Forzh o talvout d'un tarzh lec'hiet en ur penn anezhi da gas stlennadoù d'ur sank lec'hiet er penn all. Meur a rizh sanelloù a arverer :
~ an aergelc'h, o tehentiñ an arhentoù sten ;
~ ar goullo pe an aergelc'h, ma trehent ar gwagennoù hertzel ;
~ ar goullo pe an aergelc'h en ur metou enkaeet (sturier gwagennoù) ;
~ neudennoù metal ha deveradoù diwarno (reoù ha funioù kevahel), luc'hedañvoù.
Ur sanell dreuzkas ne vez nepred angwered ouzh an arhentoù dezouget : o daskemmañ a ra, seul vui ma vez hiroc'h he hed. Hag, aze emañ ar pep diaesañ, e taskemm a-ziforc'h hag amgement pep kedrann fourierel eus an arhent. Ar gweredoù pennañ zo :
~ ar bann drafet : pep sanell a vez digor da arhentoù sinuzoidel gavaelet o zalmoù etre daou hin ; bann drafet ar rouedad pellgomz trec'haoliñ, da skouer, zo 300/3400 Hz ;
~ an torgamm distav, heled uc'hek pep kedrann fourierel o tigreskiñ gant an hed bet redet, a genfeurioù disheñvel evit pep kedrann ;
~ an torgamm diskoulz, ar c'hedrannoù fourierel o trehentiñ gant pep a dizh, o tevoudañ un diskoulz (a-wel war an tresennoù e rezh un diruz eus ar grommenn diouzh ahel al ledennoù) ;
~ strafuilhoù dargouezhek, anvet trouzoù, ardrouzoù, darankadoù, arhentoù euverek, vorm, o tistummañ an arhent arverek.
Mentad naouus d'an derez ma tistav un arhent bep ma treled dre ur sanell lavaret (e vuzuliañ a reer e dekibeloù dre gilometr).
Le canal 16 est réservé à la sécurité. Les Centres Opérationnels de Surveillance et de Sauvetage (CROSS), les sémaphores et tous les bateaux doivent le veiller en permanence, mais il existe d'autres canaux dits de dégagement que l'on peut utiliser facilement.
Amberzet eo ar sanell 16 d'ar surentez. Ar C'hreizennoù Gwezhiadel Evezhiañ ha Saveteiñ (KGES), an arhentvaoù hag an holl vigi a rank bezañ a-drebad war selaou anezhi. Sanelloù all ez eus, anvet sanelloù disammañ, a c'haller arverañ aes.
Ere savelet etre tarzh ur c'hemennad hag an dehaezadour anezhañ.
Sanell a zo ensoc'het warni dazganerioù a entremezioù reoliek.