Emañ Preder o paouez stalañ war e load nav eus e zaouzek geriadur arbennikaet : Korfadurezh - " Anatomie ", Kimiezh - " Chimie ", Keginouriezh - " Cuisine ", Armerzh - " Économie ", Stlenneg - " Informatique ", Jedoniezh – " Mathématiques ", Mediaoù – " Médias ", Bredelfennerezh – " Psychanalyse ". Dieub ha digoust eo an haeziñ rag-eeun d'ar stlennvon. War-bouez un nebeut klikoù e tizher ar stlennvon ennañ dekmiliadoù a enmonedoù hag e tegemerer ar c'hevatalioù e brezhoneg pe e galleg gant o despizadurioù hervez ho koulenn.
Bez' e kavot war hon load roll al levrioù hegerz hag ivez oberennoù 'zo a c'haller pellgargañ dieub.