Unvez trobarzh o voulañ arouezennoù raktermenet war baper a-gendalc'h.
Moulerez ma c'hoarvez ar wikefre voulañ eus ur varrenn a zo warni an arouezennoù, o loc'hañ-diloc'hañ a-zerc'h dirak ar morzholioù.
Moulerez a c'hoarvez enni ar stignad doug arouezennoù eus ur chadenn dro.
Moulerez tizh bras a berzhded uhel ma vez bannet takennoùigoù huz war ar paper goude treuziñ un tredanvaez ouzh o bec'hiañ ent tredansavel ha degouezhout el lec'hioù rekis dindan wered ur gloued arroudañ.
Moulerez ma vez ar stignad doug arouezennoù o c'hwelañ a-gendalc'h dirak ar paper, un trevnad morzholioù o tegas ar paper "diwar nij" a-stok ouzh an arouezenn da voulañ d'an ampoent ma tremen.
Moulerez dre bikennoù tredanvec'hiet ma len outo poultr karbon stabilaet dre dommañ da c'houde.
Sl. [micrographie, kenster]
Moulerez ma c'hwel ur bodad rodoù doug arouezennoù en-dro d'un ahel, oc'h amparañ ur granenn voulañ.
Seurtad skriverez kennasket ouzh un urzhiataer. Emañ an arouezennoù engravet war ur voull pe ur rod helam.
Moulerez a ra an trevnad skrivañ enni gant un huz poultr lenet ent tredansavel ha stabilaet dre dommañ.
Sl. [xérographie]
Moulerez a rizh kozh ma veze kenaozet pep linenn a-raok bezañ moulet en un taol.
Moulerez a vez stummet enni an arouezennoù adal un oged nadozioù, ar re-mañ o vezañ diuzet ha sanket diwar-bouez ur glofenn.
Moulerez dre un araezad tredansavel pe luc'hskeudennel o tennañ ur bajennad en un taol.