Dictionnaire de l'informatique
algorithme ◊ algorithm ◊ treol g. ―ioù
Heuliad bevennek a reolennoù da arverañ diouzh un urzh savelek war un niver bevennek a roadennoù war-benn degouezhout dre un niver bevennek a dennadoù gant un disoc'h lavaret, kement-se ent dizalc'h diouzh ar roadennoù.
Ur goulev savet evit un urzhiataer zo un treol, hag un areg gouleviñ zo un areg o reiñ an tu da skrivañ un treol erounezadus gant un urzhiataer.
Ma ne vez ket an treol en araez da zegouezhout gant an disoc'h dre un niver bevennek a dennadoù, e lavarer ez eus ur gaoudreol anezhañ. Evit dinoiñ ur gaoudreol, e rankfed sevel un treol arveradus gant berzh war nep gaoudreol. Hogen dienaat a reer ez eo dic'hallus sevel ur seurt treol ; ur gudenn anskaradus eo enta.