Preder
(micro-)ordinateur blocnotesnotebook(urzhiataer g. ―ioù ) skovloc'h g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Korrurzhiataer hezoug porzhet dre bodoù tredan, warnañ ur c'hlavier mentrezh A4.

(micro-)ordinateur de bureaudesktop computer(korr)urzhiataer burev, (urzhiataer) gorretaol g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Korrurzhiataer amhezoug porzhet gant ar rouedad foran.

(micro-)ordinateur portatiflaptop(urzhiataer) hezoug ― Geriadur ar stlenneg

Korrurzhiataer eus ar rumm dilec'hiadus, stumm kenan, dezhañ un tolz etre 3 ha 5 kg ha ment un dorngest. Outañ ur skramm plat, ez eus ennañ ur modem stenel araezus d'e gougediañ ouzh ur rouedad trec'haoliñ.

Sl. [poquette] [terminal de saisie à écran tactile]

(micro-)ordinateur sans clavier, tablette électroniquenotepad, pen-based computer(urzhiataer) skrabvloc'h g. ―où, tabler elektronek ― Geriadur ar stlenneg

Korrurzhiataer hezoug hep klavier ma enanker ar roadennoù diwar-bouez ur stilh elektronek, fonn arbennik a zilec'hier he beg ouzh gorre un tabler.

Sl. [tablette graphique]

(micro-)ordinateur transportableluggableurzhiataer dezougadus ― Geriadur ar stlenneg

Korrurzhiataer eus ar rumm dilec'hiadus, tolzekoc'h ha strobusoc'h eget an urzhiataerioù hezoug, a skourrer ouzh ar rouedad foran.

conception assistée par ordinateur, C.A.O.computer aided design, CADergrafañ ameilet dre urzhiataer, ERAU ― Geriadur ar stlenneg

"Hollad ar c'halvezderioù amkanet da sevel roadennoù o teskrivañ an ergorenn a venner ergrafañ, da zazverañ ar roadennoù-se er mod etrewezhiat evit degouezhout gant ur furm bengennet a ergrafañ, ha da c'henel ar stlennadoù ret da oberiañ an ergorenn adal ar roadennoù deskrivañ an ergrafañ kadavet en urzhiataer, ha pa ve pe get ameilet an oberierezh-se". An despizadur-se gant M. Lang zo bet addezgeriet gant J. Hatvany : "Hollad an emelloù adalek sevel roll an diferadurioù betek genel ar stlenn ret da aozañ ar c'henderc'had".

Ostilhoù an ERAU :

Ar periantoù azasaet diouzh an ERAU a vez dezho araezioù diorreet a-fet kalvezderioù kevregañ ha korvoerezh er mod etrewezhiat. Eus dimeziñ an urzhiataer gant kalvezderioù ar c'hevregañ ez eus diwanet ur skourr nevez d'ar stlenneg, ar stlenngevregañ hag e zeverad, ar stlenngevregañ etrewezhiat. Ouzhpenn an araezioù stlennegel da geweriañ ha da gadaviñ ar roadennoù, e tiforc'her tri rizh ostilhoù ERAU :

- an niverelaer, evit enankañ ar roadennoù kevregat er furm niverel ;

- an hewel kevregañ etrewezhiat, evit o gwereañ hag o c'heweriañ ent emzivizel ;

- an dresell, da embann an disoc'hoù.

Ar meziantoù zo daou rumm anezho :

- ar meziantoù diazez, o kefleuniañ an arc'hwelioù boutin da lies tachenn arloañ ;

- ar meziantoù arbennik, piaouel d'un dachenn arloañ lavaret.

An trevnadoù ERAU .

Unan eus ar c'hudennoù pennañ eo dibab ar c'hefluniad periantoù ha meziantoù azasañ diouzh ar pal mennet. Da gas an dibab-se e reer gant delvanoù jedoniel o talvout da zarvanañ desezadur an trevnad - diwar-bouez ur goulev ergrafañ ameilet dre urzhiataer evel just !

dessin assisté par ordinateurcomputer aided draftingtresañ ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Reizhiad tresañ ma vez al linennañ divrazet hepken gant an tresour, al linennad disoc'h o vezañ kaset da benn diwar-bouez an urzhiataer ameilañ, peurliesañ er mod etrewezhiat.

Amkan an tresañ ameilet dre urzhiataer eo genel, haneilañ, daskemmañ, hizivaat steuñvoù. E lankerezh niverel ar benvegijinennoù, e c'hoarvez dave diazez ar gouleviñ eus ar steuñv pourchaset gant ar burev studi. An kez steuñv ned eo ket un diskeud hep-mui, disoc'h a ra diwar gevrikadurioù niverus, ur maladur ez eo goude ur bern re all. Reizh eo enta e ve emgefreekaet seurt labour eilsammañ, dreist-holl pa ouzer ez a d'ober ar 70% eus trevell ar burev studi.

enseignement assisté par ordinateur, E.A.O.computer aided teaching, CAT, computer assisted instruction, CAI, computer based education, CBE,kelenn ameilet dre urzhiataer, KAU, diougonañ ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Hollad ar c'halvezderioù hag an hentennoù oc'h arverañ ar reizhiadoù stlennegel evel binvioù diougonadel. Ar meziant diougonadel pe deskiant eo benveg diazez ar KAU.

fabrication assistée par ordinateurcomputer aided manufacturingoberiañ ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Hollad ar c'halvezderioù o talvout da emgefreekaat lankadoù kenderc'hidigezh un traezad oberiet. Pep lankad a denn korvo eus disoc'hoù al lankad a-raok : E-se disoc'hoù an ergrafañ ameilet a bourchas roadennoù al lankerezh niverel, ar re-mañ o vezañ danvez diouzh ret da c'henel tresennoù ha prouadoù. An hedad a-bezh a reer anezhañ ergrafañ hag oberiañ ameilet dre urzhiataer.

frontal : ordinateur front end computerurzhiataer tal ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [ordinateur frontal 2]

ingénierie assistée par ordinateurcomputer aided designergrafañ ameilet dre urzhiataer, ijinouriezh ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Hollad an hentennoù o talvout d'an ergrafañ ameilet, o sellout ent dibarek ouzh ar riñverezh despizañ ha darvanañ an ergorenn da ergrafañ (da skouer : riñverezh al luniadoù).

initialisation d'un ordinateurinitial program loadingkargañ ar goulev boulc'hañ, deraouekaat un urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Gwezhiadenn renet e sell da zeraouiñ korvoiñ un urzhiataer.

maintenance assistée par ordinateurcomputer assisted maintenancetrezalc'h ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Evezhiañ un ijinenn hag emellout adal ar c'heladoù muzuliañ treuzkaset diwar enankerioù ha dezrannet gant un urzhiataer.

maître : ordinateur master computerurzhiataer g. ―ioù yever ― Geriadur ar stlenneg

Pa vez etrekennasket daou pe lies urzhiataer, ez adanver yever an hini a vez e c'houlev o reoliñ a-bell ar gwezhiadurioù kefleuniet gant an ijinennoù gougediet.

ordinateurcomputerurzhiataer g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Ijinenn elektronek goulevadus o keweriañ ar stlenn niverel.

Lankadoù danzeadur ur goulev zo :

~ al lankad dezrannañ ar gudenn da ziskoulmañ, o tisoc'h gant he lakaat e rezh treolioù, eleze en araez da vezañ keweriet emgefreek ;

~ al lankad gouleviñ ent strizh, anezhañ digenaozañ an treolioù en un heuliad niñvadurioù elfennel erounezadus gant an urzhiataer, hag enbonegañ an heuliad-se en un areg gouleviñ ;

Skrivet e vez ar goulev ur wech da vat, ent dizalc'h diouzh ar roadennoù ma toug warno, pezh en lak arveradus evit meur a spletad roadennoù - oc'h amplegañ enta en devez an aozer diawelet pep c'hoarvezuster.

Treuzskrivet e vez ar goulev hag ar spletad roadennoù war ur skor lennadus gant an urzhiataer - kartennoù treorc'hañ, kantennigoù, kasedoù - diwar-bouez benvegadoù dornel euvriñ stlenn. Lennet e vez kartennoù ar goulev gant ul lenner kartennoù kennasket ouzh an urzhiataer, treuzodet e vez o endalc'had en areg ijinenn diabarzh ha klenket er vemor. En araez e vez neuze an urzhiataer da erounit ar goulev.

Er mererezh, e ra peurliesañ ar goulevioù gant restroù boutin etre lies goulev : restroù koskor ar stal, restroù ar c'henderc'hadoù oberiet, restroù an arvalion, h.a. An kez restroù, a ya alies o ment en tu all da endalc'h ar vemor greiz, a vez kadavet e-barzh advemorioù, kantennoù pe lurelloù gwarellek ha treuzskrivet a-dammoù er bennvemor diwar c'houlenn ar goulev evit bezañ arveret pe hizivaet.

Amparet e vez un urzhiataer gant :

~ ur periant : anezhañ un unvez keweriañ kreiz, oc'h erounit emgefreek ar goulev, ditour ha ditour ; ur bennvemor, haezadus war-eeun gant an unvez kreiz, enni ar goulev (pe rann ar goulev dindan erounit) hag e roadennoù ; en trobarzh, unvezioù enankañ/ec'hankañ oc'h araezañ ar c'hehentiñ gant an den pe ijinennoù all, hag ivez advemorioù evit kadaviñ ar restroù ha parraat ouzh harzvent anhepkor ar bennvemor ;

~ ur meziant . Klokaet e vez ar periant gant ar meziant. Lennet diwar ar skor ma emañ kadavet, e rank ar goulev bezañ treuzodet en areg ijinenn hag erounezet. Hevelep gwezhiadurioù a ampleg an dasperzhiadur eus goulevioù all : goulevioù korvoiñ oc'h ardeiñ ar goulevioù arveriad, treuzoderioù, goulevioù mezarc'h n'o deus ket da vezañ adskrivet da geñver pep arloadenn, goulevioù kevrikaat o skoazellañ ar goulever da ziskoach e fazioù. Hollad ar goulevioù-se a ra ar meziant diazez, pourchaset peurliesañ gant an oberier, a-gevenep d'ar meziant arloañ, spesadel d'an arveriad.

ordinateururzhiataer g. –ioù ― Gervaoù skiant
ordinateururzhiataer g. -ioù ; ― Geriadur an armerzh
  • ordinateur de bureau urzhiataer burev ; urzhiataer gorretaol
  • ordinateur de cinquième génération urzhiataer pempet remzi
  • ordinateur personnel, individuel, domestique urzhiataer personel, hiniennel, tiadel
  • ordinateur portable urzhiataer dilec'hiadus
  • ordinateur portatif urzhiataer hezoug
  • ordinateur spécialisé, universel urzhiataer arbennikaet, hollveziadel
  • assisté par ordinateur ameilet dre urzhiataer
  • commandé par ordinateur lanket dre urzhiataer
  • micro-ordinateur korrurzhiataer
  • mini-ordinateur miniurzhiataer
  • super-ordinateur goururzhiataer
  • donner un ordre à un ordinateur reiñ un arc'had d'un urzhiataer.
ordinateururzhiataer g. -ioù ― Geriadur ar fizik
ordinateururzhiataer g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh
ordinateururzhiataer g. -ioù ― Geriadur ar verdeadurezh

Si la puissance de l'ordinateur est suffisante, si le navigateur est un bon manipulateur et s'il dispose des programmes spécialisés, toutes les informations concernant la navigation et la météorologie seront pleinement exploitables.

Mar bez galloudek a-walc'h e urzhiataer, mar bez dazverer ampart hag en e gerz goulevioù arbennikaet, e c'hallo an tevezer korvoiñ an holl stlennadoù a-zivout ar merdeerezh hag an hinouriezh.

  • ~ de bord urzhiataer bourzh
  • par ~ dre urzhiataer
ordinateur à neurones formelsneuronal computerurzhiataer neuronel ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer lieskewerier savet hervez un adeiladezh a-stur a-vras a vez trevnet an etrekennaskoù ennañ diwar batrom re an empenn.

ordinateur à tolérance aux pannesfault tolerant computerurzhiataer heptreugus d'ar chanadoù ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer lieskewerier adeiladezh c'hourleizhat gouest d'ober war-dro an teukadoù arc'hwelerezh ha mirout na ve displetaet an digonadur.

Ouzhpenn war ar gourleizhañ, emañ harpet an heptreugañ chanadoù war zinoiñ raktal an teukad, goubarañ an elfenn siek, adkefluniañ ar reizhiad stlennegel.

Div bennaenn a vez dedalvezet :

~ daou gewerier o labourat a-stur ; pa deuk an eil e teu egile raktal d'e amsaviñ ;

~ ur c'hewerier endra arc'hwel a gas ingal luniennoù eus e stad (◊ checkpointing ◊ gwiriata) d'un eil kewerier, anvet amsaver war c'hed, geder . Pa c'hoarvez ur chanad, e teu ar geder da astreizhañ ar c'heweriad dre adkefluniañ diwar al lunienn diwezhañ degouezhet.

ordinateur de bureaudesktop computerurzhiataer burev, (urzhiataer) gorretaol ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer a vent vihan, korrurzhiataer o labourat pe er mod emren, pe a-gennask d'ur rouedad lec'hel. Un elfenn vuiek eo en amva burevegel.

Sl. [(micro-)ordinateur de bureau, kenster]

ordinateur de cinquième générationfifth generation computerurzhiataer pempet remzi ― Geriadur ar stlenneg

Raktres imbourc'h savet gant Japaniz e 1979 da degaset dirak ar gumuniezh stlennegel bed e Tokyo e 1981. Amkan ar steuñv a bempet remzi a denn da c'hougevaniñ ergrafoù an naouegezh alvezel, ur c'halloudezh riñvañ bras sternet ouzh un ijinenn a-stur a-vras hag ostilhoù emziviz den-ijinenn gouremdro, naouaat ha kevanaozañ ar gomz.

ordinateur départementaldepartmental computerurzhiataer adrannel ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer o kevreañ an arloadurioù piaouel d'un adrann eus un aozadur hag o treuzkas ar roadennoù kendod d'an urzhiataer kreiz.

ordinateur dorsalback end computerurzhiataer kein ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer gouestlet da ardeiñ restroù ha stlennvonioù, loet e diadreñv un pe lies urzhiataer keweriañ, ouzh o disammañ eus an arc'hwelioù-se.

ordinateur frontalfront end computerurzhiataer tal ― Geriadur ar stlenneg
  1. Urzhiataer ardeiñ ar c'hehentadurioù dazlakaet etre rouedadoù dezougen ar stlenn hag un pe lies urzhiataer evit disammañ ar re-mañ eus an arc'hwelioù pellgehentiñ.

  2. Urzhiataer oc'h ensammañ holl boelladoù enankañ/ec'hankañ un urzhiataer galloudezh vras.

Sl. [frontal +]

ordinateur hôtehost computerurzhiataer ostiz ― Geriadur ar stlenneg

En ur c'hefluniad stlennegezh dasparzhet, urzhiataer oc'h ensammañ d'un ampoent lavaret ul lod eus ar c'heweriañ.

ordinateur personnel, ordinateur individuel, ordinateur domestique, monoposte, station autonome, PCpersonal computer, PCurzhiataer personel, UP, urzhiataer hiniennel, urzhiataer tiadel, (hanva g. ―où ) unstael, hanva emren ― Geriadur ar stlenneg

Korrurzhiataer unstael a arver hiniennel.

ordinateur portatiflaptop (computer)(urzhiataer) hezoug g. ―où ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [(micro-)ordinateur portatif]

ordinateur satellitesatellite computerurzhiataer amheuliat, amheuliad g. ―ed ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer a vent etre en araez da ensammañ lod eus ar poelladoù rekis gant ur goulev, ar peurrest o vezañ erounezet war un urzhiataer ostiz ; da skouer, e vez fiziet en un urzhiataer amheuliat ardeiñ ur penel gwereañ kevregoù.

ordinateur scalairevon Neumann computerurzhiataer skeuliadel ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer savet hervez un adeiladezh von Neumann. A-gevenep da urzhiataer sturiadel.

ordinateur terminalhead end computerurzhiataer termenel, urzhiataer dibenn ― Geriadur ar stlenneg
  1. Urzhiataer amheuliat loet e-tal an arveriad en ur rouedad adeiladezh eskantet.

  2. Termenell outi ur c'hewerier ; anvet ivez termenell naouek.

ordinateur vectoriel, superordinateur, supercalculateur, calculateur vectorielsupercomputer, vector processorurzhiataer sturiadel, riñverez b.―ed sturiadel, goururzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [calculateur vectoriel]

poquettepalmtop(urzhiataer) gorreboz g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Korrurzhiataer eus ar rumm hezoug a vent vihan kenan.

Sl. [(micro-)ordinateur portatif] [terminal de saisie à écran tactile]

portatif, micro-ordinateur portatiflaptop (computer)(urzhiataer) hezoug ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [(micro-)ordinateur portatif]

processeur frontalfront end processorkewerier tal, urzhiataer tal ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [frontal]

production assistée par ordinateurcomputer aided manufacturing, CAMkenderc'hañ ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [productique, kenster]

programmation assistée par ordinateurautomatic programminggouleviñ ameilet dre urzhiataer, gouleviñ emgefreek ― Geriadur ar stlenneg

Rizh gouleviñ ma ra ar goulever gant skoazell ur riñverez, da skouer evit gwiriañ reizhded ar skrivadur e-keñver ar prezegadoù kinniget.

publication assistée par ordinateur, P.A.O.desktop publishingembann ameilet dre urzhiataer, EMAU, embann gorretaol ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [édition électronique]

reprise : ordinateur de backup computerurzhiataer g. ―ioù keveldreizhañ ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer ma treuzdouger warnañ ul labour pa vez sac'het an urzhiataer boas.

satellite, ordinateur satellitesatelliteurzhiataer g. ―ioù amheuliat, amheuliad g. ―ed ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer amc'halloudek arveret war un dro gant un urzhiataer galloudek evit labourioù na rekizont ket galloudezh hemañ.

Sl. [ordinateur satellite]

technologie de groupe assistée par ordinateurcomputer aided group technologykalvezouriezh strolloù ameilet dre urzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Diskiblezh ar bonekaat pezhioù treloc'hel bodet ha renket e familhoù hervez o naouusterioù evit bezañ lakaet e kerz an arveriaded.