Geriadur ar Verdeadurezh e div yezh : galleg, brezhoneg

Geriadur ar Verdeadurezh zo frouezh un imbourc'h stroll kaset e–doug un ugent bloavezh dindan renerezh daou verdead. Ar c'hendalc'h eo d'al labour sevenet gant an diaraogerion a daolas diazezoù brezhoneg ar mor, Loeiz ANDOUARD da gentañ penn.

Ne verdeer ket e 2004 evel ma raed pemont vloaz 'zo : strivet ez eus bet da zastum el levr ar gerioù hag an troiennoù arbennik o tennañ d'an holl arvezioù eus buhez an dud a vor hiziv, o terc'hel kont eus an araokadennoù c'hoarvezet er skiantoù klasel evel an hinouriezh pe ar voroniezh ha, kent pep tra, en diskiblezhioù nevez ez eo kimiezh an dafarennoù ha dedalvez-adur an elektronik d'an emgefren ha d'ar c'hehentiñ.

E pep yezh, muioc'h c'hoazh en ur yezh war ziorren evel ar brezhoneg, eo an arverañ a bourchas d'ar gerioù o buhez dre zispakañ diwarno durc'h-adurioù ster nevez, fiñvus bepred. Ur roll sec'h a c'herioù distag ne oufe reiñ nemet poentoù loc'hañ. E Geriadur ar Verdeadurezh, emañ an darn vuiañ eus an enmonedoù skoueraet gant arroudoù troet diwar skridoù an arbenn-igourion. Dre se eo spi an aozerion bezañ kinniget, e stumm troiennoù ha frazennoù, un egin eus lavar arnevez ar mor en hon yezh.

Al levr, 510 p., 15,8 x 21,7 cm

Betek an 30 Here 2004 e vo asantet d'ur priz rakpren

ISBN 2-901 383-60-2

Da zont er-maez e Du 2004 :

Gab CHEREL & Alan E. AR BERR