Preder
caractèrecharacterarouezenn b., nod g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Elfenn skritur, lizherenn, sifrenn, h.a. Pa vez luniek, dornskrivet, moulet h.a., e reer anv eus arouezenn . An nod zo rezhienn stlennegel, enboneget, an arouezenn. Endra dalvez an arouezennoù da reiñ furm d'al lavar, ez eo an nodoù elfennoù-diazez an aregoù.

Talvout a ra an nodoù pe da zougen stlenn, e rezh bitoù lazek, pe evel araez en arc'hwelerezh ar reizhiad stlennegel (nodoù mavek).

caractère accusé de réception négatif / positifnegative / ⵁ acknowledgement character, NAK / -ACKnod kesouen degemer nac'hek / yaek (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [accusé de réception]

caractère d'annulationcancel characternod freuzañ ― Geriadur ar stlenneg

Nod o lakaat ezwerc'hañ roadennoù 'zo e-barzh ur froud stlennadoù.

caractère d'appelbell characternod galv, nod kloc'h ― Geriadur ar stlenneg

Nod anvoul o tiaskañ un arfroù sten o c'houzav d'an oberataer ez eus gortozet ur respont digantañ.

caractère d'échappementescape character, ESCnod trozañ ― Geriadur ar stlenneg

Nod o lakaat diheuliañ reolennoù ar bonegañ o ren hag arverañ re nevez hervez ur c'hendivizad dibarek.

caractère d'échappement en transmissiondata link escape character, DLEnod trozañ treuzkas (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod arc'hañ arveret gant reoù eus an treugennadoù reoliñ korvell roadennoù a rizh nod war-benn engwezhiañ kalvezder an trozañ.

caractère d'effacementrub-out character, delete character, DELnod diverkañ ― Geriadur ar stlenneg

Nod arveret da reizhañ al lietennoù treorc'het o reiñ tro da freuzañ ur c'hefluniad treorc'hadoù hag erlec'hiañ outañ ur c'hefluniad all.

caractère d'espacementspace character, blank character, SPnod esaouiñ, nod ragesaouiñ, nod gwenn (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o talvout da ensoc'hañ gwennoù e-barzh ul linenn destenn.

caractère de changement de codecode extension characternod askouezhañ boneg, nod kemmañ boneg ― Geriadur ar stlenneg

Nod o reiñ an tu da arverañ ur voneg nevez.

caractère de commandecommand characternod arc'hañ ― Geriadur ar stlenneg

Nod amkanet d'ober chom a-sav, mont en dro pe daskemmañ da arc'hwelerezh un trevnad.

caractère de commande d'appareildevice control characternod lankañ ardivink ― Geriadur ar stlenneg

Nod o tasperzhiañ en arc'hwelerezh un ardivink.

caractère de commande d'impressionprint control characternod lankañ ar moulañ (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o werediñ war lankerezh un organ moulañ.

caractère de commande de transmissioncommunication control characternod lankañ treuzkas (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod arc'hañ o talvout da engwezhiañ un treugennad treuzkas roadennoù.

caractère de contrôlecheck characternod gwiriañ (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod arveret da wiriañ aozioù an treuzkas.

caractère de contrôle d'exactitudeaccuracy control characternod gwiriañ dikted (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod gwiriañ o lakaat ezwerc'hañ roadennoù 'zo.

caractère de contrôle de redondance cycliquecyclic redundancy check character, CRCnod gwiriañ ar gourleizhad korek (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod gwiriañ dibarek evit ar bonegoù korek.

caractère de contrôle de redondance longitudinalelongitudinal redundancy check character, LRCnod gwiriañ ar gourleizhad hedek (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o talvout da ren ar gwiriañ parded.

caractère de début d'en-têtestart of header character, SOHnod derou reollin (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod lankañ treuzkas, anezhañ kentañ nod ur c'hemennad.

caractère de début de textestart of text character, STXnod derou testenn (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod lankañ treuzkas, anezhañ kentañ nod testenn ar c'hemennad, a c'hell bezañ war un dro nod diwezhañ reollin ar c'hemennad.

caractère de fin de texteend of text character, ETXnod dibenn testenn (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod diwezhañ ur c'hemennad.

caractère de fin de transmissionend of transmission character, EOTnod dibenn treuzkas (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o verkañ diwezh an teskad roadennoù da dreuzkas.

caractère de garnissageredundant characternod gourleizhañ ― Geriadur ar stlenneg

Nod arveret war-benn lemel kuit roadennoù diezhomm.

caractère de mise en pageformat effector, FEnod mentrezhañ (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Unan eus an nodoù lankañ ar moulañ, o ren war staladur an disoc'hoù.

caractère de retour du chariotcarriage return characternod pennlinennañ, nod plavañ (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o lankañ distro ar c'harr skrivañ pe, dre vras, an trevnad skrivañ pe moulañ da benn derou al linenn. An nod dibennlinennañ a gas an trevnad moulañ da zibenn al linenn ; an nod dilinennañ da zerou al linenn dindan.

caractère de saut de pageforfeed character, FFnod dispajennañ (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o lankañ kendalc'h ar moulañ war linenn gentañ ar bajenn da heul.

caractère de synchronisationsynchronous idle character, SYNnod goubredañ (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod lankañ treuzkas o tiaskañ un arhent o reiñ d'ar paker, da geñver un treuzkas goubred, an tu da zesavelañ kentañ nod lazek ar c'hemennad.

caractère de tabulationtabulation characternod taolennata (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o lankañ dilec'hiadur an trevnad skrivañ betek ul load lavaret ; d'e heul ez eus un niver o verkañ pet savlec'h zo da heptreugañ. Mar bez dilec'hiet a-zremm, betek ur bann, e reer anv a nod bannata (◊ horizontal tabulation character, HT) ; mar bez a-zerc'h, betek ur rez, e komzer a nod rezata (◊ vertical tabulation character, VT).

caractère en codeshiftin character SInod daznantañ ― Geriadur ar stlenneg

Nod o klozañ ul lerc'hiad nodoù skrivet en ur voneg disheñvel diouzh ar voneg voas.

caractère espace arrièrebackspace character, BSnod kilesaouiñ (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod lankañ oc'h ober d'an trevnad moulañ mont ur savlec'h war e giz.

caractère fin de bloc de transmissionend of transmission block, ETBnod dibenn bloc'h treuzkas (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o reiñ kel eus diwezh ur bloc'h roadennoù.

caractère graphiquegraphic caracternod arouezenn ― Geriadur ar stlenneg

Nod estreget an nodoù arc'hañ hag o rezhiennañ un arouezenn. En o zouez :

~ an nod lizherenn(el) (caractère alphabétique ◊ alphabetical character) ;

~ an nod lizhersifrennel (caractère alphanumérique ◊ alphanumeric character) ;

~ an nod sifrenn(el) (caractère numérique ◊ numerical character) ;

~ an nodoù arbennik (caractères spéciaux ◊ special characters), anezho elfennoù estreget lizherenn, sifrenn pe esaouenn.

caractère hors codeshift-out character, SOnod eznantañ ― Geriadur ar stlenneg

Nod o tigeriñ ul lerc'hiad nodoù skrivet en ur voneg disheñvel diouzh ar voneg voas.

caractère interligneline feed character, LFnod danlinennañ, nod plomañ (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o lankañ an tremen d'al linenn dindan hep dilec'hiañ a-zremm an trevnad skrivañ.

caractère magnétiquemagnetic characternod gwarellek, gwarellnod g. ― Geriadur ar stlenneg

Rizh nod ouzh e ober 7 reg a-zerc'h o c'havaelañ 6 entremez strizh ha ledan, skrivet gant huz hewarell. En Europa e vez despizet hevelep rizh nod gant ar reolad NF 63-002 war ar galvad C.M.C. 7 (caractère magnétique codé à 7 éléments ◊◊ gwarellnod boneg 7 reg).

caractère nulnull character, NULnod vak (Trost.) ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [blanc]

caractère séparateur d'informationsinformation separator character, ISnod kefarz (stlennadoù) ― Geriadur ar stlenneg

Nod o talvout da verkañ bevennoù an teskadoù roadennoù.

caractère substitutsubstitute character, SUBnod erlec'hiañ ― Geriadur ar stlenneg

Nod oc'h amsaviñ ur bonegad antalvoud war ur periant dibarek.

maintien : caractère de , code de locking shift characternod g. ―où arzalc'h, boneg arzalc'h ― Geriadur ar stlenneg

Nod arveret pa vez daou dalvoud gant nodoù boneget hervez ma'z int parzh en ur stroll nodoù pe unan all. An nod arzalc'h a veneg emañ an holl nodoù d'e heul parzh en unan eus ar strolloù betek ma tegouezho ar voneg arzalc'h all.

mode asynchrone, mode caractèreasynchronous modemod ec'houbred, mod nod ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [transmission asynchrone]

procédure de type caractèrecharacter oriented proceduretreugennad a rizh nod, treugennad erdu nod ― Geriadur ar stlenneg

Treugennad oc'h ober gant an nodoù gwiriañ. Sk. : an treugennad BSC.

synchronisation caractèrebyte synchronizationgoubredañ nod ― Geriadur ar stlenneg

Gant paker ur c'hemennad o c'hoarvezout eus ul lerc'hiad nodoù ec'hodet er mod goubred, desavelañ kentañ nod lazek ar c'hemennad. Seurt gwezhiadur a c'haller ren bennozh da vezañs e pennderou ar c'hemennad eus un nebeut nodoù arbennik, anvet nodoù goubredañ.