Familh urzhiataerioù a un kalvezouriezh.
Ar remziad kentañ (1952-1957) a rae gant korzennoù elektronek.
An eil remziad (1958-1963) a arvere an transistorioù hag ar memorioù korennoù ferrit.
An trede remziad (1964-) a zanvez c'hoazh parzhioù arskarek, hogen ivez amredoù kevanek (kevanegezh lav-ha krennskeul).
Ar pevare remziad (o ren bremañ) a ra gant ar gevanegezh vrasskeul ha gant memorioù ledreelloù. En e c'hrez emañ war ziorren ar stlennegezh eskantet, bennozh da lammgresk ar c'horrstlenn hag ar pellgehentiñ.
Ur pempet remziad zo o nodiñ, en e gerz frammoù nesoc'h da luniadoù empenn an den (deskoni, unanc'houleviñ, memor strollatadel, h.a.) hag azasaet diouzh kudennoù an naouegezh alvezel : ketal naouek den-ijinenn (naouaat ha kevanaozañ ar gomz hag ar skeudenn, amgevrediñ al lavar), h.a.
Aozadur gouarnamantel japanat kefridiet da ziorren an urzhiataerioù pempet remzi.
Reizhiad ventawouriezh stlennegel o talvout da arheuliañ diastal dedroadur digonadoù ur greizenn riñverezh. C'hoarvezout a ra eus :
~ un reizhiad enankañ an digonadoù ;
~ ur stlennvon digonadoù ;
~ ur bodad taolennoù bourzh ardoerezh stlennegel.
ERGRAFAÑ HA SEVENIÑ UR RADU.
Da ergrafañ ur RADU, e lakaer e penn kont ar c'healioù-mañ :
~ ar frammañ urzhazek ;
~ an euvriñ emgefreek ar roadennoù ;
~ an ardeiñ a-nemedenn ; sturiañ ur reizhiad stlennegel zo kement ha gwiriañ e tedro hervez an erolad merket en derou ; dereizhañ ivez an erolad, disaouzanañ ar reizhiad, bewech ma forc'h diouzh an amkanioù - alese ar ret evit ar RADU sevel stadoù oc'h ober kel eus ar plegennoù nemedel hepken e doare ma ve delec'hiet, deveizet ha dereizhet ar c'hammarc'hweladoù ; e berr, danevell a vez savet eus an nemedennoù hepken, pa vez disoc'hoù forc'hat pe pa c'hoarvez ur blegenn o c'houl emelladenn, ar plegennoù reol o vezañ stadet diwar-bouez danevelloù kendod hepken ;
~ an atersiñ ar stlennvon digonadoù en amzer werc'hel .
AN UNVEZIOÚ EUVRIÑ :
~ ar gouarner periantel ;
~ ar rakkeweriader sanellerioù , e arc'hwel dec'havaelañ ha dezrannañ a-gendalc'h an holl arc'hadoù o treizhidañ dre ar sanellerioù ;
~ ar c'hetal , gouest da gevanaat ha da geflenañ muzulioù a orin periantel ha muzulioù a orin meziantel ;
~ ar rakkeweriader rouedadoù , ostilh gwiriañ hag evezhiañ ar rouedadoù stlennegel ;
~ ar gouarner evezhiañ pellstlennegezh , unvez o talvout da studiañ an dreizhidell war al linennoù gouruheldizh ;
~ an unvezioù gouarnerezh eilrenk , o amkan evezhiañ a-drebad urzhiataerioù strewet en douaregor.
AR BONIOÚ ROADENNOÚ.
Ar galon int d'ar reizhiad : war gantennoù endalc'h bras e vez treuzdouget an holl stlennadoù digonadel dastumet ha rakkeweriet gant an unvezioù euvriñ. Seurt stlennvonioù a c'haller atersiñ en amzer werc'hel.
UNVEZIOÚ GWEREAÑ AN TAOLENNOÚ BOURZH.
~ ar moulerezed kevregañ , o voulañ taolennoù bourzh e meur a stumm : krennvaoù, tellunioù, danevelloù a-nemedenn, lieskevregoù, danevelloù argemmañ, danevelloù kendod.
≈ Ar c'hrennva . Gant an daolenn-mañ e kaver feur arver loazioù 'zo e-doug an troc'had amzer dindan dezrann.
≈ An tellun . En daolenn-mañ emañ dedro gweredadur ar vemor en amzer.
≈ An danevell a-nemedenn . Seurt rizh taolenn a gevaraez anaout en un taol sell an distremenoù gwehin eizik c'hoarvezet en arveradur ar reizhiadoù e-doug an troc'had amzer dindan dezrann.
≈ Al lieskevreg . An daolenn-mañ a dalvez da arheuliañ an dedroadur ha da geflenañ en amzer ar gweredadur eus lies meneger digonadur.
≈ An danevell argemmañ . Lakaat a ra war wel gweredadur ur meneger digonadur a-geñver gant gweredadur ur meneger all pe un dave.
≈ An danevell gendod . Taolennañ a ra dedroadur al loazioù miz ha miz, en ur lakaat kemm etre ar bec'hioù keitat hag ar bec'hioù uc'hat, gant ar marzioù diogeliñ hegerz.