiñ a ra keal al luzad diouzh ar gevenebiezh etre ar broudadoù diavaez a c’hell ar gouzrec’h parraat outo hag andonioù diabarzh o pourchas ur strummad broud nad eo ket ar bevedeg evit tec’hout dioutañ hag a ro lusk da arc’hwelerezh ar bred.
Freud a gendaolas da ziskar ar gredenn voutin ez eus d’ar revelezh ur pal hag un ergerc’henn spesadek ouzh he bevennañ da arc’hwelerezh ar benvegad-genel. Diskouez a reas ez eo deberzhek pal hag ergerc’henn al luzad, desavelet ma vezont diouzh darvezadurezh hanvoud ar gouzrec’h.
Ur gudenn all, na voe Freud evit reiñ respont fraezh ebet dezhi, eo houmañ : penaos savlec’hiañ al luzad er bevedeg, evel nerzh kreudel pe gremm bredel ? “Termenet eo al luzad evel ur meizad argefin etre bredelezh ha kreudelezh.” Degas a ra ivez keal al leuriad kaset gant ar greudelezh e-barzh ar bred, — hogen, hervez ar mareoù, e ra eus al leuriad-se pe un derc’had pe al luzad e-unan.
Daouelour e chom arlakadenn freudek al luzad. Ar gentañ daouelezh deskrivet e voe hini al luzadoù revel hag al luzadoù meel (pe luzadoù-emgemmirout), al luzadoù revel o’n em zistagañ diouzh al luzadoù-emgemmirout ma c’houskorent da gentañ ; alese ur c’henniñv, ar me o kavout el luzadoù-emgemmirout ar gremm ret da stourm ouzh dañjer ar revelezh. E-barzh Jenseits des Lustprinzips (1920), e ra Freud anv eus un daouelezh all o kevenebiñ al luzadoù a vuhez hag al luzadoù a varv. War fin e vuhez, e teue da sellout an daou rizh bras a luzadoù nebeutoc’h evel luskedoù fetis eus arc’hwelerezh ar bevedeg eget evel pennaennoù-diazez oc’h ober meiz war hanvoud mab-den, evel ma tiskouez an arroud brudet-mañ a skrivas e 1932 : “Arlakadenn al luzadoù zo koulz lavarout hon gwengelouriezh. Boudoù gwengelek eo al luzadoù, meurdezus en o andesaveladur.” E-se ez adskoulme gant an hengoun, o lakaat a-geñver Eroz ha Tanatoz, an Naon hag an Orged, an Orged hag ar Gal.
Termen arveret gant Freud da aroueziñ an elfennoù pe an argerzhioù ma kav drezo al luzad e eztaol er bred. Gwech ez eo an termen kenster da leuriad derc’hadel, gwech ez eo ledanoc’h e ster hag e talvez ivez evit ar c’hantaezad.
Merkomp ne ra ket Freud gant an termen “leuriad kantaezadel”. Koulskoude ez eo a bouez tonkad an elfenn gantaezadel-se evit an arvoustrañ ; hemañ “n’en deus abeg na davedenn estreget hepkoriñ an divliz : dre se ez eo pouezusoc’h an tonkad eus pegement kantaezad al leuriad eget hini an derc’had”. Liesseurt eo an tonkad-se : bez’ e c’hell ar c’hantaezad bezañ arzalc’het ha treuzlec’hiet war un derc’had all ; treuzfurmet en ur c’hantaezad all, en enkrez pergen ; bezañ goudavet, — da notañ eo ned eo ket ar goudav un arvoustrañ : ne c’haller ket komz ent strizh a gantaezadoù diemouez.
∆ Ur gudenn c’herlunierezh a save amañ. Evel a ouzer, Vallée, a stummas an termen leuriad “neb a leurer”, a c’hoarveze dezhañ treuzarverañ al lostger -(i)ad gant ur c’hemeradur gouzañvour (sl. LAVAR 03, Preder, 1969, pp. 64-69). Leuriad g.ls. :-ed evel anv-den ne c’hell bezañ nemet “neb o leuriñ” (nomen agentis). Amañ ez arveromp leuriad g.ls. :-où, al lostger -iad o verkañ ar c’hemeradur “nomen actionis”, eleze gant ar ster “ober-leuriñ” (ha “disoc’h an ober-se”), eleze gant ur ster nes da hini leuriadur (sl. LAVAR 07, Preder, 1979, pp. 35-36).
Orin diabarzh spesadek eus pep luzad, a zo pe al lec’h ma sav ar broud (tachad erogen, organ, benvegad) pe an argerzh bevedel deglevet evel broud.
Daou rumm a ra Freud eus an andonioù hervez ma sell ouzh al lec’h pe ouzh an argerzh. Al lec’h : an tachadoù erogen broudet dre gentrigennoù diseurt, pe ar gahereg evel andon al luzad-gavaelañ, al lagad evel andon al luzad-gwelout (Schautrieb). An argerzh : an argerzhioù eeun evel arc’hwel an organoù spesadek, pe an andonioù ameeun evel ar “broudadur treloc’hel”, an “oberiezh kaherel”, an “argerzhioù kantaezel”, al “labour kefredel”.
Hogen, pegen liesek bennak ma ve an andonioù deskrivet, e talc’h Freud d’an termenadur a ra eus al luzad un tennder diabarzh na oufe ar bevedeg tec’hout dioutañ evel ma ra eus an tennderioù diavaez. Emañ an andon e strumm ar broudadoù a-ziabarzh (endogene Reize) ; e-se e ra Freud anezhi “andon organel” (Organquelle), “andon greudel” (somatische Quelle) ; ent resisoc’h ez eo al “lankad kreudel”-se un argerzh fizikel-kimiek, “ur broud (Reiz) a zo al luzad e leuriad e ren ar bred”, al luzad hepken o vezañ ergorenn d’ar vredoniezh. Ken spesadek e ve an andon greudel ha ma’z eo al luzad hag e bal.
Arzaelet e vez keal an andon resisaet betek reiñ d’al luzadoù spesadegezh un argerzh organel. E-se e ve intentet al luzadoù revel evel andoniet en organoù revel. Freud, koulskoude, ken abred hag an Drei Abhandlungen, a zeskrive al luzad revel o tiwanañ evel ul ledwered (Nebenwirkung), ul leddedaol (Nebenprodukt) diwar oberiezhoù anrevel diseurt : heverkañ skouer a gaver gant arc’hwelerezh an tachadoù erogen ma vez gouskoret al luzad revel gant al luzadoù-emgemmirout.