Nod o lankañ dilec'hiadur an trevnad skrivañ betek ul load lavaret ; d'e heul ez eus un niver o verkañ pet savlec'h zo da heptreugañ. Mar bez dilec'hiet a-zremm, betek ur bann, e reer anv a nod bannata (◊ horizontal tabulation character, HT) ; mar bez a-zerc'h, betek ur rez, e komzer a nod rezata (◊ vertical tabulation character, VT).
Riñvañ gwerzhadoù ur gevreizhenn war un entremez lavaret evit un heuliad keitskar gwerzhadoù eus an argemmenn(où).
Desezañ ur reti war ur voulerez pe ur skramm davit bannoù (bannata) pe rezoù (rezata) lavaret.
Sl. [caractère de tabulation]