Preder
acquisition de donnéesdata acquisitiongorren roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Argerzh, emgefreek peurliesañ, dastum roadennoù e sell d'o c'heweriañ dre un urzhiataer. Arveret e vez ar c'herienn-mañ er greanterezh pa vez kennasket rag-eeun un urzhiataer ouzh an enankerioù. Er mererezh, e komzer kentoc'h a euvriñ roadennoù, renet dre an dorn pe adal termenelloù.

Ar gorren roadennoù a lavarer keflinenn pe en amzer werc'hel pa emell an urzhiataer war-eeun e dastum ar stlennadoù ha pa c'hell, da heul, korwerediñ warnañ. Ar gorren roadennoù a vez graet diwar-bouez trobarzhelloù diseurt evel luc'hlennerioù pe warellennerioù pe, rag-eeun, dre enankerioù o vuzuliañ an anadennoù da studiañ ha da reoliñ : bez' e vez anezho peurliesañ enankerioù arhentoù kemblac'hel, oc'h enderc'hel da c'houde un amdreiñ kemblac'hel/niverel evit ma ve keweriet gant ur riñverez niverel ar stlenn gorreet .

administrateur de donnéesdata file managerardead roadennoù, ardead restroù ― Geriadur ar stlenneg

Arbennigour karget da zespizañ ha da drezalc'h steradur ar roadennoù.

analyse de donnéesdata analysisdezrann roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Teskad kalvezderioù stadegel o amkan deskrivañ, rummañ ha koazhañ ar rezïoù a vent vras.

analyse des donnéesdezrann roadennoù ― Geriadur ar jedoniezh
architecture flot unique d'instruction, flots multiples de donnéessingle instruction multiple data stream, SIMDadeiladezh unfroud ditour liesfroud roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Mod adeiladezh ma vez un ditour oc'h arc'hañ a-stur an hevelep gwezhiadur d'un niver bras a gewerieroù peurheñvel o labourat war roadennoù disheñvel.

architecture flots multiples d'instructions, flots multiples de donnéesmultiple instruction multiple data flow, MIMDadeiladezh liesfroud ditouroù liesfroud roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Rizh adeiladezh a-stur a-vras.

bloc de donnéesdata blockbloc'h roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Teskad stlennadoù oc'h ober un elfenn geweriañ.

chemin des donnéesdata pathtreug ar roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an unvezioù a zo o roll kadaviñ, treuzkas, keweriañ an ditouroù, an ennegoù hag ar roadennoù e-barzh ur c'hewerier.

collecte de donnéesdata logging, data collectiondastum roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Heuliad gwezhiadurioù o c'hoarvezout a gerc'hat hag a vodañ stlennadoù a natur spesadel, a strollañ hag a virout anezho war ur skor alvezel e sell d'o c'heweriañ dre urzhiataer.

commutation de donnéesdata switchingtrec'haoliñ roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Araezad o lakaat da dreizhidañ en ur rouedad roadennoù o tougen enneg o dehaezadour.

dégradation des donnéesdata degradationdisleberad ar roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Koll kementad ar stlenn endalc'het gant roadennoù da heul distruj eus re anezho pe an ensoc'h eus roadennoù darankat.

dictionnaire des donnéesdata dictionarymeziadur ar roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Goulev karget da ardeiñ ar roadennoù elfennel en ur reizhiad c'houleviñ pe e-barzh ur reizhiad ardeiñ ur stlennvon.

diffusion de donnéesdata broadcastingskignerezh roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Hentenn dreuzkas roadennoù niverel ma vez ar re-mañ o c'henniñ un arhent kemblac'hel pellgelerezh (skingomz, pellwel).

Nep paker, gant bezañ en e gerz an avead azas, zo en araez da eztennañ eus an arhent kemblac'hel treanket an roadennoù niverel endalc'het gantañ.

données analogiquesanalog dataroadennoù kemblac'hel ― Geriadur ar stlenneg

Roadennoù e rezh kevreizhennoù kendalc'hek.

données numériquesdigital data, numeric(al) dataroadennoù niverel ― Geriadur ar stlenneg

Roadennoù e rezh kevreizhennoù arskarek.

échange de données informatiques, EDIElectronic Data Interchange, EDIeskemm roadennoù stlennegel ― Geriadur ar stlenneg

Trehentiñ, war ar rouedadoù dezougen, stlennadoù a orin diseurt (bankoù, maltouterezh, greanterezh) hervez reoladoù resis. An eskemmoù roadennoù stlennegel a ampleg etrekennaskañ rouedadoù liesgenezh, eleze danzen ketalioù ha komenadoù en ur spisaat o skoueriekadur.

équipement terminal de traitement de données, E.T.T.D.Data Terminal Equipment, DTEavead gourfenn keweriañ (roadennoù), AGKR ― Geriadur ar stlenneg

Nep avead keweriañ roadennoù gougediet ouzh ur rouedad treuzkas stlenn.

fourniture de donnéesdata servicepourvezerezh g. roadennoù, dafarerezh g. roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Ardoerezh haeziñ ar stlennvankoù diwar-bouez rouedadoù stlenngehentiñ. Pourvezerezh ar roadennoù a vez kefleuniet gant dafariaded, perc'henned pe get d'ar stlennvankoù a veront.

information nominativepersonal datastlenn personel, roadennoù personel ― Geriadur ar stlenneg

Rizh roadennoù kevaraezus da hennadiñ an dud. En darn vuiañ eus ar riezoù e vez reolennet strizh kewerierezh emgefreek ar roadennoù personel.

machine à flot de donnéesdata flow machineijinenn froud roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer bleniet gant froud ar roadennoù ha n'eo ket gant kemaladezh an ditouroù.

Sl. [flot de données]

machine conduite par les donnéesdata driven machineijinenn bleniet gant ar roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Rizh ijinenn froud roadennoù o kevaraezañ diaserded ar gwezhiadurioù : ar re-mañ a vez erounezet en ur c'hewerier pe gewerier eus an ijinenn kerkent ma vez prest ar roadennoù.

modèle de donnéesdata modeldelvan roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad ergrafoù gant ar reolennoù d'o arverañ o talvout da zeskrivañ ha da frammañ un teskad roadennoù.

Evit deskrivañ ur saviad ez eus meur a rumm delvanoù gant pep a splet hag a zisplet.

An delvanoù klasel a ya d'ober an teir familh-mañ :

a) an delvanoù rouedadek , araezus da frammañ ur stlennvon en ur rouedad hennadoù kenereet ;

b) an delvanoù urzhazek , araezus da frammañ ur stlennvon en un urzhaz hennadoù kenereet dre liammoù urzhazek o-unan ;

c) an delvanoù daveaduriek , araezus da frammañ ur stlennvon (an hennadoù hag o ereoù) en ur bodad taolennoù, pe rezïoù, anvet daveadurioù.

Delvanoù nevez zo war ziorren : an delvanoù steraduriek , o reiñ deskrivadurioù pinvidikoc'h eget an delvanoù klasel.

procédure de contrôle de chaînon de donnéesdata link control proceduretreugennad reoliñ korvell roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Treugennad arveret gant ar reolerioù kehentiñ loet e-barzh un eread roadennoù.

Sl. [chaînon de données]

procédure HDLCHDLC procedure, high level data bind control proceduretreugennad HDLC, treugennad reoliñ korvell roadennoù uhellive ― Geriadur ar stlenneg

Treugennad reoliñ korvell roadennoù, a rizh bit, goubred. Kevastenn eo d'ar modoù treuzkas leddivblezh, leundivblezh koulz hag an adeiladezhioù poent ouzh poent, liespoent hag a-zol.

procédure SDLCSDLC procedure, synchronous data line proceduretreugennad SDLC, treugennad reoliñ korvell roadennoù goubred ― Geriadur ar stlenneg

Treugennad reoliñ korvell roadennoù, a rizh bit, goubred, bet kevrikaet gant IBM, nes-tre d'an treugennad HDLC.

producteurs de donnéesdata bank producerskenderc'herion ls. (g.) roadennoù, kenderc'herion stlennadoù, stlenngenderc'herion ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [banque de données]

réduction des donnéesdata reductionkoazhañ ar roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Treuzfurmiñ ar roadennoù derou e roadennoù aesoc'h da geweriañ. Gwezhiañ renet alies E-ser ur rakkeweriañ.

saisie de donnéesdata captureeuvriñ roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Gorren ha lerc'hwezañ - en ur furm voneget pe get, war ur skor pe skor - stlennadoù e sell d'o c'heweriañ ent stlennegel.

structure de donnéesdata structureluniad roadennoù ― Geriadur ar stlenneg

Doare ma vez trevnet hag erouezet roadennoù. An daou seurt kanteulioù e-barzh ul luniad roadennoù zo ar stlennadoù o-unan (gwerzhioù niverel, hedadoù nodoù) hag an ereoù etre ar stlennadoù. An ereoù a dalvez da erolañ luniad ar roadennoù, war-benn ren ar gwezhiadurioù elfennel ouzhpennañ, dilemel, hizivaat hag arglask stlennadoù. An ereoù a c'hell bezañ ampleg (ennegoù riñvet a-zalc'h ouzh ar stlennad e-unan pe a-geñver gant al lec'hienn alvezel), pe ezpleg. En degouezh-mañ diwezhañ, e vez e-barzh an ere, anvet neuze poenter, enneg an elfenn(où) a c'haller tizhout.