Diverkañ a-ratozh pe a-zarvoud ar stlennadoù endalc'het en ur vemor pe ur skor bennak.
Teskad stlennadoù frammet, miret peurliesañ en advemor ur reizhiad stlennegel. Ur restr drebadek a vez dalc'het goude ma'z eo bet erounezet ar goulev a zo en e orin ; ur restr badennek ez eus anezhi a-du-rall.
Restr ret da loc'hañ un urzhiataer.
Restr a zo he amkan aesaat ar c'heweriadoù dre gadaviñ an disoc'hoù ardreugat. Peurliesañ en he distrujer pa echuer erounit ar goulev.
Unrestr a zo enni an holl stlennadoù korvoet gant ar reizhiad.
Restr hegerz d'an holl. Ar restr hegerz da rummoù tud 'zo hepken a reer anezhi ur restr brevez .
Bodad ditouroù o teskrivañ ur c'hevreg pe ur skeudenn da vezañ erounezet gant ur c'hewerier kevregañ.
Sl. [fichier de travail &]
Rizh advemor o c'hoarvezout eus ur restr dizalc'h, o rekizañ emell un oberataer da vont en arc'hwel.
Lañser a zo ennañ an arc'hadoù Lerc'hwezañ , Moulañ , Kuitaat , h.a., o tougen war un teul en e bezh pe war restroù all.
Distrujañ, rasklañ ar stlennadoù kadavet en ur vemor pe war ur skor war-benn reiñ d'ar re-mañ un arver all.
Eilskrivañ ur restr war ur gantenn helam pe ul lurell warellek war-benn mirout un eilad anezhi e ken kaz ma ve kollet pe rasklet an enskrivad kentañ.
Keñver niver al lerc'hwezadoù en ur restr a vez keweriet E-ser erounit ul labour ouzh niver hollel al lerc'hwezadoù er restr.