Les espars en alliage léger requièrent très peu d'entretien surtout lorsqu'ils sont anodisés.
Labour bihan eo trezerc'hel ar sparroù e kendeuzadoù skañv, dreist-holl pa vezont anotaet.
Gwezhiañ a zo anezhañ adwereañ a-gorvez ur c'hevreg pe ur skeudenn war rizhoù skrammoù 'zo war-benn reiñ ur gweled stabil anezho. Talm gwellek an adneveziñ skeudenn zo e dalc'h ar rizh treluc'huzenn danvezet : emañ er gavael 21-40 hertz.
Hollad an emelloù disgwallañ ha ratreañ ur periant, ur meziant pe ur prestiant war-benn diogeliñ dezho an uhelañ derez soliusted.
Trezalc'h ar periant a c'hoarvez a wezhiadurioù arnodiñ, muzuliañ, hedrevnañ ha dichanañ ; trezalc'h ar meziant a arnodiñ, digammañ, azasaat diouzh periantoù nevez hag emdroadur ar reizhiad.
Anv zo ivez a unandrezalc'h hag a belldrezalc'h.
Evezhiañ un ijinenn hag emellout adal ar c'heladoù muzuliañ treuzkaset diwar enankerioù ha dezrannet gant un urzhiataer.
Trezalc'h harpet war an naouegezh alvezel, oc'h emvataat eus muzulierezh didorr arventennoù 'zo diwar-bouez enankerioù hag eus hanezadur ar chanadoù, o tibab evit un emelladenn ar gwellañ koulz a-raok ar falladur - ha n'eo ket goude evel en trezalc'h ratreañ (pe drezalc'h kurañ, dereizhañ), pe ent reizhiadek, hep ober stad eus an uzadur gwerc'hel, evel en trezalc'h ergurañ (pe drezalc'h disgwallañ).
Trezalc'herezh renet war un dafar stlennegel gant ur stal dizalc'h diouzh an oberier.
Gwazour(ez) o perzhiañ er goudegwerzh, er stelidigezh hag er prouadoù enarc'hwelañ e ti an arvalion, karget diouzh an dro, hervez ur steuñvad, da ren an disgwallañ hag an dichanañ war ar periantoù hag ar meziantoù.