Dictionnaire de l'informatique
entrée/sortie ◊ input/output ◊ enankañ/ec'hankañ, enank/ec'hank g. ―où /―où
Eskemm stlenn etre un urzhiataer hag e drobarzhelloù. An trevnadoù, reizhiadoù, goulevioù, treugennadoù o kevaraezañ, o teluskañ, o kempenn pe o reoliñ an eskemmoù-se a adanver enankañ/ec'hankañ.
En adeiladezhioù a vremañ, e vez kefleuniet an enankañ/ec'hankañ gant kewerieroù arbennik o ren war-eeun an eskemmoù stlenn etre reizhiad ar bennvemor hag an unvezioù reoliñ trobarzhelloù, ar furm eeunañ a gewerier enankañ/ec'hankañ o vezañ ar saneller.
Reoù eus an kez kewerieroù a gefleugn a-du-rall arc'hwelioù pellgehentiñ (kewerieroù tal), pe arc'hwelioù haeziñ ar restroù hag ar stlennvonioù.