Dinoiñ ha kadaviñ un arhent span en ul live lavaret (dieubet e vez dre se live ar span hag argridet e c'hell bezañ adarre).
Mod enankañ/ec'hankañ ma rekiz pep eskemm ur span war-benn devoudañ dibun ur goulev oc'h erounit enankadur pe ec'hankadur ur stlennad elfennel.
Araezad galv tevetek o talvout da astaliñ ur goulev dindan erounit evit reiñ tro d'ur goulev all. Pa vez engwerc'het ur goulenn span, ez a gweredek ar goulev diazalc'h betek fin ar c'heweriad delusket, eleze betek ma'z eo dec'hwelet ar span, ampoent ma vez diweredekaet.
Span devoudet gant ur c'hewerier enankañ/ec'hankañ.
Span dec'hanet gant amva un urzhiataer (trobarzhell, saneller, h.a.)
Span a-zalc'h ouzh ul live tevetek pe devetekoc'h. Pep hini eus al liveoù a c'hell bezañ antellet pe diantellet. Masklañ a c'haller ul live war-benn diwall dibun ur goulev diouzh nep span digoulz lakaet er-maez ar spanoù a-zalc'h ouzh liveoù anvaskladus. Pa na vez ket liveoù span urzhazek e-barzh ur reizhiad stlennegel, e vez ur mollad meziantel arbennik o naouaat ar goulennoù span hag o weredekaat ar poelladoù diazalc'h a-geñver gant o zevetegezh.
Span dec'hanet gant un devoud a-geñver gant an urzhiataer hag ar c'heweriad o ren (goulev tevetek, galv d'ar gourseller, dinoiñ ur c'hammad, h.a.)
Span a zo hegerz en e live enneg (ameeun) an isroudennad tevetek diazalc'h, alese ur gounid amzer bras.
Derezioù an tevet savelet e diabarzh ur bodad spanoù war-benn diferañ un urzhaz erounit pa c'hoarvez meur a span war un dro.