Saneller barrek da haeziñ nep trobarzhell er reizhiad, e kemm ouzh ar sanellerioù unek pe liesek oc'h ardeiñ hepken an organoù trobarzh stag outo. Peurliesañ e vez kempennet ar sanellerioù tonn e rezh ul lostennad, ar c'hewerier kreiz o tegerzañ evit ur gwezhiadur enankañ/ec'hankañ ar saneller kentañ dieub .
Rizh routa o reiñ da stlennadoù kenheuilh eus un hevelep kehentadenn treugoù disheñvel hervez stad ha bec'h ar rouedad.
Mod erouezañ an niveroù rannel ma vez diforzh savlec'h ar skej o tispartiañ al lodenn gevan diouzh al lodenn rannek.