Dictionnaire de l'informatique
écran ◊ screen ◊ skramm g. ―où
Unvez wereañ un hewel.
Perzhioù ar skramm zo :
1. Ar vent, dewerzhet diwar-bouez regad e dreuzvegenn, peurliesañ etre 40 ha 60 cm.
2. Ar barr despizañ pe despizadur, o tesavelañ ar forc'had izek gallus etre daou hennad gwereet. Daou rizh despizadur a ziforc'her :
~ an despizadur kalvezoniel a-zalc'h ouzh ment ar vrizhenn luc'h elfennel ;
~ an despizadur stlennegel, o tesavelañ niver uc'hek ar pikennoù enorc'hadus er skramm (etre 512² ha 4 096²).
3. Ar resister, a-c'hin d'ar forc'had etre ar savlec'h goulevet hag ar savlec'h gwereet.
4. Ar feleunded, a-zalc'h ouzh ar resisted, eo ar perzh oc'h ober da skouer d'ul linennad deraouiñ er poent dik ma tibenn al linennad kent, lakaomp en ur gwidennad sturiadelloù.
5. Ar sked hag an dargemm, perzhioù a-zalc'h ouzh an div arventenn ez eo kalvezouriezh ar gwereañ (pe gwereouriezh) hag ar goulou en ardro.
6. Tizh ar gwereañ. Un arventenn a bouez eo pa vez en he dalc'h douester ar skeudenn wereet. Hag eñ elfenn eizhañ e ristenn ur reizhiad kevregañ, ar skramm a c'hourlaka warni e lusk dezhañ.
Parennoù all a weredo war berzhded ar skeudenn : treluc'husted, diarunusted, amzer respont.
7. Ar modoù c'hwilerviñ a zasperzhio ivez e doareoù ar skeudenn wereet, hervez ma vint modoù c'hwilerviñ anneuenn, c'hwilerviñ roud yevet, h.a.
Sl. [balayage]