Preder
associationVerknüpfungstrollata ― Gerva an brederouriezh
Association.Assoziation.association.strollata. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen amprestet digant ar strollataouriezh, oc’h aroueziñ nep liamm etre div pe lies elfenn vred ez a ar steudad a-bezh anezho d’ober ur chadennad-strollata.

N’eur evit kompren meizad ar strollata er bredelfennerezh hep daveiñ d’an imbourc’h klinikel a roas tro da Freud da zigejañ hentenn ar frank-strollata. Tresoù bras an arlakadenn freudek a c’haller diverrañ evel-henn :

a) Ur mennoz o sevel war ar spered, digenvez evit ur gwel, zo bepred un elfenn o taveiñ, emouez pe diemouez, da elfennoù all. E-se e lakaer war wel steudadoù-strollata a ra Freud anezho linennad (Linie), neudennad (Faden), chadennad (Verkettung), stelejad (Zug). Kengroaziañ a ra al linennadoù-se oc’h ober rouedadoù, enno klomboentoù (Knotenpunkte) ma kengejont.

b) Ar strollatadoù evel ma widennont er prezeg zo e dalc’h un urzhiatadur kemplezh eus ar c’hounerezh, keñveriet gant Freud ouzh ur reizhiad dielloù renket hervez meur a bennaenn (urzh an amzer, urzh dre zanvezioù, h.a.). Amplegañ a ra seurt urzhiatadur emañ an derc’had (Vorstellung) pe ar c’hounlerc’h (Erinnerungsspur) eus an un darvoud bezant e meur a “deskad dielloù”, a “gounreizhiad” disheñvel.

c) Dre ar pleustr klinikel e tizoloer ar vezañs eus “gronnadoù bred disrann”, kemplezhioù derc’hadoù o chom en distro diouzh red ar strollata. “An derc’hadoù eeun a ya d’ober ar c’hemplezhioù-se a c’hell dont d’an emouezañ. O c’hevreadur dibarek eo a chom forbannet diouzh an emouezañ.” Breuer an hini kentañ a zegasas keal an disfaout (Spaltung). Emañ ar c’heal-se en orin meizadur lunegorel an diemouez.

d) En ur gemplezh-strollata, ned eo ket “nerzh” un elfenn stag ent stabil outi. E dalc’h gweredoù armerzhel emañ c’hoari ar strollatadurioù : ar gremm-annodiñ a zilec’h eus un elfenn d’unan all, o vec’hiañ er c’hlomboentoù, h.a., devoud-diazez dezrevellet evel-henn : dizalc’h eo ar c’hantaezad diouzh an derc’had.

e) Erfin, n’eus ket savelennoù hollek o ren war ar strollata evel ma arlakae ar strollataouriezh : ned eo ket ar bred ur “gouralenneg skeudennoù”. Emañ gronnadur ar strollatadoù, o goubaradur, o “c’hammstagadurioù”, o diraezusted d’an emouezañ a-geñver gant dialusk ar c’henniñv-difenn piaouel da bep unan.

Libre association : méthode ou règle de —.freie Assoziation.free association.strollata frank, frank-strollata. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Hentenn oc’h enderc’hel da eztaoliñ hep disparzh kement mennoz a sav er spered pe diwar un elfenn roet (ger, niver, skeudenn hunvre, derc’had), pe diwar emdarzh.

Diazez ar c’halvezerezh-bredelfennañ eo araezad ar strollata frank. Dizoloet eo bet tamm-ha-tamm etre 1892 ha 1898.

Ar ger “frankiz” n’eo ket da vezañ komprenet er ster “andesaveladur”. Pal ar frankstrollata eo hepkoriñ un diuz mennet eus ar mennozioù pe, hervez termenoù al lunegor kentañ freudek, tremen e-biou d’an eil karez (etre emouez ha ragemouez), hag evel-se lakaat a-wel gwered ar garez kentañ (etre ragemouez ha diemouez), eleze an difennoù diemouez. Erziwezh, e talvez hentenn ar frankstrollata da lakaat a-wel un urzh savelek o ren en diemouez. “Pa vez dilezet an derc’hadoù-davedenn (Zielvorstellungen) emouez, ez eo an derc’hadoù-davedenn kuzh a vez o ren war froud an derc’hañ.”