Preder
appareil de la visionORGANUM VISUSorgan ar gweled g. ― Geriadur ar gorfadurezh
organe (génér.)aozenn b. -où, organ g. -où, parzh g. -ioù ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~s de transmission stignadoù l. (g.) treuzkas
organe de JacobsonORGANUM VOMERONASALEorgan g. soc'heg-fri. ― Geriadur ar gorfadurezh
organe de l'ouïeORGANUM STATO-ACUSTICUMorgan g. ar c'hleved hag ar c'hempouez (pe organ kempouez-kleved). ― Geriadur ar gorfadurezh
organe spiral de CortiORGANUM SPIRALEorgan g. biñsek. ― Geriadur ar gorfadurezh
Plaisir d’organe.Organlust.organ-pleasure.bliz organ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Modelezh vliz a zo hini gwalc’hadur enerotek al luzadoù darnel : broudadur un tachad erogen a vez distavet el lec’h end-eeun ma c’hoarvez, ent dizalc’h diouzh boziadur an tachadoù all, hep keñver eeun gant kefleuniadur un arc’hwel.

Enebiñ a ra Freud bliz organ ouzh bliz arc’hwel, hemañ o toareañ ar boz stag ouzh kefleuniadur un arc’hwel beved (plijadur an emvoueta da skouer). Arver en deus graet eus an termen-se en e imbourc’h war eskoridigezh ar revelezh. Gant ar vagadell, ar bliz revel ent strizh en em zistag diouzh an arc’hwel ma c’houskore da gentañ ha na oa nemet an eildedaol (Nebenprodukt) anezhañ ha, diwar neuze, a vez klasket evitañ e-unan : ar chugelliñ da skouer a glask distav un tennder e tachad erogen ar genou hag an divweuz e-maez a bep ezhomm boued. Hervez Freud e c’haller termenañ revelezh ar bugel dre ar bliz organ : “diwanañ a ra e gouskor un arc’hwel diziouerus ; ne anavez ket a ergerc’henn revel ; enerotek eo ; he fal zo e dalc’h un tachad erogen.”