Preder
Choix de la névrose.Neurosenwahl.choice of neurosis.debarzh an neuroz. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad argerzhioù ma teu drezo ar gouzrec’h da gleñvel gant ur rizh neuroz kentoc’h eget gant unan all.

Névrose actuelle.Aktualneurose.actual neurosis.neuroz bremanek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh neuroz digemmet gant Freud diouzh ar psikoneurozioù evel-henn :

a) Orin an neurozioù bremanek n’emañ ket e kenniñvoù ar bugelvezh, hogen er bremañ.

b) An azonoù n’int ket un eztaol argelel ha dreistdesavelet, hogen un disoc’h diouzh an ezvezañs pe an digevazasted eus ar boziadur revel.

Freud a renkas da gentañ an neuroz enkrez hag an neurasteniezh e stern an neurozioù bremanek, ha da c’houde e fellas dezhañ degas ivez an hipokondriezh.

Freud a glaske digemmañ an neurozioù bremanek diouzh ar psikoneurozioù. Gant ar re-se, “emañ er greudelezh andon ar broud, elfenn-delankañ ar strafuilh, tra m’emañ er vredelezh gant an darfell hag an neuroz mac’hennel”. En neuroz enkrez e ve an delanker un andiskarg eus ar broud revel, en neurasteniezh un diskarg ankevazas anezhañ. Koulskoude ne wele ket enebadurioù hepken etre an daou rumm anaezioù ; meur a wech e strivas da verkañ kenglotadurioù, termen ouzh termen, etre, diouzh un tu, an neurasteniezh hag an neuroz enkrez ha, diouzh an tu all, an neurozioù treuzdoug diseurt ; heñveldra, diwezhatoc’h, pa zegasas an hipokondriezh, e roas dezhi da geveleb ar parafreniezhoù pe psikoneurozioù narkisek (skizofreniezh ha paranoia). Seurt kenglotadurioù zo kantreizhet n’eo ket hepken dre berzh heñveliezhoù luniadur, hogen dre ma’z “a alies-tre azon an neuroz bremanek d’ober kraonell ha pazenn diaraoger an azon psikoneurozel”.

Hiziv ez eo hogos dilezet keal an neuroz bremanek.

Névrose de caractère.Charakterneurose.character neurosis.neuroz neuzid. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh neuroz ma ne zisoc’h ket ar c’henniñv-difenn gant furmidigezh azonoù a-ziforc’h, hogen gant tresoù neuzid, modoù-ersaviñ, pe zoken gant ur frammadur kleñvedek eus ar bersonelezh.

Evit d’an termen bezañ en arver boutin, e chom dezvonnet fall keal an neuroz a neuzid. E zeskrivañ a reer evel “neuroz anazonek”. E gwir, un neuzidoniezh o taveiñ d’ar bredelfennerezh a lak ar rizhoù neuzid a-geñver gant ar bredanaezioù pennañ, oc’h ober anv a neuzidoù mac’hennidik, aruridik, h.a., pe gant pazennoù an dedro libidinel (neuzidoù genaouel, fraezhel, kantroazhel, kastrel-narkisek, ganadel, usrummet a-wechoù diwar-bouez ar gevenebiezh neuzidoù ganadel — neuzidoù rakganadel). En diarsell-mañ e komzer eus neuroz neuzidel da verkañ an neurozioù diazon, pa’z eo rizh an neuzid a ro da anaout frammadur kleñvedek ar bred. Koulskoude e tenner hiziv da zistremen seurt kevenebiezh etre neurozioù gant pe hep azonoù dre rekouriñ da geal al luniadur, dre gemer sol kentoc’h war vod-frammañ ar c’hoant hag an difenn. Ar gwikefreoù lakaet peurliesañ e penn-kont d’ober meiz war stummidigezh an neuzid zo an treüc’hañ hag ar furmadur erwezhiad. Ar furmadurioù erwezhiad “a ro tro da hepkoriñ an arvoustradurioù eilvedel dre gas da benn un daskemm hep distro eus ar bersonelezh” (O. Fenichel). Er feur ma sour ar furmadurioù erwezhiad, ez anad an neuzid evel ur furmadur difenn o wareziñ an hinienn ouzh gourdrouz al luzadoù koulz hag ouzh diwan an azonoù. E-se, an difenn neuzidel zo disheñvel diouzh an azon dre ma’z eo gougevanet ouzh ar me betek ur poent, oc’h emplegañ an dianaout eus kleñvedegezh an tres neuzid, ar poellelaat, an hollekadur en ur goulun-ersaviñ eus un difenn troet da gentañ ouzh ur gourdrouz spesadek. Gant seurt gwikefreoù ez adkaver arvezioù eus al luniadur mac’hennel, ken ma c’hallfed ober eus an neuroz neuzid ur furm paot a-walc’h a neuroz mac’hennel ma sourfe gwikefreoù ar furmadur erwezhiad tra ma chomfe skars an azonoù (ar mac’hennoù).

Aozerion ’zo o deus klasket hiniennekaat dindan an anv neuroz a neuzid ul luniadur bredanaezel a-ziforc’h. Evit H. Sauguet e ranker mirout “an termen neuroz neuzid evit an degouezhioù ma’z eo ken stank ensiladur ar me ma tevoud ur frammadur naouus d’ul luniad rakpsikozel”. Imbourc’herion all (Alexander, Ferenczi, Glover) o deus klasket savlec’hiañ an amreolderioù neuzid etre an azonoù neurozel hag ar psikozioù.

névrose de destinée (Psychan.)Schicksalsneurosefeudiñ : neuroz – ― Gerva an brederouriezh
Névrose de destinée.Schicksalsneurose.fate neurosis.neuroz-feudiñ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Furm hanvoud a zo da zezverk dezhi an distro mareadek eus gwidennadoù bepred heñvel a zarvoudoù, peurliesañ reuzus, a ziskouez ar gouzrec’h gouzañv evel ur feud diavaez tra ma ranker, gouez d’ar bredelfennerezh, klask meiz dezhañ en diemouez ha, resisoc’h, gant ar vac’henn-arreata.

E dibenn pennad III Jenseits des Lustprinzips (1920), e ra Freud anv eus tud “a gredfed ez eus un tonkad warno, un durc’hadur demonek d’o hanvoud” (madoberourion a vezer dianaoudek outo, mignoned bratellet). Dav eo merkañ e komz Freud a Schicksalzwang (mac-henn-feudiñ) ha n’eo ket eus neuroz-feudiñ.

En neuroz-feudiñ, e tistro eus an diavaez d’ar gouzrec’h unan eus e c’hoantoù diemouez, tra ma’z eus en neuroz neuzid un arreata mac’hennek eus ar gwikefreoù-difenn hag ar goulunioù-realañ o wiskañ furm sonnet an tresoù neuzid.

Ober a reomp gant ar pao. feudiñ kentoc’h eget gant ar pa. feud evit kennotañ e vez aozet e feud gant ar gouzrec’h e-unan.

Névrose de transfert.Übertragungsneurose.transference neurosis.neuroz treuzdoug. ― Geriadur ar bredelfennerezh

A) E-keñver nozografiezh, rumm neurozioù (darfell enkrez, darfell amdreiñ, neuroz mac’hennel) diforc’het gant Freud diouzh an neurozioù narkisek e-barzh stroll ar psikoneurozioù. E kemm ouzh an neurozioù narkisek, e vez enno al libido treuzlec’hiet war ergerc’hennoù trael pe derc’hadel ha n’eo ket didennet davit ar me. Diwar se ez int pleustradusoc’h gant ar bredelfennerezh rak tro a roont da amparañ e-ser ar gur un neuroz treuzdoug er ster B.

B) E stern ar gur-vredelfennañ, neuroz danzeadel o tisoc’hañ diouzh an treuzdoug, amparet diwar-bouez an darempred gant an elfenner ; un eil neuz eo d’an neuroz klinikel ; an arveizañ anezhañ a gas da lakaat war wel an neuroz bugelvezh. “Gant ma asantfe ar gouziviad da holl zivizoù ar gur, e teuomp ingal a-benn da reiñ da holl azonoù ar c’hleñved ur ster nevez treuzdougel, da erlec’hiañ ouzh e neuroz boutin un neuroz treuzdougel a c’haller pareañ dre al labour-mezegañ.”

Névrose d’abandon.Verlassenheitsneurose.neurosis of abandonment.neuroz emzivated. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant bredelfennerion helvetiat (Charles Odier, Germaine Guex) da aroueziñ un daolenn glinikel ma kaver da azonoù pennañ an enkrez a vezañ dilezet hag an ezhomm diogelroez. Ragedipel e ve arbennelezh ar seurt neuroz. Ne c’hoarvezfe ket dre ret da heul un dilez gwerc’hel gouzañvet er bugelvezh. Gouzañvidi an neuroz-se a reer anezho emzivadeion.

Névrose d’angoisse.Angstneurose.anxiety neurosis.neuroz enkrez. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh kleñved en deus Freud hiniennekaet ha diforc’het : a) ent azonel, diouzh an neurasteniezh, dre an dreistpouez a zo ennañ gant an enkrez (gortoz enkrezek henek, kaouadoù enkrez ha kevatalioù kreudel anezhañ) ; b) ent arbennel, diouzh an darfell : un neuroz bremanek eo an neuroz enkrez, dezhañ da zezverk daspugnadur ar broud revel o treiñ rag-eeun en azon hep hantererezh bredel.

Ent klinikel, ez eo un neuroz ma ren un enkrez kreñv hep ergerc’henn resis, anat ennañ roll ar gwerederioù bremanel. E-se ez eo disheñvel diouzh an darfell enkrez, pe neuroz arurel ma vez glenet an enkrez ouzh un ergerc’henn erlec’hiat. A-du-rall, evel en darfell, e c’hoarvez en neuroz enkrez “ur meni amdroadur […]. Evelkent, en darfell, e vez ur broud bredel o vont dre ur gammforzh er greudelezh, tra ma’z eus amañ un tennder kreudel nad eo ket evit tremen er vredelezh hag a chom gant ur forzh kreudel. Alies kenan e kevosod an daou argerzh.”

Névrose d’échec, syndrome d’échec.Misserfolgsneurose.failure neurosis.neuroz-c’hwitañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant René Laforgue, a zo ledan-tre e gemeradur : merkañ a ra al luniadur bred a gaver gant ur skalfad gouzrec’hioù, adalek ar re a hañval bezañ aozerion o droukverzh o-unan betek ar re nad int ket evit gouzañv piaouañ ar pezh a oant ar youlusañ da gaout.

Dre-vras e c’haller lavarout ez eo ar c’hwitadur ar priz paeet gant pep neuroz, e kement ma teu an azon a-dreuz da bep embregadenn. Nemet e komzer a neuroz-c’hwitañ hepken pa’z a ar c’hwitañ d’ober an azon ha n’eo ket an addisoc’h diwar an azon.

Ken abred ha 1916, e-barzh Einige Charaktertypen aus der psychoanalytischen Arbeit, en doa Freud tennet an evezh war ur rizh dibarek a c’houzrec’hioù “a c’hwit d’an ampoent ma reont berzh”, o reiñ da gudenn ar c’hwitañ dre emgastiz ur stern strishoc’h :

a) Tud eo na c’houzañvont ket boziañ war ur poent resis, dre berzh un eriun diemouez.

b) Gant degouezh an dud-se e teu a-wel un diac’hinad : tra ma ne vez ket kleñvedus an droukverzh o tont a-ziavaez, an tu roet dezho gant an amveziadoù d’ober berzh eo a zo dic’houzañvadus hag a zevoud ar c’hwitadenn a-ziabarzh, ar gouhebiñ : ar gouzrec’h a nac’h boziañ (sl. FRUSTRATION).

c) Evit Freud, ned eo ket ar wikefre-se nag un neuroz, na zoken un azoniad hogen mod-deraouiñ an neuroz hag azon kentañ ar c’hleñved.

Névrose familiale.Familienneurose.family neurosis.neuroz familhel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant René Laforgue ha bredelfennerion c’hall evit merkañ an devoud ez a, en ur familh, an neurozioù hiniennel d’en em glokaat, d’en em amplegañ kenetrezo, hag evit lakaat a-wel al levezon gleñvedus a c’hell kaout koublad ar gerent war ar vugale.

Gouez d’e aozerion o-unan, ne c’hell an termen bezañ arveret nemet evel ledanvad, pa n’eus ket un unvez nozologek eus an neuroz familhel. Talvezout a ra dreist-holl da dennañ an evezh war degasadennoù a bouez eus ar bredelfennerezh : ar roll-kreiz, en amparadur ar gouzrec’h, eus an hevelebiñ ouzh ar gerent ; kemplezh Edip evel kraonell an neuroz ; ar pouez a zo, e furmidigezh an Edip, d’an darempred etre ar gerent, h.a.

Diwar geal an neuroz familhel ez eo diwanet an termen “steredeg ar familh”, arveret dreist-holl e psikoterapiezh ar vugale. Degaset e vez ar bredkurer, n’eo ket hepken da glask treuzfurmiñ kelc’hiadur ar bugel, hogen da veizañ e stern an neuroz familhel ar goulenn mezegadur a ra ar gerent evit ar bugel, ha betek da intent hemañ evel “azon” eus neuroz e gerent.

Hervez Laforgue e tinaoufe keal an neuroz familhel diouzh meizadur an dreistme evel displeget gant Freud en arroud-mañ : “Ne vez ket furmet dreistme ar bugel diwar skeudenn ar gerent, hogen diwar skeudenn o dreistme ; leuniet eo gant an hevelep endalc’h, dont a ra da vezañ derc’houezer an henvoaz hag an holl varnoù war an talvoud o trebadout evel-se a rumm da rumm.”

Hogos dilezet e hañval bezañ hiziv an termen a neuroz familhel gant ar bredelfennerezh.

Névrose mixte.gemischte Neurose.mixed neurosis.neuroz kemmesk. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Neuroz a zo dezhañ azonoù o tennañ, hervez Freud, da neurozioù diforc’h ent arbennel.

Dibaot e kaver neurozioù pur. Tresoù darfell a vez alies e gwrizienn un neuroz mac’hennel, ur graonell vremanek e pep psikoneuroz. Freud e-unan a zeskrivas an degouezhioù argefin, anaezioù ma kaver e kenaoz elfennoù neuroz ha psikoz.

Névrose narcissique.narzisstische Neurose.narcissistic neurosis.neuroz narkisek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Dre an termen-mañ ez aroueze Freud ur c’hleñved dezverket gant didenn al libido davit ar me, — e kemm enta ouzh an neurozioù treuzdoug.

E-keñver nozografiezh, ez eo keverdal an neurozioù narkisek da deskad ar psikozioù arc’hwelel (eleze ar re nad eo ket devoudet o azonoù gant un anaf kreud). Seurt psikozioù a rae ivez Freud anezho parafreniezhoù. Diwezhatoc’h e strishaas arver an termen neuroz narkisek d’ar velankoliezh, ouzh he diforc’hañ neuze diouzh an neurozioù treuzdoug koulz ha diouzh ar psikozioù.

Dilezet eo hiziv arver an termen neuroz narkisek, hag ivez kemeradur freudek ar barafreniezh.

Névrose obsessionnelle.Zwangsneurose.obsessional neurosis.neuroz mac’hennel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rumm neurozioù hiniennekaet gant Freud, a zo aet d’ober unan eus sternioù pennañ ar c’hlinik bredelfennadel. Er furm rizhek, ez erzerc’h ar c’henniñv bred dre azonoù mac’hennel : derc’hadoù, mennadoù, realoù, kantaezadoù mac’hennek ; stourm ouzh ar fiñvennoù mac’hennek-se, lidoù-argas ; un dezeverezh merket gant an daskiriadur soñjoù, an amzivin, ar skorpuloù, heudadur an dezevout hag an ober (sl. COMPULSION, COMPULSIONNEL).

Freud a lakaas war wel spesadegezh arbennel-ardarzhel an neuroz mac’hennel ken e-keñver ar gwikefreoù (treuzlec’hiañ ar c’hantaezad war derc’hadoù pell pe belloc’h diouzh ar c’henniñv orin, goubarañ, dic’hoarvoudekaat) ; ken e-keñver al luzadurezh (amluskegezh, glenadur ouzh ar bazenn fraezhel, argizañ) ; ken e-keñver al lunegorelezh (darempred sadek-mazoc’hek diabarzhet dindan furm un tennder etre ar me hag un dreistme kriz kenan). Seurt digejadur eus an dialusk danlec’hiet d’an neuroz mac’hennel hag ivez deskrivadur an neuzid fraezhel hag ar furmadurioù erwezhiad en ampar a ro tro da zestagañ ouzh an neuroz mac’hennel taolennoù klinikel ma ned eo ket anat an azonoù d’ar sell kentañ.

Notomp e ra ar galleg gant daou c’her : obsession, degaset er vredoniezh gant Janet e 1903, “derc’had mac’hennek” ha, nevesoc’h, e-tro 1950, compulsion “mac’henn”, degaset evel termen hollek da glotañ gant an Al. Zwang ; Rak, evel ma tiskouezas Freud, an hevelep gwikefre a zisoc’h gant ar realoù mac’hennek (Al. Zwangshandlungen, Gl. actes compulsionnels ), an derc’hadoù mac’hennek (Al. Zwangsvorstellungen, Gl. compulsions de la pensée, obsessions ), ar c’hantaezadoù mac’hennek (Al. Zwangsaffekte, Gl. affects compulsionnels ). Notomp c’hoazh e c’haller ober diouzh an dro gant ar geriennoù mac’henn-derc’hañ (e-kichen derc’had mac’hennek), mac’henn-realañ (e-kichen real mac’hennek), mac’henn-gantaezañ (e-kichen kantaezad mac’hennek).

Névrose phobique.phobische Neurose.phobic neurosis.neuroz arurel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Sl. HYSTÉRIE D’ANGOISSE.

Névrose traumatique.traumatische Neurose.traumatic neurosis.neuroz daraezel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Rizh neuroz a ziwan e azonoù da heul ur stroñs fromel c’hoarvezet en ur blegenn buhezet evel argollus. Da-geñver ar stroñs e vez ur barrad enkrez lemm a c’hell devoudañ kefroù, malouen, arluz. An emdroadur, o tiskouez an aliesañ da gentañ un entremez mut, a ro tro da zigemmañ daou zegouezh :

a) An daraez a c’hoari evel delanker, o tiskoachañ ul luniadur neurozel kentvezant.

b) An daraez zo devoudus, o pourchas e endalc’h d’an azon (malañ eñvor an darvoud daraezus, hurlink arreat, strafuilhoù kousked, h.a.), an azon o c’hoari evel ur striv da eren ha da zianerwezhiañ an daraez ; seurt glenadur ouzh an daraez a zegas gantañ un heudadur don pe donoc’h eus obererezh ar gouzrec’h. D’an daolenn-mañ diwezhañ end-eeun e ro Freud hag ar vredelfennerion an anv a neuroz daraezel.

Dav eo notañ ez eus daou ster d’an termen daraez. Ur ster kreudel, surjianerezhel, oc’h emplegañ anafoù — en degouezh-mañ anafoù er reizhiad nervel, erzerc’h, pe mikroskopek, oc’h anadiñ ent klinikel e stumm ur bleuz. Ur ster bredel, pa zeu un darvoud da lakaat en argoll frammadur bred ar gouzrec’h ; en degouezh-mañ eo e ra Freud anv eus ar saouzan, “stad o c’hoarvezout pa gouezher en ur blegenn dañjerus hep bezañ eraoz outi” (sl. EFFROI). Anat eo e c’hell un daraez bred diwanañ diwar un daraez kreud. Ar gudenn a sav neuze war an dachenn eo dispartiañ e devouderezh ar strafuilhoù al lod o tennañ d’ar greudelezh, d’an neurologiezh rik, diouzh al lod a zo meizadus dre ur wikefre neurozel.

Sl. TRAUMA, TRAUMATISME (PSYCHIQUE).

NÉVROSE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

c’est exact pour le symptôme hystérique et sans doute aussi pour tous les faits névrotiques, dik eo evit an azon darfell ha moarvat ivez evit an holl zevoudoù neurozel (sl. ACCOMPLISSEMENT DE DÉSIR) ; les schizophrénies présentant des symptômes névrotiques, ar skizofreniezhoù dezho azonoù neuroz (sl. CAS-LIMITE) ; c’est en ce sens que Freud voit dans l’effroi une condition déterminante de la névrose traumatique parfois désignée comme névrose d’effroi, dre se e ra Freud eus ar saouzan un amplegad eus an neuroz daraezel anvet a-wechoù neuroz saouzanel (sl. EFFROI) ; il critique l’usage trop large du terme d’introversion qui conduit Jung à connoter la psychose comme “névrose d’introversion”, abegiñ a ra boaziadur re ledan an termen “entroadur” pa zegouezh gantañ Jung da gennotañ ar psikoz evel “neuroz entroadur” (sl. INTROVERSION) ; il connote la psychose comme “névrose narcissique”, kennotañ a ra ar psikoz evel “neuroz narkisek” (sl. INTROVERSION) ; symptômes névrotiques, azonoù neurozel (sl. NÉVROSE) ; le caractère névrotique du moi, neurozegezh ar me (sl. NÉVROSE) ; un compromis dont le sujet tire dans sa position névrotique un certain profit, un treuzvarc’had a zegas d’ar gouzrec’h en e savlec’h neurozek ur gounid bennak (sl. NÉVROSE) ; névrose artificielle résultant du transfert, neuroz danzeadel o tisoc’hañ diouzh an treuzdoug (sl. NÉVROSE DE TRANSFERT) ; les névroses se présentent rarement à l’état pur, dibaot e kaver neurozioù pur (sl. NÉVROSE MIXTE) ; la ligne de clivage entre régressions névrotiques et psychotiques passe entre ces deux phases, etre an daou brantad emañ ar vevenn etre an argizañ neurozel hag an argizañ psikozel (sl. STADE SADIQUE-ANAL) ; à l’occasion de la première Guerre mondiale, Freud put étudier les névroses de guerre et établir la notion de névroses traumatiques, da-geñver ar Brezel-bed kentañ en devoe Freud an dro da studiañ an neurozioù brezel ha da savelañ keal an neurozioù daraezel (sl. TRAUMA, TRAUMATISME (PSYCHIQUE)).

Névrose.Neurose.neurosis.neuroz. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Anaez bredien a zo e azonoù an eztaol argelel eus ur c’henniñv bred gwriziennet en istor bugelvezh ar gouzrec’h hag oc’h amparañ un treuzvarc’had etre an eriunañ hag an difenn.

Gant an amzer en deus kemmet erdal an termen neuroz. Hiziv en en strishaer d’ar furmoù klinikel a c’haller destagañ ouzh an neuroz mac’hennel, an darfell, an neuroz arurel. An nozografiezh a zigemm neurozioù, psikozioù, troziadezhioù, anaezioù bredkreudel, tra ma chom dindan arzael ar staelad rummouriezhel eus ar pezh a skriteller “neurozioù bremanek”, “neurozioù daraezel”, “neurozioù neuzid”. Un alberz eus emdroadur an erdalioù a gaver gant an daolenn-mañ :

1915 neurozioù bremanek psikoneurozioù
treuzdoug narkisek
1924 neurozioù bremanek neurozioù neurozioù narkisek psikozioù
hiziv anaezioù bredkreudel neurozioù psikozioù
psikozioù kelc’hnoaek paranoia, skizofreniezh

Evit termenañ an neuroz dre an ental e reer pe gant an azoniadur — dre zastum an dezverkoù o tiforc’hiñ an neurozioù diouzh ar psikozioù hag an troziadezhioù — pe gant al luniadur. Setu da skouer an arroud a lenner a-zivout an neuroz e-barzh ar Manuel de psychiatrie gant H. Ey, P. Bernard, Ch. Brisset : “Dezverket eo dremmadur klinikel an neurozioù gant : a) Azonoù neurozel : strafuilhoù er realoù, er c’hantaezennoù hag er mennozioù oc’h erzerc’hañ un difenn ouzh an enkrez, oc’h amparañ e-keñver ar c’henniñv diabarzh un treuzvarc’had a zegas d’ar gouzrec’h en e savlec’h neurozek ur gounid bennak (gounid eilvedel diwar an neuroz). b) Neurozegezh ar me. Hemañ n’eo ket evit kavout dre an dudenn ma heveleb outi darempredoù mat gant an dud all nag ur c’hempouez diabarzh bastus.”