Preder
Masochisme.Masochismus.masochism.mazoc’hegezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Troziadezh revel ma vez stag boziadur ar gouzrec’h ouzh ar gouzañvder pe an dismegañs lakaet warnañ. Freud a astenn keal ar vazoc’hegezh en tu all d’an droziadezh deskrivet gant ar revoniourion, da gentañ o tinoiñ elfennoù anezhi e-barzh realoù revel diseurt, eginoù anezhi ivez er revelezh vugel, d’an eil o teskrivañ furmoù deveret, evel ar vazoc’hegezh divezel, ma klask ar gouzrec’h en em gavout er savlec’h gouzañver en arbenn eus ur santad kablusted diemouez, hep ma ve empleget bliz revel.

Mar gell ar vazoc’hegezh divezel bezañ meizet didro, e ranker spisaat an div furm all diforc’het gant Freud, ar vazoc’hegezh erogen hag ar vazoc’hegezh venevek. Gant mazoc’hegezh erogen e venn merkañ, n’eo ket ur furm glinikel (hini an troziad o klask broud erotek er boan), hogen an amplegad end-eeun eus an droziadezh vazoc’hek : al liamm etre bliz revel ha poan. Evit ar vazoc’hegezh venevek, da intent eo e stern an divrevelezh ha n’eo ket e stern ar venevelezh hepken, pa’z eo ur c’halloudenn enmanus da bep den. Alese hon ober gant benevek ha n’eo ket gant benevel.

Freud a lak kemm ivez etre ar vazoc’hegezh kentael, ma emañ al luzad a varv buket c’hoazh ouzh ar gouzrec’h e-unan, nemet ereet gant al libido hag unanet outi, hag ar vazoc’hegezh eilvedel termenet evel eiltroadur ar sadegezh ouzh an-unan hag o tont da greñvaat ar vazoc’hegezh kentael.

Sl. SADISME ; SADISME — MASOCHISME, SADO-MASOCHISME.

Sadisme — masochisme, sado-masochisme.Sadismus — Masochismus, Sadomasochismus.sadism — masochism, sadomasochism.sadegezh — mazoc’hegezh, sadomazoc’hegezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gerienn o kennotañ kemparzhded ha kenglokausted an div droziadezh sadegezh ha mazoc’hegezh, ha dreist-holl oc’h ober anezho ur c’houblad keveneboù-diazez eus al luzadurezh.

An termen sadomazoc’hegezh arveret er revoniezh da aroueziñ ar furmoù kevosod eus an div droziadezh-se, zo bet adkemeret gant ar vredelfennerion, Daniel Lagache pergen, da bouezekaat ar c’hengeñver a zo etre an daou savlec’h ken er c’henniñv etregouzrec’hel (mestroniadur-sujidigezh), ken e luniatadur ar bersonelezh (emgastiz).

“Ur sadeg zo bepred war un dro ur mazoc’heg, pezh na vir ket ouzh an tu trec’h, oberiat pe c’houzañvat, eus an droziadezh a souriñ hag a zoareañ an oberiezh revel” (Freud, 1905).

“E-touez an troziadezhioù, ez eus ul lec’h arbennik d’ar c’houblad sadegezh-mazoc’hegezh. An oberiadezh hag ar c’houzañvadezh, a zo doareoù-diazez anezhañ, zo amparus d’ar vuhez revel dre-vras” (Freud, 1915).

Evit a sell dedarzh ketep ar sadegezh hag ar vazoc’hegezh, e noter un emdroadur e meiz Freud a-geñver gant an azveradurioù a reas war e arlakadenn eus al luzadoù. E-barzh Triebe und Triebschicksale (1915), e lavar ez anad ar sadegezh a-raok ar vazoc’hegezh, ez eo ar vazoc’hegezh ur sadegezh eiltroet ouzh an-unan. “Hañvalout a ra ar bredelfennerezh diskouez ne vuk ket al luzad da gentañ d’ur pal a ve skeiñ laur gant an hentez. Ne vez ket ar bugel sadek na prederiet na mennet da lakaat ar re all da c’houzañv.” En devoud, Freud a intente neuze ar sadegezh evel un argadiñ ouzh an amgen hep pled ebet gant an droug graet, hep keñver gant ar bliz revel : sadegezh a rae eus embreg al luzad-gavaelañ. Merkomp e tisplege diwan ar vazoc’hegezh dre un eiltreiñ ouzh an-unan ha war un dro un tuginadur eus an oberiadezh er c’houzañvadezh. N’eo nemet en amzer ar vazoc’hegezh e wisk an oberiezh luzadel un eul revel. Freud a zeskriv daou lankad en eiltreiñ ouzh an-unan : da-geñver al lankad kentañ, ar gouzrec’h en em lak e-unan da c’houzañv ; da-geñver an eil, al lankad mazoc’hek ent strizh, e lak unan all da skeiñ laur gantañ. Bez’ e ve ar sadegezh un eil eiltreiñ eus ar savlec’h mazoc’hek.

Goude degasadenn al luzad a varv e 1920, ez arlaka Freud bezañs ur vazoc’hegezh kentael pe kezivik. Goude ur bazenn gentañ m’emañ troet al luzad a varv en e bezh ouzh person ar gouzrec’h, “ez a ul lod eus al luzad-se en arempred al luzad revel hag eno en deus ur roll pouezus. Ar sadegezh ent strizh eo. Ul lod all ned a ket da heul an deveradur-se war-du an diavaez, chom a ra er bevedeg ma’z eo ereet ent libidinel diwar-bouez al luzad revel en ambroug […] ; anaout a reomp aze ar vazoc’hegezh kezivik, erogen.” Notomp e c’hell ar sadegezh-se eiltreiñ ouzh ar gouzrec’h — hag amañ ez adkavomp an arlakadenn gentañ — oc’h amparañ ur “vazoc’hegezh eilvedel” a zeu he gwered da greñvaat hini ar vazoc’hegezh kezivik.

Sl. MASOCHISME.